Ny-Ålesund

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwel eus Ny-Ålesund.

Unan eus an nebeud lec'hioù annezet a-hed ar bloaz eus Enez Spitsbergen eo Ny-Ålesund. War ribl ar c'hKongsfjorden (78,56°N, 11°56 R) emañ. Bez' eo unan eus al lec'hioù annezet tostañ eus pennahel an Norzh. Ma n'eo ket an hini tostañ… Gellout a reer mont di gant listri bras a-walc'h.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet eo bet ar gêriadenn e 1916 gant Kings Bay Kull Company. Betek 1963 ez eus bet ur vengleuz glaou eno. Serret eo bet ar bloaz-se da-heul un toullad tarzhadennoù a lazhas mengleuzerien (unan warn-ugent a voe lazhet gant an hini ziwezhañ).

Ur greizenn skiantel etrebroadel eo bremañ. 130 skiantour a bemzek bro a labour e Ny-Ålesund e-kerzh an hañv. Tregont den a chom a-hed ar bloaz.

Kalz ergerzherien a loc'has eus Ny-Ålesund evit klask tizhout ar pennahel. E 1926 e kuitaas aerlestr Roald Amundsen hag Umberto Nobile, an Norge, alese evit mont da Alaska. Gwelet a reer du-hont bepred ar wern a servijas da eren al lestr. Daou vloaz war-lerc'h e klaskas Nobile ober ar memes beaj gant an Italia. Kollet e voe. Mervel a reas Amundsen hag e skipailh o vont d'e glask. Adkavet ha saveteet e voe Nobile goude...

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.