Tanac'h
Neuz
Hollad skridoù santel ar yuzevegezh a vez graet tanac'h (תנ״ך, LFE: [ta'nax]) anezhañ. Ur verradenn eo ar ger-mañ, stummet diwar :
- Torah (תורה) - pemp levr Moizez
- Nevi'im (נביאים) - ar brofeded
- Nevi'im richonim (נביאים ראשונים) - profeded kentañ
- Nevi'im ac'haronim (נביאים אחרונים) - profeded diwezhañ
- Trey-Asar (תרי עשר) - profeded vihan
- Ketouvim (כתובים) - skridoù
Klotañ a ra ar c'hanon-mañ gant Testamant Kozh ar Gristenien mui-pe-vui.