Revolver d'ordonnance modèle 1892

Eus Wikipedia
Revolver d'ordonnance modèle 1892
Skeudenn ar pennad Revolver d'ordonnance modèle 1892

Revolver d'ordonnance modèle 1892
Kinnig
Bro orin Frañs Frañs
Doare Revolver
Kalibr 8 x 27 mm
Saver Manufacture d'Armes de Saint-Étienne
Bloavezh krouidigezh 1892
Mare servij 1892 - 1965 (Bro-C'hall)
Niver produet Etre 200.000 ha 330.000 hervez orin an titouroù
Pouez ha muzulioù
Pouez (hep kartouchenn) 840 gram
Pouez (karget) 915 gram
Hirder 240 mm
Hirder ar c'hanol 117 mm
Perzhioù teknikel
Mont en-dro Revolver un ober / daou ober
Endalc'h Taboulin 6 tenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar revolver d'ordonnance modèle 1892 e oa arm-dorn standart an arme c'hall betek ma voe erlec'hiet gant ar pistolennoù damaotomatek MAS 1935 ha MAC 1950. Produet e veze gant ar Manufacture d'Armes de Saint-Étienne.

Istor ha teknik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ijinet e voe ar revolver-mañ diwar c'houlenn ar arme c'hall adalek 1885 evit kemer plas ar Modèle 1874.[1] Ur revolver SA / DA eo, kambret e 8 x 27 mm. Gwintet e vez an daboulin a-zehou diwar c'houlenn ar varc'hegerezh a implije anezhañ gant an dorn kleiz. Karrezennet eo ar plakennoù-lamm. Peder rizenn a-gleiz zo d'ar c'hanol. Difiñv eo ar viz hag ar vizerez. Implijout a ra ar sistem Abadie evit distegnañ ar c'hi hep tennañ.

Implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ar Modèle 1892 e voe pourveziet holl rannoù an arme c'hall, ar polis, an FFI, an harkied hag an ONF betek 1962 evit servijoù zo. Implijet e voe e brezelioù trevadenniñ Frañs, en daou vrezel-bed, e brezel Indez-Sina hag e brezel Aljeria.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Le revolver de 8 mm modèle 1892 war al lec'hienn Armesfrancaises.free.fr (lennet d'ar 06/03/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan