Manufacture d'Armes de Tulle
Ar Manufacture d'Armes de Tulle (Labouradeg Armoù Tulle), anvet alies MAT, a zo bet e-touez al labouradegoù-Stad armoù pouezusañ e Bro-C'hall betek dibenn an XXvet kantved, asambles gant reoù Saint-Étienne ha Châtellerault. Diazezet e oa e Tulle (departamant ar Corrèze).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1690 e voe treuzfurmet unan eus milinoù Tulle en un atalier evit sevel kanolioù fuzuilhoù. Peadra da sevel armoù a gaved nepell diouzh Tulle : dour evit lakaat ar mekanikerezhioù da vont en-dro, koad evit lammoù ha fustoù an armoù-tan, ha dir e mengleuzioù en Dordogne a-vremañ. Tamm-ha-tamm e kreskas an niver a atalieroù armoù er barrez. E 1777 e voent bodet diwar urzh Loeiz XVI hag anavezet evel ul Labouradeg Roueel[1].
En he barr e voe al labouradeg da vare ar Brezel-bed Kentañ, pa laboure 4.600 micherour etre he mogerioù[1]. Al labouradeg a oa c'hoazh implijerez kentañ al Limousin pa voe serret e 1990[2] abalamour da adaozadur industriezh an armoù e Frañs. Ur mirdi war an armoù a voe savet e 1979 e Tulle. Ennañ e vez kinniget armoù a bep seurt, savet er gêr pe get. Lod anezhe a vez prestet gant Mirdi an Arme e Pariz[3]. Pezh koshañ ar mirdi zo ur blatinenn-gailhastr savet e 1693 e Tulle, bet adkavet e-kichen New-York (Stadoù-Unanet)[4].
Armoù bet produet er MAT
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket klok ar roll-mañ. Kinniget eo an armoù produet en urzh kronologel.
- pistolennoù doare Ki-mor[4]
- pistolennoù Morlu Stumm 1779
- fuzuilhoù Chassepot
- fuzuilhoù Gras
- fuzuilhoù Lebel
- fuzuilhoù ha karabinennoù Berthier
- Fusil Automatique M1917
- pezhioù evit ar fuzuilhoù-mindrailher FM 24/29
- pistolennoù damaotomatek PA 35S (kanolioù ha riklerezioù)
- pistolennoù-mindrailher MAT 49
- fuzuilhoù-chase
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Manufacture d'Armes de Saint-Étienne
- Manufacture d'Armes de Châtellerault
- Manufacture d'Armes de Bayonne
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- CAYRE Yves, Histoire de la Manufacture d’armes de Tulle de 1690 à 1970, Tulle, MAT, 1973, 273 p.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) GIOVANNI Mathilde, Le musée des Armes de Tulle, war Détours en Limousin, 03/06/2016 (lennet d'an 18/09/2024)
- ↑ (fr) PHILIPPE Olivier, L’ancienne Manufacture d’armes de Tulle reste le garant de l’histoire ouvrière de la ville, e La Montagne, 22/07/2013 (lennet d'an 18/09/2024)
- ↑ (fr) Informations touristiques sur le musée des armes de Tulle, Annuaire Tourisme France (lennet d'an 18/09/2024)
- ↑ 4,0 ha4,1 (fr) À la découverte des collections du musée des armes, levrig da bellgargañ, 2017 (lennet d'an 18/09/2024)