Mont d’an endalc’had

Longyearbyen

Eus Wikipedia
Kreiz kêr Longyearbyen

Un 2000 annezad bennak enni, Longyearbyen eo kêr vrasañ Svalbard.

Bet krouet e penn kentañ an XXvet kantved abalamour d'ar mengleuzioù glaou. Dont a ra anv ar gêr diwar anv John Munroe Longyear, perc'henn amerikan an Arctic Coal Company a grogas da dennañ glaou eus douar ar Spitsbergen e 1906. N' eus nemet ur vengleuz, an niverenn 7, 15 km eus kêr, o produiñ glaou bepred.

Kêr-benn Svalbard eo. Eno e kaver ar gouarnour. E Longyearbyen ez eus mirdioù, stalioù, ostalerioù (troiadoù a vez aozet e-kerzh an hañv hag e-kerzh ar goañv zoken gant motoioù-erc'h pe stlejelloù gant chas), un iliz (Svalbard Kirke), bet savet da gentañ e 1920 hag adsavet goude an Eil brezel bed.

Distrujet eo bet an darn vrasañ eus ar gêr gant ar Morlu Saoz e-kerzh ar brezel-se e 1941. An annezidi a voe kaset kuit d'an 3 a viz Gwengolo 1941 ha bombezennet eo bet ar gêr goude gant an Alamaned. Ne chom ket kalz tra eus ar gêr gozh. Roud eus ar mengleuzioù a chom daoust dezho bezañ serret war-bouez unan. Skiantourien a gaver e Longyearbyen evel e Ny Alesund rak pouezus-kenañ eo studiañ ar broioù arktek e-keñver amzer dremenet ar bed hag e dazont. An hin a levezon kalz an doare da sevel an tiez. Brav ha gouez eo ar vro tro-dro.

Levr hentañ Norvège Lonely planet, embannadur 2011.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.