Terbiom

Eus Wikipedia
Terbiom
GadoliniomTerbiomDisproziom

Tb
Bk
Taolenn beriodek, Terbiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 65
Rummad kimiek Lantanidoù
Strollad Lantanidoù
Trovezh 6
Bloc'h f
Tolz atomek 158,92534 ± 0,00002
Aozadur elektronek
[Xe] 4f9 6s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 27, 8, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 3
Oksidenn vazennek skañv
Tredanleiegezh 1,2 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 565,770 kJ/mol
2 : 1 111,510 kJ/mol
3 : 2 113,992 kJ/mol
4 : 3 839,148 kJ/mol
Skin atomek 233 pm
Skin kenamsav 181 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 8,267 g/cm3
Teuzverk 1 356 °C
Bervverk 3 230 °C
Tredanharzusted 1,15 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn

Un elfenn gimiek eo an terbiom ; Tb eo e arouez kimiek, 65 e niver atomek ha 158,925 e dolz atomek.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1843 e voe dinoet an terbiom en un tamm kailh gadolinit, war an dro gant erbiom 57Er hag iterbiom 70Yb, gant ar c'himiour svedat Carl Gustaf Mosander.
Deveret eus Ytterby, anv ur gêriadenn tost da Stockholm ma teue an tamm kailh, eo anv an elfenn 65.

Perzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur metal liv an arc'hant eo an terbiom ; orjalennus eo, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe, ha govelius eo, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù mailh. Ken blot eo ma c'haller troc'hañ un dolzennad Tb gant ur gontell.
N'eus ket kalz terbiom e krestenenn an Douar, war-dro 1,2 mg/kg hepken ; al lantanid kentañ o vont da get e vo hep mar[1]. Evit poent e vez gounezet dre genderc'hañ lantanidoù pounner evel ar samariom 62Sm, an europiom 63Eu hag ar gadoliniom 64Gd.
Ferromagnetek eo an terbiom e gwrezverkoù yenoc'h eget -54,15 °C : treiñ a ra da warell.

Kimiek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Buan e tazgwered an terbiom gant dour zomm, gorrekoc'h gant dour yen :
2 Tb [k] + 6 H2O [d] → 2 Tb(OH)3 [dz] + 3 H2 [g][2]
  • Aes eo lakaat terbiom da zeviñ :
8 Tb + 7 O2 → 2 Tb4O7
2 Tb + 3 H2SO4 → 2 Tb3+ + 3 SO4 + 3 H2

Liv rozwenn eo Tb3+, evel ar c'henaozad [Tb(OH2)9]3+.

  • Gant an holl halogenoù, aroueziet amañ dre X, e tazgwered Tb :
2 Tb + 3 X2 → 2 TbX3

Izotopoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Terbiom-159 (159Tb) eo an izotop stabil nemetañ a gaver en natur. Skinizotopoù zo bet deskrivet ivez, 36 anezho ; kevanaozet eo bet lod skinizotopoù, Tb-157 ha Tb-158 o vezañ ar re stabilañ, gant un hanter-vuhez a 71 bloavezh ha 180 bloavezh a-getep.

Izotopoù stabilañ an terbiom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanad
157Tb kevanaozet 71 bloavezh 157Gd

158Tb

kevanaozet

180 bloavezh 158Gd
dre zegerc'had
158Dy
dre skinoù β
159Tb 100 stabil, 94 neutron

Arver[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. EcoInfo (fr) Liamm oberiant 05 C'HWE 13
  2. Alc'hwez : k = kalet, d = dourek, dz = dourzileizhenn, g = gaz


Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok