Remington Rolling Block
Remington Rolling Block | |
---|---|
Ur fuzuilh Rolling Block, stumm Gevär m-1867, implijet gant arme Sveden | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare | Fuzuilh un-tenn |
Mont en-dro | Karget dre he c'hulasenn, sistem rolling block |
Munisionoù | .58 Berdan .50-70 Government .50-45 Carbine 12,7 × 45 mm R Pontificio 12,17 × 42 mm RF 12,17 × 44 mm R .45-70 .43 Spanish .43 Egyptian 10,15 × 61 mm R 8 × 58 mm R Danish Krag 8 × 50 mm R Lebel 11 mm Gras .303 British 7,65 × 53 mm Mauser .30-40 Krag .30-06 Springfield 7,62 × 54 mm R .30 Remington 7 × 57 mm Mauser 6,5 mm Daudeteau No. 12 .236 Remington 11 mm Danmark .56-50 Spencer |
Ijiner | Joseph Rider |
Produer | Remington Arms Company |
Mare produiñ | 1864 - 1916 |
Pouez ha muzulioù (hervez ar stummoù) | |
Mas | 4,200 kg |
Hirder | Etre 1.280 ha 1.350 mm |
Hirder ar c'hanol | Etre 910 ha 950 mm |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar Rolling Block zo ur rummad fuzuilhoù ha karabinennoù un-tenn karget dre o c'hulasenn, ijinet e 1864 gant Joseph Rider, ha produet betek 1916 gant an embregerezh stadunanat Remington. An holl anezhe o doa ur gulasenn morailhet gant ur wikefre rolling block, da lavaret eo ur bloc'h e ahel ar ganol hag a droe evit serriñ kambr ar gartouchenn[1]. Tennañ a rae ar Rolling Block kartouchennoù skoet war o zro da gentañ, met azasaet e voe evit ar munisionoù skoet en o c'hreiz diwezhatoc'h. Marc'hadmat ha fiziapl e oa[2]. Unan eus armoù-tan brudetañ fin an XIXvet kantved eo ar Rolling Block.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Re ziwezhat e voe krouet ar Rolling Block evit bezañ implijet da vare ar brezel diabarzh er Stadoù-Unanet, met servijout a reas e meur a vrezel er bed e fin an XIXvet kantved ha deroù an XXvet kantved, en o zouez ar brezelioù ameridian, ar brezel etre Rusia ha Turkia (1877-1878) pe brezelioù ar Stadoù-Unanet a-enep Spagn (1898) pe a-enep ar Filipinez (1899-1902). Sveden, Danmark, Norvegia pe Frañs a voe e-touez ar broioù a implijas fuzuilhoù Rolling Block en o armeoù. Ar Rouantelezh-Unanet a bourchasas skouerennoù anezho er bloavezhioù 1870 evit an arme egipsian.
E Frañs e voe implijet stummoù ar Rolling Block e-pad ar brezel a-enep Prusia (1870-1871). Pa darzhas ar Brezel-bed Kentañ e 1914, Bro-C'hall a urzhias un nebeud miliadoù a Rolling Block kambret e 7 × 57 mm Mauser digant Remington. E miz Du 1914, o welet e oa bet kollet kalz armoù en emgannoù hag e oa ar brezel o vont da badout, an arme c'hall a urzhias 100.000 fuzuilh Rolling Block kambret e 8 mm Lebel digant Remington. Roet e voent da soudarded an adreñv evit ma c'hallje ar fuzuilhoù-tennata Lebel modernoc'h bezañ pourvezet d'ar soudarded a oa war al linennoù kentañ. E 1916 he doa resevet Frañs an holl Rolling Block urzhiet. Ar re ziwezhañ produet gant Remington e voent. An arm a servijas c'hoazh en un nebeud brezelioù er bed er bloavezhioù 1920 ha 1930.
Unan eus an armoù implijetañ e voe evit distruj poblañsoù bizoned Norzhamerika er bloavezhioù 1870 ha 1880, asambles gant ar fuzuilhoù Sharps[2].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) LAYMAN George, The All New Collector's Guide to Remington Rolling Block Military Rifles of the World, Andrew Mowbray Publishers, 2010, 240 p., ISBN 9781931464451
- (fr) MOURET Philippe, Les Remington-Rolling Block dans l'armée française, Crépin-Leblond, 2023, 134 p., ISBN 9782491741341
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) HAWKS Chuck, The Remington No. 6 Rolling Block Rifle, war lec'hienn an aozer (lennet d'an 09/10/2024)
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) HAWKS Chuck, Remington No. 1 Rolling Block Rifles, war lec'hienn an aozer (lennet d'an 09/10/2024)