Spitsbergen
Rann eus | Svalbard |
---|---|
Kevandir | Europa |
Stad | Norvegia |
Kêr-benn | Longyearbyen |
E tiriad | Svalbard |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00 |
War ribl | Mor Greunland |
Lec'hiadur | Svalbard |
Daveennoù douaroniel | 78°45′0″N 16°0′0″E |
Poent uhelañ | Newtontoppen |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Spitsbergen |
Spitsbergen eo enezenn vrasañ enezeg Svalbard ledet etre 74° ledred (Bjørnøya) ha 81° (Norzh enez Nordaustlandet).
Bet eo bet ul lec'h pouezus evit chaseal ar balumed abaoe ar XVIIvet kantved (Magdalenefjorden) betek ar mare ma voe lakaet un harz da lazhadeg ar spesad. Mengleuzioù glaou a oa bet digoret war Spitsbergen e penn kentañ an XXvet kantved. Div a ya c'hoazh en-dro war an enezenn : ar vengleuz n°7 e-kichen Longyearbyen ha hini Svea Nord. Aour a vefe e douar Svalbard ha petrol ha gaz dindan ar mor tro-dro. Ma kendalc'h an hin da gemm e teuio aesoc'h mont d'o c'hlask. Gellout a raio kemm ivez neuz Svalbard, Sptisbergen hag he c'hêr-benn Longyearbyen.
Pevar lec'h annezet a-hed ar bloaz zo war an enezenn : Longyearbyen (war dro 2000 a dud), Barentsburg (war dro 400) ; Pyramiden (un eizh bennak) ha Ny Alesund (30 ha war dro 130 e-kereh an hañv).
An hin zo hini un dezerzh arktek. Man, reier moal ha skornegi a gaver war Spitsbergen evel er peurrest eus Svalbard