Sionouriezh
Neuz
(Adkaset eus Sionegezh)
Ar sionouriezh, pe sionegezh, eo ar soñj diazezet war un trivliad broadel e-touez ar Yuzevien, lakaet da vroadelouriezh gant lod, da ideologiezh dieubiñ gant lod all, e rank ar Yuzevion distreiñ da Israel, gwelet evel ur greizenn vroadel pe stadel, Eretz Israel.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar anv Menez Sion eo e teu ar ger "sionouriezh".
Serc'hed Sion (חובבי ציון, "Hovevei Tsion") zo ur gevredigezh yuzev eus dibenn an XIXvet kantved a embanne e oa poent distreiñ da zouar Israel gozh kent amzer krouidigezh wirion ar sionouriezh.