Y Rhiw
Neuz
(Adkaset eus Rhiw)
Y Rhiw [1] (Rhiw, hep ar ger-mell, e saozneg) zo ur gêriadenn en hanternoz Kembre, e kornaoueg kontelezh Gwynedd, en arvor mervent Ledenez Llŷn, un 2 km bennak er reter da gêr Aberdaron.
Tuchennoù ha menez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre div duchenn Creigiau Gwineu (242 m) ha Clip y Gylfinir (270 m), emañ Y Rhiw.
En hanternoz dezhi emañ Menez Rhiw.
Savadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar genkiz Plas yn Rhiw
Tud ar Rhiw
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude en em dennet diwar e labour person ploue Aberdaron e 1978, e teuas ar barzh R. S. Thomas da dremen e vloavezhioù diwezhañ er Rhiw, evel a zo meneget en e levr-eñvorennoù, Neb.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Enwau Cymru; Cymru, Map yn y Gymraeg, Cyhoeddiadau Stad, 1991 (kartenn Kembre hollgembraek)