Mont d’an endalc’had

Profed

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Profeded)
Ar profed Malac'hi, unan eus profeded ar yuzevegezh

Ur profed a zo un den gwelet evel jubennour un doue, pe evel un diouganer, pe c'hoazh evel un divinour.
Dont a ra an termen eus an henc'hresianeg προφήτης profetis "jubennour un doue", dre al latin-iliz popheta, heñvelster.
Evel kannad un doue e teu, sañset, evit kemenn, lakaat war ziwall pe diskuliañ ar wirionez d'un toullad tud (d'ur vroad, da skouer) pe d'an holl dud. Pa n'eo ket reoù o relijion, ar feizidi a wel ar brofeded all evel faos.

Ar profed n'eo ket un divinour ordinal, rak hennezh a ziskuilh dazont an den pe an toullad tud o deus bet goulennet petra e vo o dazont dezho. Er c'hontrol, e servij an doue emañ ar profed hag ec'h embann hervez e volontez. A-enep da venozhioù e gempredidi ez a ar profed, seul vui ma'z embann kemennoù ha dañjeroù da ziwall dezho.

E metoù ar yuzevegezh hag ar gristeniezh e vez implijet an dro-lavar "Ar Brofeded" evit levrioù ar Brofeded a gaver e Bibl, e lodenn an Testamant Nevez evit ar gristenien). Troidigezh ar ger hebraek Neviim eo, da lavaret eo liester נביא nabi.
N'eo ket bet urzhiet er memes doare al levrioù-se gant ar Yyuzevien, ar gatoliked, ar reizhkredourien hag ar brotestanted.

  • Un dave da Vohammed eo ar ger "profed" el levrioù a denn d'an islam, .
  • The Prophet "Ar Profed" a zo ivez titl ul levr skrivet gant ar skrivagner libanat Kahlil Gibran (1883-1931).
  • "Ar Brofeded" (arabeg أنْبياء [anbiyā'], unander : نبيّ [nabīy], "profed") eo titl sourad XXI ar C'horan.

Profeded ar yuzevegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Profeded ar gristeniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jezuz Nazaret zo ur profed gant an islam, nemet gant ar gristenien ez eo "Gwir Doue ha Gwir den", eil person an Dreinded, Jezuz ar C'hrist, da lavarout eo an hini olevet, an Emmanouel hag ar Mesiaz hirc'hortozet gant diouganerien (pe brofeded) an Testamant Kozh.

En Testamant Nevez, en Aviel, e kaver anv dre veur a wech eus Yann-Vadezour, ha lavaret e vez ur profed anezhañ : ur wech e lavar Lukaz (II- 36-38) eus ar brofedez Hannah (Anna) ha hi un intañvez kozh o prezegenniñ e-barzh Templ Jeruzalem diwar-benn Jezuz-Krist.

Meur a wech e vez kaoz eus profeded dizanv : hervez ar gristenien o dije bet resevet donezonoù ar Spered santel.

Pa vez kaoz eus profeded all eo eus re an Testamant Kozh e vez kaoz.

Profeded an islam

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er penn-kentañ e kaver Mohammed, a lavar eo-eñ "siell ar profeded", ar profed diwezhañ neuze, p'en deus lakaet ar C'horan da vezañ diskuliet.

N'eus nemet 25 profed ha roet o anv er C'horan. En ur hadith (bomm-lavar Mohammed pennaouet goude e varv) eo bet meneget ez eo bet ur profed evit pep pobl ha 124 000 en holl. Ada eo bet an hini kentañ ; Noe, Abraham, Moizez ha Jezuz eo bet ar re veur a-raok Mohammed.
Meur a rasûl (rasoul, "kannad") zo meneget er C'horan ivez, en o zouez patriarked ha n'int ket gwelet evel profeded er Bibl.

Er sourated XXI (Ar Brofeded), IV (Ar maouezed), et III (`Imran) eo bet meneget profeded e roll an "dud reizh" (الصَّالِحِين [aṣ-ṣāliḥīn]).

Ar profed Mohammed o tegemer lavar an doue digant an arc'hael Jibril (Gabriel) — Garskeudenn, 1307.
Ada (profed) (III; 33)
(آدم [ādam])
Enok (XXI; 85)
(إدريس [idrīs], Idrîs)
Noe (VII ; 61)
(نوح [nūḥ], Nuh)
Abraham (XIX ; 41)
(إبراهيم [ibrāhīm], Ibrâhîm)
Ismael (IV ; 163)
( إسماعيل [ismā`īl], Ismâ`îl)
Lot (XXVI ; 162)
(لوط [lūṭ], Lût)
Izaak (XXXVII ; 112)
(إسحاق [isḥāq], Ishâq)
Yakob (IV ; 163)
(يعقوب [ya`qūb], Ya`qûb)
Jozef (XII)
(يوسف [yūsuf], Yûsuf)
Moizez (VII ; 104)
(مُوسَى [mūsā], Mûsâ)
Aaron (IV ; 163)
(هارون [hārūn], Hârûn)
Job (IV ; 163)
(أَيّوب [ayyūb], Ayyûb)
Jonaz (XXXVII; 139)
(يونس [yūnas], Yûnas)
Salaun (IV ; 163)
(سُلَيْمان [sulaymān], Sulaymân)
David (IV ; 163)
(داوود [dāwūd], Dâwûd)
Iliaz (XXXVII ; 123)
(إِلْيَاس [ilyās], Ilyâs)
Elize (VI; 86)
(اليَسَعَ [al-yās`a], al-Yâs`a)
Ezekiel (XXI; 85)
(ذَو الكِفْل [δū'l-kifl], Dhû'l-Kifl)(
  • Meneget evel profeded en Testamant nevez nemetken :
Zakaria (tad da Yann-Vadezour) (XXI; 89)
(زَكَرِيَّا [zakarīyā])
Joachim (III)
(عمران [`imran], `Imran)
Yann-Vadezour (III; 39)
(يحْيى [yaḥyā], Yahyâ)
Jezuz Nazaret (III; 49)
(عِيسى [`īsā], `Isâ)
  • Profeded arab a zo, un nebeud anezho meneget er Bibl, ha pep hini a zo bet profed evit ur meuriad arab.
Hûd profed an `Aded (VII; 67)
(هود [hūd])
Jethro profed ar Vadianed (VII; 85)
(شُعَيْب [šu`ayb],: Chu`ayb)
Sâlih profed an Thamûd (VII; 73)
(صالح [ṣāliḥ])
  • Setu amañ stad ar profed Mohammed en islam :

 Mohammed eo an hini diwezhañ. Pep profed a zo bet skarzhet eus e gumuniezh ha distrujet eo bet homañ gant Doue... Biskoazh n'hon eus kastizet ur bobl a-raok m'hor bije kaset ur profed dezhi. Koran (XVII ; 15)

Un nebeud profeded all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]