Mont d’an endalc’had

AA 52

Eus Wikipedia
Arme Automatique Transformable Modèle 52


Ur vindrailherez AA 52 montet war ur c'harr eus an arme c'hall.
Kinnig
Bro Frañs Frañs
Doare Fuzuilh-vindrailher ha mindrailherez (hervez ar stumm) aotomatek
Mont en-dro Tennata dre argil daleet
Munisionoù 7,5 × 54 mm 1929C
7,62 × 51 mm NATO
Produerien Manufacture d'Armes de Saint-Étienne
Manufacture d'Armes de Châtellerault
Mare implij 1952 – 2008 (en arme c'hall)
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 9,750 kg (stumm FM), 10,500 kg (stumm MIT)
Hirder 980-1150 mm (stumm FM), 1.080-1.245 mm (stumm MIT)
Hirder ar c'hanol 500 mm (stumm FM), 600 mm (stumm MIT)

Hed-tenn pleustrek 800 m (stumm FM), 1.200 m (stumm MIT)
Endalc'h Bandennadoù 50 kartouchenn (stumm FM), 200 kartouchenn (stumm MIT)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

An AA 52, anvet ivez AAT 52, AANF1 pe diouzh hec'h anv ofisiel e galleg Arme Automatique Transformable Modèle 52, zo ur vindrailherez ha fuzuilh-vindrailher c'hall lakaet e servij e 1952 en arme Bro-C'hall ha kambret da gentañ e 7,5 × 54 mm 1929C[1].

Ar MAC 24/29 e oa ar fuzuilhoù-mindraiher implijet gant an arme c'hall e deroù an Eil Brezel-bed. Goude ar brezel e oa dizunvan an armoù implijet, ar mindrailherezioù ha fuzuilhoù-mindrailher en o zouez : lod tapet e stokoù an arme alaman (MG 42), lod bet digant Stadoù-Unanet Amerika hag ar Rouantelezh-Unanet[1].

En diskar-amzer 1944 e voe goulennet gant an uzinoù armoù Stad ijinañ patromoù nevez a-benn pourvezañ an arme c'hall a oa o vezañ adsavet. Ur patrom fuzuilh-vindrailher savet gant uzin armoù Châtellerault a voe dibabet hag anvet AA Mle 52. Kambret e oa evit kartouchennoù gall 7,5 × 54 mm 1929C implijet dija en armoù zo a-raok ar brezel (MAS-36 ha MAC 24/29 da skouer).

Daou stumm nes a voe savet eus an AA 52 : unan FM (fuzuilh-vindrailher), skañvoc'h, berroc'h ha dezhañ un daoubez, hag unan all MIT (mindrailherez) pounneroc'h ha montet war ar memes trebez hag ar mindrailherezioù stadunanat Browning M2. E dibenn ar bloavezhioù 1960 e voe savet un adstumm kambret e 7,62 × 51 mm NATO [1]. Chom a reas an AA 52 e servij en arme c'hall betek 2008 a-raok ma voe kemeret o flas gant ar mindrailherezioù belgiat FN MAG[2].

Implij war garbedoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En arme c'hall e vez implijet an AA 52 war an tankoù Leclerc hag ar VBL. Implijet eo bet war veur a garbed en amzer dremenet evel ar rummad AMX, an ERC-90 Sagaie, an EBG, ar Panhard AML 60 ha 90, ar Panhard M3 VTT, ar Peugeot P4, ar VAB pe ar VLRA. Montet e voe ivez an AA 52 war girri-nij brezel Fouga CM-170 Magister.

Implijerien ofisiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) BREUVART Pierre, La mitrailleuse AA Mle 52 (div lodenn) er c'helaouennoù Cibles n°643 (miz Genver 2024) ha Cibles n°644 (miz C'hwevrer 2024)
  2. (fr) GUISNEL Jean, L'armée française fait ses emplettes en Belgique, war Le Point, 18/11/2011 (lennet d'an 03/02/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan