Mont d’an endalc’had

Lebel (fuzuilh)

Eus Wikipedia
Fusil Modèle 1886


Ur fuzuilh "Modèle 1886" pe Lebel
Kinnig
Bro Frañs Frañs
Doare Fuzuilh
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 8 × 50 mm R (adanvet 8 × 51 mm R abaoe 2015 evit chom hep droukveskañ gant an 8 × 50 mm Mannlicher)
Produerien Manufacture d'Armes de Châtellerault
Manufacture d'Armes de Saint-Étienne
Manufacture d'Armes de Tulle
Mare implij 1886–1920 (Bro-C'hall)
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 4,180 kg
Mas (karget) 4,415 kg
Mas (karget, gant he baionetez) 4,890 kg
Hirder 1 307 mm (1 825 mm gant he baionetez)
Hirder ar c'hanol 800 mm

Hed-tenn pleustrek 250 m
Tizh mont e-maez ar boledoù Etre 632 ha 840 m/s hervez ar gartouchenn
Endalc'h 10 kartouchenn en holl : 8 er c'harger korzennek + 1 en ajell + 1 er gambr
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D2 (munision e rummad C)

Ar fuzuilh Lebel, pe Fusil modèle 1886 hervez e anv ofisiel e galleg, a oa bet dibabet gant an Arme c'hall e miz Mae 1887 da gemer plas ar fuzuilh Gras Modèle 1874.

Brastresoù ar fuzuilh Lebel hag he sistem pourveziañ Kropatschek.

Brudet eo evit bezañ bet arm-skoaz diazez an droadeien c'hall e-pad ar Brezel-bed Kentañ, e-kichen ar fuzuilhoù Berthier. Implijet e oa bet un tamm da vare an Eil Brezel-bed, ha goude-se e brezelioù didrevadenniñ kreiz an XXvet kantved e-lec'h ma veze roet d'ar strolladoù a stourme asambles gant an arme c'hall. Lesanvet e voe ar fuzuilh gant anv unan eus an ofiserien a gemeras perzh er bodad-labour evit he sevel, ar c'horonal Nicolas Lebel, komandant kamp Châlons (e Mourmelon) e-lec'h ma voe kaset an amprouennoù[1].

Gellet a rae an arm bezañ pourveziet gant 10 kartouchenn kalibr 8 × 50 R mm (8 er c'harger, 1 en ajell, 1 er gambr)[2]. Ar fuzuilh Lebel a oa an hini gentañ er bed oc'h ober gant kartouchennoù enne poultr hep moged poultr B », savet diwar nitroseluloz). A-drugarez d'an nevezenti-mañ e oa bet uhelaet a-galz tizh hag hed-tenn pleustrek an armoù-tan[3].

Pa zeuas ar Jeneral Boulanger da vezañ Ministr ar Brezel d'ar 7 a viz Genver 1886 e c'houlennas groñs e vefe kinniget dezhañ ur patrom fuzuilh nevez evit an arme a-benn ar c'hentañ a viz Mae war-lerc'h. Pimpatromoù a voe savet er Manufacture d'Armes de Châtellerault evit enbarzhiñ div ijinadenn : ar c'hargañ dre ur gorzenn dindan ar c'hanol, anavezet abaoe un ugent vloaz bennak er fuzuilhoù Henry stadunanat, hag ar poultr hep moged ijinet e 1884 gant ar Gall Paul Vieille. Amprouet e voe anezhe e kamp Châlons hag e-touez unvezioù eus an arme. D'an 22 a viz Ebrel 1887 e voe anvet ar patrom diwezhañ Modèle 1886 ha goulennet ur milion ar skouerennoù anezhañ gant Ministrerezh ar Brezel er bloavezh kentañ.[3]

En holl e voe savet ouzhpenn 3 500 000 skouerenn eus ar fuzuilh etre 1887 ha 1920 (daou vilion anezhe a-raok ar Brezel-bed Kentañ) e uzinoù armoù Châtellerault, Saint-Étienne ha Tulle.

Ur soudard gall oc'h en em stlejañ en ur foz-brezel, e fuzuilh Lebel gantañ en e zorn, Emgann an Dardanelloù, 1915

Implijet e voe ar fuzuilh Lebel evit ar wech kentañ e fuzuilhadeg Fourmies d'ar c'hentañ a viz Mae 1891, e-lec'h ma voe lazhet gant an arme 9 den e-touez manifesterien. Er gelaouenn L'Illustration embannet d'an 9 a viz Mae e lenner e c'halle ar fuzuilh nevez "treuziñ tri pe pevar den da heul ha lazhañ anezhe"[4].

Implijet e voe ar fuzuilh goude da vare Emsavadeg ar Vokserien e Sina e 1900-1901 pe en emgann Tit a-enep d'an Douareged e 1902. Kalz troadeien c'hall a veze pourveziet ganti da vare ar Brezel-bed Kentañ[3].

Paouez a reas produerezh ar fuzuilhoù Lebel e 1920 met kempennet e voent betek 1937 e uzin armoù Tulle[1]. E 1957 e voe fardet ar munisionoù diwezhañ evit an arm, ha 10 000 skouerenn a oa e servij da vare brezel Aljeria.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1 2 (fr) Henri Vuillemin, e Gazette des Armes Hors Série n°2 : La grande aventure des fusils réglementaires français 1866-1936, 1996, p.63
  2. (fr) Pierre BREUVART, Tirer au Lebel, Cibles n°575, miz C'hwevrer 2018, pp 70-77
  3. 1 2 3 (fr) Le fusil de 8 mm modèle 1886 et 1886M93 war lec'hienn ArmesFrancaises.free.fr (lennet d'an 01/02/2024)
  4. (fr) Pellgarget enlinenn war lec'hienn L'Armarium d'an 01/02/2024
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan