An Uhelgoad
An Uhelgoad | ||
---|---|---|
Al lenn hag ar bourk | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Huelgoat | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kastellin | |
Kanton | an Uhelgoad (betek 2015) Karaez (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29081 | |
Kod post | 29690 | |
Maer Amzer gefridi | Benoît Michel 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Menez Are Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Kornôg Kreiz-Breizh | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 405 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 94 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 175 m bihanañ 92 m — brasañ 267 m | |
Gorread | 14,87 km² | |
kemmañ ![]() |
An Uhelgoad a zo ur gumun eus Bro-Gerne, e Menez Are, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Breizh. Penn kanton e oa betek 2015.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ne gaver ket pikol tra a denn d'an Henamzer en Uhelgoad, diwar ziouer a furchadennoù hag a enklaskoù moarvat. Koulskoude, dre ma n'emaer ket pell diouzh an hentoù pouezus a voe savet da vare ar Romaned ez eur techet da grediñ e veze darempredet an dachenn a ya d'ober parrez an Uhelgoad hiziv gant soudarded Roman. Soñjal a reer e oa bet Romaned o chom er c'hamp a vez graet « kamp Artus » anezhañ.
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz: anavezet eo ar barrez evit fedoù liammet gant dispac'h ar bonedoù ruz e 1675. Un digoll a 800 lur a voe paeet gant ar barrez d'an aotrou Le Moyne de Trevigny goude tagadenn e gastell e Sant-Hern d'an 11 a viz Gouere 1675 e-pad an emsavadeg[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- d'an 20 a viz Even 1940 e tegouezh al lu alaman en Uhelgoad;
- dieubet e voe an Uhelgoad gant lu ar Stadoù-Unanet ha stourmerion ar Rezistañs goude emgannoù ouzh an Alamaned d'ar 5 ha d'ar 6 a viz Eost 1944.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lec'hioù heverk er c'hoat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un tamm-mat a reier iskis ha brudet a gaver en dro d'an Uhelgoad. En o zouez...
Ar Roc'h 'gren (ar Maen-Dogan)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Roc'h 'gren, ur pezh karreg bras-divent, chomet eus ar mare ma veze korvoet greunit er vro, un esperadenn a vaen er c'hoad, zo 137 tonenn a bouez enni! Bras-eston eo he ment: 7 metr hirder, 3 m uhelder ha 2,80m ledander. Diazezet eo war ur c'her moan 90 cm hed a ro an tu dezhi da brañsellat un tamm pa bouezer gant e gein.
War lein ar roc'h e c'haller gwellet toulloù. Klotan a reont gant al lec'hioù ma veze lakaet gennoù houarn; d'ar mare ma veze korvoet ar greunit en Uhelgoat o doa klasket mengleuzierien faoutañ anezhi.
Ar Pont Ruz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a ra an anv-gwañ "ruz" eus ar ger galianek "roudos". Soñjal a reer e oa bet savet ar pont-se da vare an Osismied, ur bobl c'halian eus strollad Kelted Arvorig. Vorgium (Karaez) e oa o c'hêr-benn.
Toull Artuz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Artuz zo un adstumm eus Arzhur, un aotrou breton, difenner ar pobloù kelt eus Breizh hag eus inizi Breizh-Veur e deroù ar VIvet kantvet. Hervez ar vojenn e kouske Artuz en toull-se gant un nebeud eus e geneiled varc'heien feal. Gwa d'an neb a zihune anezhañ hep abeg, hennezh ne chome ket bev. Rak ne ranked direnkañ ar Roue mojennel-se nemet pa veze e vro en arvar. A-benn ar fin e adstagas gant ar stourm asambles gant e varc'heien evit adsevel Rouantelezh Breizh lakaet en arvar gant ar Saozon.
An Toull Don[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Erruout a ra ar stêr Arc'hant en Toull Don; en em deuler a ra-hi meur a vetr dindan hon treid. Ruziañ a ra an dour a-wechoù abalamour da liv ar c'hlegerioù.
Poull ar Boudiged[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ul lec'h boemus eo.
Menaj ar Werc'hez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Menaj ar Werc'hez zo bet krouet gant ur berniad reier bras. Ar mein, krignet gant ar dour-ruilh, o deus kemeret stummioù iskis. Gant un tamm ijin e c'haller gwelet armoù-kegin eus menaj ar Werc'hez: ur pofer, ul loa-gog, ur ribod, ur vegin.
Ar C'habell-touseg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War lez ar Stêr Arc'hant emañ an Uhelgoad.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1919 : Victor Segalen, skrivagner
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (br) an Uhelgoad war lec'hienn Geobreizh
- Ti an Douristed
- Mengleuzioù kozh Lokmaria hag an Uhelgoad
- Pajenn an Uhelgoad war lec'hienn ar Gumuniezh Kumunioù
- Lec'hienn brevez war an Uhelgoad
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 106-109.