Mont d’an endalc’had

Konstantin (Aljeria)

Eus Wikipedia
Konstantin
kêr, commune of Algeria, kêr vras
Anv ofisielقسنطينة Kemmañ
Anv er yezh orinقسنطينة Kemmañ
Anvet diwarKustentin Iañ Kemmañ
Anv annezidiConstantinois, Constantinoise Kemmañ
StadAljeria Kemmañ
Kêr-benn eusConstantine Province Kemmañ
E tiriadDaïra of Constantine Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00 Kemmañ
War riblRhummel River Kemmañ
Daveennoù douaroniel36°21′54″N 6°36′53″E Kemmañ
Perc'henn warStade Mohamed Hamlaoui Kemmañ
A zo stok ouzhZighoud Youcef Kemmañ
Erlec'hiañ a raCirta Kemmañ
Darvoud-alc'hwezSiege of Constantine, Battle of Constantine Kemmañ
Kod-post25000 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.wilaya-constantine.dz/ Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Constantine, Algeria Kemmañ
Map

Konstantin (en arabeg: قسنطينة "Qusanṭīnah") a zo ur gêr eus Aljeria. Pennlec'h ur wilaya eo.

Ur gêr eus Aljeria, penn-kêr eus an departamant hag eus an arondisamant a zoug ar memes anv, lec'hiet war uhelennoù Constantine, el lec'h ma red an oued Rummel etre toulennoù don hag a gelc'h kazi ar gêr holl. War-dro 451 000 annezidi ez eus enni.

A-gozh, Cirta, e oa deuet da vezañ kêrbenn Numidia, war-dro 113, Jugurtha a lakas e grabanoù warni, eno e lazhas ar goñversanted latin, ar pezh a sachas d'e heul fulor Roma ha krog Cirta gant Caius Marius ; trevadenn roman, kemer a reas anv Constantine en enor d'an impalaer Constantin 1er hag a adsavas anezhi goude emsav 311. Tremen a reas goude d'an Arabed ha d'an d/Turked. Ar gêr, sturiet gant un uheliad eus an Impalaeriezh Otoman, a stourmas ouzh an dalc'hidigezh c’hall ha Clauzel a chomas boud dirak he mogerioù e 1836. Ne voe kemeret nemet ar bloaz war-lerc'h gant ar marichal Valée.

Anvet eo Constantine ivez «Kêr ar pontoù» rak bez’ ez eus 6 pont enni :

Pont al lammoù-dour
Pont Sidi M'Cid
Pont El Kantara

-«Pont Perrégaux»

-«Pont an Diaoul»

E Constantine ez eus ivez 2 skol-veur, ur mirdi arkeologel ha kalz a traoù all da zizoloiñ...

Skol-veur Amir-Abdel-Kader (skol-veur ar skiantoù islamek)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.