Mont d’an endalc’had

FM 24/29

Eus Wikipedia
Fuzuilh-vindrailher 24/29
Skeudenn ar pennad FM 24/29

Ur fuzuilh-vindrailher Modèle 1924/29 e Mirdi an Arme (Pariz)
Kinnig
Bro Frañs Frañs
Mont en-dro Fuzuilh-vindrailher damaotomatek / aotomatek
Mare krouidigezh 1920 - 1924
Munisionoù Stumm 24
7,5 × 58 mm
Stumm 24/29
7,5 × 54 mm
Produerien Manufacture d'Armes de Châtellerault
Pezhioù
Manufacture d'Armes de Tulle
Manufacture d'Armes de Saint-Étienne
Niver produet War-dro 190.000
Mare implij 1925 - 1979 (Arme Bro-C'hall)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 8,9 kg
Hirder 1.080 mm
Hirder ar c'hanol 500 mm
Perzhioù all
Lusk-tennañ 450 tenn/mn
Hed-tenn pleustrek 1.250 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 830 m/s
Endalc'h Karger-fiñv 25 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A
B (Stummoù neutralizet e damaotomatek)

An FM 24/29, anvet Fusil-mitrailleur 1924 modifié 1929 en ur mod ofisiel e Frañs, zo ur fuzuilh-vindrailher implijet gant an arme c’hall etre 1924 hag ar bloavezhioù 1970.

E deroù ar Brezel-bed Kentañ e oa bet savet e Frañs ar fuzuilh-vindrailher Chauchat evit pourvezañ an arme gant un arm aotomatek skañvoc’h evit ar mindrailherezioù evel an Hotchkiss 1914. Ijinet e oa bet ar Chauchat war ar prim e 1915, ha kalz sioù a oa gantañ[1]. Kambret e oa evit kartouchennoù 8 mm Lebel, dezhe ur bourled, hag a oa kudennek evit an armoù aotomatek. E 1921 e voe boulc’het ur programm reneveziñ armoù hiniennel ar vro. Divizet e voe implijout kartouchennoù modernoc’h gant ur greuzenn ha sevel ur fuzuilh-vindrailher nevez.

E 1923 e voe esaet pevar arm. Daou anezhe a oa pimpatromoù savet e Frañs (ar MAC 1923, gant ar Manufacture d’Armes de Châtellerault, hag ar MAS 1922 ijinet gant ar MAS e Saint-Étienne). Daou all a oa bet ijinet er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1910 : al Lewis Mark I hag ar Browning BAR 1918[2]. Goude an amprouennoù e voe choazet fuzuilh-vindrailher ar MAC, dindan an anv FM 1924. Kambret e oa evit ar c’hartouchennoù gall nevez 7,5 × 58 mm[1]. Met re heñvel e oa ar c’halibr-mañ ouzh ar 7,92 × 57 mm Mauser alaman, ha gwallzarvoudoù a c’hoarvezas pa veze implijet munisionoù tapet digant an Alamaned goude ar brezel. Divizet e voe cheñch kartouchenn neuze, ha savet e voe reoù nevez 7,5 × 54 mm[2]. Ar fuzuilhoù-mindrailher kambret evit ar gartouchenn nevez, kemmet o c’harger hag o c’hanol, a voe anvet FM MAC 24/29 (evit ar bloavezh 1929), ha kemer a refont plas ar stumm kozh FM 1924.

Kouch an FM 24/29, ha eñ reoliek etre 200 ha 2.000 metr, a zo a-gleiz d'ar c'hanol abalamour e vez lakaet ar c'harger 25 kartouchenn en un toull war nec'h an arm. Ur pezh a c'hall bezañ lakaet war toull ar c'harger evit gwareziñ anezhañ diouzh al loustoni a c'hallfe mont e-barzh. An daou vod damaotomatek hag aotomatek a vez dibabet gant daou zraen disheñvel. Ur c'huzh-tan hag un daoubez zo e beg ar c'hanol.

Ur stumm all anvet FM 24/29 D a voe savet ha lakaet e savadurioù-digenn al linenn Maginot. Tennet e oa bet e zaoubez, ponneroc'h e oa e ganol, ha soñjet e oa bet evit implijout ar c'hartouchennoù 7,5 × 54 mm stumm D, a oa ponneroc'h o boledoù[3].

Implijet e voe da gentañ gant an arme e 1926 e Maroko, da vare brezel ar Rif. Servijout a reas goude e deroù an Eil Brezel-bed hag e brezelioù Indez-Sina hag Aljeria. An AA 52 a gemeras he flas tamm-ha-tamm er bloavezhioù 1960[2].

  1. 1,0 ha1,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 251
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (fr) Le fusil-mitrailleur de 7,5 mm modèle 1924 et modèle 1924 M29, war Armement Réglementaire Français (lennet d'an 09/09/2024)
  3. '(fr)' Le fusil-mitrailleur de 7,5 mm modèle 1924 (D) et modèle 1924 M29 (D), war Armement Réglementaire Français (lennet d'an 09/09/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan