Mont d’an endalc’had

Pistolet automatique modèle 1935A

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant Pistolet automatique modèle 1935S.
PA 35A
Skeudenn ar pennad MAB PA-15
Ur bistolenn PA 35A
Kinnig
Bro Frañs Frañs
Mont en-dro Pistolenn damaotomatek, un-ober
Munisionoù 7,65 × 20 mm Long
Produer SACM (uzin Cholet)
Mare produiñ 1937 - 1950
Niver produet War-dro 85.000
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 0,730 kg
Hirder 197 mm
Hirder ar c'hanol 109 mm
Perzhioù all
Endalc'h Karger fiñv 8 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar PA 35A (PA evit Pistolet Automatique, Pistolenn Aotomatek), anvet Pistolet automatique modèle 1935A en ur mod ofisiel, zo ur bistolenn damaotomatek un-ober ijinet gant ar Suis Charles Petter, ha produet gant ar SACM[1] etre 1935 ha 1950 evit arme Bro-C'hall dreist-holl[2]. Servijout a reas war an dachenn etre fin ar bloavezhioù 1930 ha 1950.

E-pad ar Brezel-bed Kentañ o doa diskouezet ar pistolennoù damaotomatek evel ar Colt M1911 stadunanat hag al Luger P08 alaman bezañ talvoudus war an dachenn-emgann. Goude ar brezel e tivizas Frañs cheñch e revolverioù standart Modèle 1892 evit un arm-dorn damaotomatek nevez. E deroù ar bloavezhioù 1920 e voe dibabet da gentañ ar c'hartouchennoù 9 × 19 mm Parabellum evit o fourveziañ, abalamour e oa bet tapet kalz stokoù anezhe digant an Alamaned goude harz-brezel 1918. E 1922 e voe esaet un nebeud armoù kambret e 9 mm, met ne voe kemeret diviz ebet war un arm standart nevez.

Dont a reas ar Stadunaniz a-benn da werzhañ stokoù dreist munisionoù 7,65 × 20 mm Long d'an arme c'hall, a choazas anezhañ evel he c'hartouchenn standart nevez e kreiz ar bloavezhioù 1920. E 1935, ne oa ket bet choazet arm-dorn nevez ebet gant an arme c'hall c'hoazh. Amprouennoù nevez a voe kaset. Daou bimpatrom pistolennoù a voe choazet : unan savet gant ar SACM (PA 35A) hag unan all ijinet gant ar MAS e Saint-Étienne (ar PA 35S)[2]. Dibab daou arm war an dro a oa ur mod da adtapout dale Frañs war dachenn an armoù-dorn damaotomatek o klask produiñ muioc'h anezhe.

85.000 skouerenn eus ar PA 35A a voe produet etre 1937 ha 1950 e uzin SACM Cholet. En o zouez, 10.000 hepken a oa bet savet a-raok harz-brezel miz Even 1940. 23.850 a voe produet etre miz Here 1940 ha miz Ebrel 1944 evit ar Wehrmacht, a implijas anezhe dindan an anv Pistole 625(f). Ar peurrest a voe produet etre 1945 ha 1950, daoust d'ar bistolenn bezañ diamzeriet ha re wan he munisionoù e-keñver ar re broduet gant ar broioù all en Europa ha Norzhamerika er memes koulz[2]. Implijet e voe ar PA 35A da vare Brezel Indez-Sina[1]. Ar MAC 50 a gemeras plas ar PA 35A ha PA 35S en arme c'hall adalek 1950.

Ar SIG P210 zo bet savet diwar brevedoù ar PA 35A.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • '(fr)' BASTIÉ Jean-Pierre, Les armes réglementaires françaises en 7,65 Long - PA 1935 A & S, PM 1938, Crépin-Leblond, 2021, 208 p., ISBN 9782703004646

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 (en) WAHL Paul, Gun Trader's Guide, Thirteenth Edition, Stoeger Publishing Company, 1987, p. 58
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (fr) Le Pistolet automatique de 7,65 mm modèle 35A, war Armes Françaises (lennet d'an 18/09/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan