Mont d’an endalc’had

Manufacture d'Armes de Châtellerault

Eus Wikipedia
Atalier Bras al labouradeg, savet e 1867 - 1868

Ar Manufacture d’Armes de Châtellerault (Labouradeg Armoù Châtellerault), anvet alies MAC e bed an armoù, pe La Manu gant tud ar vro, a oa un embregerezh-Stad gall diazezet e departamant ar Vienne hag a zo bet produet armoù ennañ eus 1819 betek 1968.

Krouet e voe al labouradeg roueel armoù e Châtellerault e 1819 a-drugarez d’un ordrenañs sinet gant Loeiz XVIII, roue Frañs. Choazet e voe ar gêr evit meur a abeg. Pell e oa diouzh harzoù ar vro, ha savet e oa war ar Vienne, a oa un ahel treuzdougen a-bouez[1]. Kontilli a veze produet er gêr abaoe pell ‘zo ivez, hag aesoc’h e oa neuze kavout micherourien gante skiant-prenet war ar sevel armoù[2].

Siminalioù al labouradeg

Kregiñ a reas al labouradeg da broduiñ armoù gwenn da gentañ, evel ar sabrenn varc'hegerezh skañv Stumm 1822[2]. Ur c’hant bennak a dud a laboure eno e 1831, ha-int lesanvet ar Manuchards. Er bloavezhioù 1850 e krogjod da sevel armoù-tan enni. Adalek 1886 e voe produet er MAC ar fuzuilhoù Lebel, a voe arm standart an droadeien c’hall da vare ar Brezel-bed Kentañ. War-dro 300.000 skouerenn anezhañ a veze fardet eno bep bloaz e dibenn an XIXvet kantved[1]. Etre 1891 ha 1895 e voe produet 500.000 fuzuilh Mosin-Nagant evit Impalaeriezh Rusia ivez. Kanolioù evit ar fuzuilhoù-mindrailher Chauchat a veze savet er MAC ivez. E 1916 e laboure ouzhpenn 7.000 den eno[2].

E 1937 e chomas a-sav produerezh an armoù-gwenn[2]. Ar fuzuilh-vindrailher FM 24/29 krouet er MAC a voe implijet e-pad an Eil Brezel-bed. Seizet e voe al labouradeg gant an Trede Reich etre 1940 ha 1944 evit produiñ armoù-tan evit ar Wehrmacht[1]. Goude ar brezel e voe produet eno armoù standart an arme c’hall hag a voe implijet da vare brezelioù Indez-Sina pe Aljeria, evel ar bistolenn MAC 50 pe ar vindrailherez AA 52[2]. Evit liesaat e broduerezh e krogas ar MAC da sevel fuzuilhoù-chase e 1947 ha pezhioù karbedoù milourel e 1956[2].

E 1961 e kemennas ar gouarnamant gall e vije serret al labouradeg abalamour d’an niver a armoù re uhel produet e Frañs d’ar poent-se[1]. 1.700 den a laboure eno c'hoazh. Serriñ a reas ar MAC e miz Kerzu 1968[2]. Hiziv-an-deiz ez eus bet krouet lec’hioù sevenadurel en he flas. Miret eo bet an div siminal brikennoù ruz a zo e-touez savadurioù brudetañ kêr Châtellerault[3].

Armoù bet produet er MAC

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (fr) BASTARD Franck, Châtellerault célèbre le bicentenaire de sa manufacture d'armes, La Nouvelle République, 12/09/2019 (lennet d'an 30/09/2024)
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 2,5 2,6 ha2,7 (fr) Laissez-vous conter la Manufacture d'Armes de Châtellerault, Pays d'Arts et d'Histoire du Châtelleraudais (pellgarget d'an 30/09/2024)
  3. (fr) Le site de la Manu à Châtellerault, war Grand Châtellerault Tourisme (lennet d'an 29/09/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan