11 × 59 mm Gras
Neuz
| 11 × 59 mm Gras | |
|---|---|
A gleiz da zehou : kartouchenn .22 Long Rifle, kartouchenn baper evit ar fuzuilhoù Chassepot, ha kartouchenn 11 mm Gras | |
| Doare | |
| Doare korf an douilhez | bourled |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Mare implij | 1874 - bloavezhioù 1940 |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 11,3 mm |
| Ø kolier | 11,9 mm |
| Ø skoaz | 13,5 mm |
| Ø korf an douilhez | 13,8 mm |
| Ø strad | 16,9 mm |
| Tevder ar strad | 1,9 mm |
| Hirder an douilhez | 59 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 76 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 25 g |
| Tizh o vont e-maez V0 | 455 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 2.580 J |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | D |
An 11 mm Gras, pe 11 × 59 mmR, anvet ivez 11 mm Vickers er broioù saoznek, zo ur munision ijinet e 1874 evit ar fuzuilhoù gall Gras. Kemer a reas plas ar c'hartouchennoù paper implijet er fuzuilhoù Chassepot[1]. Ar gartouchenn gentañ savet e metal e oa en arme c'hall. Karget eo gant poultr du. Ur bourled a zo dezhi, ha skoet eo en he c'hreiz. Chom a reas implijet da vat betek 1886, pa voe kemeret he flas gant ar c'hartouchennoù 8 mm enne poultr divoged, savet evit ar fuzuilhoù Lebel. Daoust da se e kendalc'has da servijout er fuzuilhoù Gras e-pad ar Brezel-bed Kentañ, etre daouarn ar soudarded trevadennel dreist-holl[2]. Ur stumm entanus evit ar mindrailherezioù a voe savet ivez, a-enep an aervagoù sturius.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) HUON Jean, Le fusil Gras Mle 1874 et ses dérivés, Crépin-Leblond, 2016, 184 p., ISBN 9782491741075
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) 11 mm Gras, Arme et Passion (lennet d'an 13/10/2024)
- ↑ (en) JAMES Garry, The French Model 1874 Gras Rifle, Guns & Ammo, 09/05/2016 (lennet d'an 13/10/2024)