Gras (fuzuilh)
| Fusil d'Infanterie Modèle 1874 | |
|---|---|
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Fuzuilh |
| Mont en-dro | Un-tenn, karget dre he c'hulasenn, dre vorailh |
| Munisionoù | 11 mm Gras 8 mm Lebel |
| Produerien | Manufacture d'Armes de Châtellerault Manufacture d'Armes de Saint-Étienne Manufacture d'Armes de Tulle Steyr |
| Mare implij | 1874–1886 (Bro-C'hall) |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas | 4,200 kg |
| Hirder | 1.310 mm |
| Hirder ar c'hanol | 795 mm |
| Hed-tenn pleustrek | 200 m |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 454 m/s |
| Endalc'h | Fuzuilh un-tenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | D |
Ar fuzuilh Gras, pe hervez hec'h anv ofisiel Fusil d'infanterie modèle 1874, e oa ar fuzuilh gentañ implijet gant arme Bro-C'hall a rae gant kartouchennoù metal, an 11 mm Gras.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ar brezel e 1870 e tibabas Prusia ar fuzuilh Mauser 1871 evit hec'h armeoù. Homañ a oa kambret evit kartouchennoù nevez-savet e metal penn-da-benn, pa oa ar Chassepot gall oc'h ober gant kartouchennoù paper c'hoazh[1]. Diwar atiz ar c'horonal gall Basile Gras e 1874 e voe adkambret fuzuilhoù Chassepot evit ur gartouchenn vetal nevez, skoet en he c'hreiz, enni poultr du hag ur vannadell 11 mm. 170.000 skouerenn eus ar Chassepot a voe kemmet evel-se, hag e voent anvet Modèle 1866-74[2].
2.250.000 skouerenn all nevez a voe savet gant ar MAS dindan an anv Modèle 1874[2]. Ur c'hemm a voe degaset e toull-skarzhañ ar gazoù goude darvoudoù-tennañ e 1880 (stumm M80)[1]. En diskar-amzer 1914 e oa re izel an niver a fuzuilhoù Lebel evit pourveziañ holl soudarded Frañs da vare ar Brezel-bed Kentañ. Divizet e voe neuze adkambriñ fuzuilhoù Gras evit ar c'halibr 8 mm Lebel[2]. Roet e voent da soudarded an adreñv dreist-holl.
Daou stumm berroc'h eus ar Gras a voe savet evit ar c'hanolierezh hag ar marc'hegerezh.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) HUON Jean, Le fusil Gras et les campagnes de la IIIème République, Éditions du Brévail, 336 p. ISBN 9782491741075
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) Le fusil d'infanterie de 11 mm GRAS, modèle 1866-74, modèle 1866-74 M80, modèle 1874 et modèle 1874 M80 war Armes Françaises (lennet d'ar 15/09/2024)
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 (fr) Fusil modèle 1874 M 80/M 14 « Gras » d’infanterie, war lec'hienn Mémorial de Verdun - Champ de Bataille (lennet d'ar 15/09/2024)
| |||||||||||||||||||||||