Svalbard
Anv annezidi | svalbardianer, svalbardianar |
---|---|
Yezh ofisiel | norvegeg |
Kevandir | Europa |
Stad | Norvegia |
Kêr-benn | Longyearbyen |
E tiriad | Norvegia |
Gwerzhid-eur | Central European Time |
War ribl | Mor Norvegia |
Lec'hiadur | Meurvor skornek Arktika |
Daveennoù douaroniel | 78°9′25″N 15°51′51″E |
Poent uhelañ | Newtontoppen |
Renad politikel | parliamentary system |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Governor of Svalbard |
Penn an aotrouniezh | Kjerstin Askholt |
Moneiz | Norwegian krone |
Statud gladel | Tentative World Heritage Site |
Douaroniezh an danvez | geography of Svalbard |
Istor | history of Svalbard |
Rummad tost | Category:Svalbard-related lists |
Ekonomiezh an danvez | economy of Svalbard |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Svalbard |
Svalbard a zo un enezeg e Meurvor Arktika, er c'hornog da Douar Franz-Josef, en norzh da Europa, hanter-hent etre Norvegia ha Penn-ahel an Norzh. Emañ an inizi-se etre 74º ha 81º ledred norzh hag etre 10º ha 32° hedred reter. Stag eo an enezeg ouzh Rouantelezh Norvegia. Teir enezenn a zo tud o chom warno : Spitsbergen, an hini vrasañ, Bjørnøya ha Hopen. Longyearbyen eo ar gêr vrasañ hag ar gêr-benn. Gant Emglev Svalbard, sinet e 1920, e voe anavezet riegezh Norvegia war an enezeg, ha dont a reas en he c'herzh e 1925, met bez' ez eo c'hoazh unan eus ar pevar ziriad er bed a zo anavezet o statud arbennik gant emglevioù etrebroadel. Gwechall e veze anvet an holl enezeg Spitsbergen (Spitzberg e galleg) diwar anv an enezenn vrasañ. Spitsbergen a zo evit "menez pikerniet".
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marteze e oa bet kavet inizi Svalbard gant ar Vikinged en XIIvet kantved pa'z eus anv eus Svalbard (= riblenn yen) er sagaoù hennorvegeg, met lod a soñj e c'hell bezañ ur riblenn yen all, evel enez Jan Mayen pe ar Greunland.
En ur doare suroc'h e c'heller tennañ kont eus ar gavadenn graet gant an ergerzher izelvroat Willem Barents e 1596. Er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved e voe korvoet Enez Spitsbergen evel un annez etrebroadel evit ar balmumeta ken ez eas da get balum ar Greunland. Gant listri Izelvroiz, an Daned, Breizhveuriz, ar C'hallaoued ha Norvegiz e voe chaseet ar balumed ha 60 000 anezho gant Izelvroiz hepken.
E bae Madalen (Magdalenefjorden), ul lec'h brav-eston e Norzh Enez Spitsbergen, e kaver un toullad bezioù chaseourien balumed hag ur monumant bihan e koun Euskariz marvet eno. Anv Santez Madalen a vefe bet roet d'ar fjord en o enor.
Ul lec'h evit mont da ergerzhout Arktika eo bet ivez p'emañ e kreiz Meurvor Arktika.
E 1839 un ergerzhadeg skiantel gall renet gant Joseph Paul Gaimard (1796-1858) a yeas betek ar Svalbard war ar gorvetenn La Recherche. War vourzh al lestr e oa al livour François Auguste Biard (1798-1882) ha danvez e wreg, ar skrivagnerez Léonie Thévenot d'Aunet. Livet ez eus bet un toullad taolennoù diwar-benn ar Svalbard ha Bro ar Samied gant François Auguste Biard. Enbannet eo bet danevell veaj Léonie D'Aunet, Voyage d'une femme au Spitzberg, e ti Hachette e 1855. Roet eo bet anv La Recherche d'ur fjord war enezenn Spitsbergen (Recherchefjorden war Wedel Jarlsberg Land).
Kalz ergerzherion a loc'has eus Ny-Ålesund e deroù an XXvet kantved (Roald Amundsen, Umberto Nobile, Lincoln Ellsworth, an amiral Byrd war-du pennahel an Norzh pe pelloc'h. E 1926 e kuitaas aerlestr Amundsen ha Nobile, an Norge, Ny Ålesund evit tizhout an Alaska. Daou vloaz war-lerc'h e klaskas Nobile ober memes beaj gant an Italia. Kollet e voe. Amundsen hag e skipailh a varvas o vont d'e glask. Nobile a voe adkavet goude...
E deroù an XXvet kantved e krogas embregerezhioù eus meur a vro da gleuziañ mengleuzioù glaou. Gant ar "Feur-emglev o tennañ da Spitsbergen" sinet e 1920 e voe anavezet riegezh Norvegia, met gant gwirioù bevennet. Chom a rae pep a stal gorvoiñ evel m'emaint (mengleuzioù glaou peurvuiañ) ha ne oa ket aotreet da Norvegia da staliañ he lu.
Krediñ a ra da lod istorourien eo bet roet Svalbard da Norvegia evit he zrugarekaat p'he doa stourmet taer war vor a-enep d'an Alamaned e-doug ar Brezel-bed kentañ ha kollet un toullad bras a dud ha listri ganti.
Hiziv ne chom nemet mengleuzioù glaou norvegat ha rusian. E 2008 eo bet krouet ur gwarez danzouar evit hadoù ar bed.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]13% a lec'hioù goloet a van, 27% a reier moal, 60% a skornegi a d'ober ar Svalbard. An hin a zo pennahelel rust, hini un dezerzh yen. Etre 200 ha 300 mm glav ar bloaz. Gwrez keitat : etre -4°C ha 6°C e miz Gouhere ; -16°C betek -30°C e miz Genver. Newtontoppen (1 713 m) eo al lec'h uhelañ.
Evned a gaver kalzik (ouzhpenn 160 spesad). Chom a ra un nebeud balumed. Reuniged a zo niverus keñveriet gant ar c'holeoù-mor bet chaseet kalz d'ur mare zo bet (etre 500 ha 2 000). Ouzhpenn ar arzhed gwenn, loen arouezel ar Svalbard, e kaver lern arktek ha kirvi-erc'h (war dro 10 000).
Estreget Longyearbyen ez eus tri lec'h war Enez Spitsbergen ma kaver tud a-hed ar bloaz : Barentsburg, 400 annezad, ur vengleuz glaou perc'hennet gant Rusianed; Pyramiden, gant un nebeud Rusianed (un eizh bennak); ha Ny-Ålesund, gant 130 skiantour a 15 bro e-kerzh an hañv ha 30 a-hed ar bloaz. Krouet eo bet ar gêriadenn e 1916 gant Kings Bay Kull Compani. Betek 1963 e oa ur vengleuz glaou eno. Serret voe da-heul un toullad tarzhadennoù a lazhas mengleuzerien. Bremañ ez eo ur greizenn skiantel etrebroadel. Bez' e vefe ar gêriadenn dostañ ouzh penn-ahel an Norzh (79°N) gant annezidi a-hed ar bloaz.
Ma kendalc'h ar vorskorneg da gilañ, ma c'hell al listri bras tremen hañv-c'hoañv dre an Norzh evit tizhout ar Meurvor Habask, ma teu aesoc'h mont da glask ar petrol hag ar gaz a zo dindan ar mor tro-dro da Svalbard, e cheñcho mik pouez ekonomikel an enezeg hag he dremm.
Enez Bouvet · Jan Mayen · Douar ar Rouanez Maud · Enez Pêr Iañ · Svalbard |