Mont d’an endalc’had

Pistolet automatique modèle 1935S

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant Pistolet automatique modèle 1935A.
PA 35S
Skeudenn ar pennad Pistolet automatique modèle 1935S
Ur bistolenn PA 35S e Mirdi an Arme (Pariz)
Kinnig
Bro Frañs Frañs
Doare Pistolenn damaotomatek, un-ober
Mont en-dro Tennata dre argil berr ar c'hanol
Munisionoù 7,65 × 20 mm Long
Produerien Stumm PA35S
Manufacture d'Armes de Saint-Étienne
Stumm PA 35SM1
Manufacture d'Armes de Châtellerault
Manufacture d'Armes de Saint-Étienne (frammoù ha kargerioù)
Manufacture d'Armes de Tulle (kanolioù ha riklerezioù)
Manufacture d'Armes de Paris (kanolioù)
SAGEM (10.000 skouerenn a-bezh)
Mare produiñ 1937 - 1956
Niver produet 67.572
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 0,720 kg
Hirder 197 mm
Hirder ar c'hanol 109 mm
Perzhioù all
Tizh mont e-maez ar boledoù V0 345 m/s
Endalc'h Karger fiñv 8 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar PA 35S (PA evit Pistolet Automatique, Pistolenn Aotomatek), anvet Pistolet automatique modèle 1935S en ur mod ofisiel, zo ur bistolenn damaotomatek un-ober ijinet e Labouradeg Armoù Saint-Étienne hag implijet gant arme Bro-C'hall dreist-holl[1]. Servijout a reas war an tachennoù-emgann etre fin ar bloavezhioù 1930 hag ar bloavezhioù 1970.

Evel ar PA 35A eo ganet ar PA 35S diwar c'hoant arme Bro-C'hall da vezañ pourveziet gant un arm-dorn modernoc'h evit ar revolver Modèle 1892 goude ar Brezel-bed Kentañ. Soñjet e voe er bloavezhioù 1920 sevel ur bistolenn nevez kambret e 9 × 19 mm Parabellum, abalamour en doa diskouezet ar munision e efedusted etre 1914 ha 1918 e armoù evel ar Colt M1911 stadunanat hag al Luger P08 alaman. A-benn ar fin e prenas Frañs ur stock munisionoù 7,65 × 20 mm Long digant ar Stadoù-Unanet, ha daoust da wander ar gartouchenn-mañ e voe divizet implijout anezhi en armoù-dorn nevez[2].

Goude esaeoù e 1935 e voe kaset amprouennoù en arme c'hall gant meur a bistolenn. Div anezhe a voe dibabet : ar PA 35A savet gant an SACM, hag ar PA 35S ijinet er MAS. Ur mod e oa da adtapout dale Frañs war dachenn an armoù-dorn damaotomatek o klask produiñ muioc'h anezhe. Daoust da neuz damheñvel an div bistolenn, ne c'haller ket implijout pezh ebet eus unan evit lakaat war eben[3].

Produet e voe an arm e Saint-Étienne etre 1938 ha miz Even 1940. Goude ar brezel e voe degaset kemmoù d'al loc'henn-surentez. Ar stumm nevez, anvet PA 35SM1, a voe produet a-drugarez da genlabour meur a labouradeg betek 1956. Ouzhpenn 67.000 skouerenn eus an daou stumm a voe produet en holl[1].

Servijout a reas ar PA 35S en Eil Brezel-bed, e brezel Indez-Sina hag e hini Aljeria, memes ma voe kemeret he flas gant ar MAC 50 adalek 1950 tamm-ha-tamm .

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) BASTIÉ Jean-Pierre, Les armes réglementaires françaises en 7,65 Long - PA 1935 A & S, PM 1938, Crépin-Leblond, 2021, 208 p., ISBN 9782703004646

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 (fr) Le Pistolet automatique de 7,65 mm modèle 35S et 35SM1, war Armes Françaises (lennet d'ar 25/10/2024)
  2. (fr) Maître Luger, PA35A et PA35S – Le duo de pistolets français en 7,65 Long, Theatrum Belli, 21/03/2022 (lennet d'ar 25/10/2024)
  3. (fr) Le Pistolet automatique de 7,65 mm modèle 35A, war Armes Françaises (lennet d'an 18/09/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan