Saint-Étienne Modèle 1907
Saint-Étienne Modèle 1907 | |
---|---|
Ur vindrailherez Saint-Étienne Modèle 1907 | |
Kinnig | |
Bro | Frañs |
Doare | Mindrailherez yenaet dre aer |
Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston |
Munisionoù | 8 mm Lebel |
Produerien | Manufacture d'Armes de Saint-Étienne Manufacture d'Armes de Châtellerault |
Mare produiñ | 1909 - 1917 |
Niver produet | Ouzhpenn 65.000 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 24 kg |
Hirder | 1.180 mm |
Hirder ar c'hanol | 710 mm |
Perzhioù all | |
Tizh o vont e-maez | 724 m/s |
Lusk-tennañ teorikel | 600 tenn/mn |
Endalc'h | Bandennadoù reut 25 kartouchenn Gourizoù 300 kartouchenn (stumm T) |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
Ar Saint-Étienne Modèle 1907 zo ur vindrailherez produet er Manufacture d'Armes de Saint-Étienne etre 1909 ha 1917. Implijet eo bet gant an arme c'hall e-pad ar Brezel-bed Kentañ dreist-holl.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezhioù 1900 e oa an embregerezh prevez Hotchkiss e penn ar jeu evit diorren an armoù aotomatek e Bro-C'hall. Pa fellas d'an arme c'hall kaout ur vindrailherez standart e voe divizet lakaat sevel unan e atalieroù-Stad Puteaux. Kement-mañ a oa graet evit chom mestr war produiñ an armoù. Ganet e voe ar vindrailherez Puteaux e 1905, met diskouez a reas bezañ siek abalamour da gudennoù tommadur e-pad an tenn[1]. Ar MAS, a oa ul labouradeg-Stad, a ginnigas e 1907 ur vindrailherez Puteaux gwellaet, a voe choazet gant an arme c'hall er memes bloaz evel mindrailherez standart. Kregiñ a reas he froduiñ e 1909 hepken[2].
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-keñver an arm savet e Puteaux, ar vindrailherez Saint-Étienne 1907 a oa cheñchet aozadur he c'hanol ha tres he rizennoù. Kemmet e oa bet ar sistem amprest-gazoù, ha gellet a rae bezañ cheñchet he c'hanol aesoc'h pa oa re domm[3]. Evit chom hep paeañ gwirioù da Hotchkiss, hag a implije en e vindrailherezioù ur piston amprest-gazoù kaset war-zu ar gulasenn, gwikefre ar Modèle 1907 a voe pourveziet gant ur sistem piston kaset war-zu beg ar c'hanol. Luziet e oa, ha kalz muioc'h a bezhioù a oa ezhomm evit sevel anezhi neuze. Gwinterell he c'hulasenn a oa dindan he c'hanol, ha tommañ a rae betek re[4]. Kambret e oa ar Modèle 1907 evit ar memes kartouchennoù 8 mm hag ar fuzuilhoù standart Lebel. He lusk-tennañ teorikel a oa war-dro 600 tenn/mn. Ar vindrailherez hec'h-unan a oa 24 kg he fouez hag he zrebez 32,7 kg[2].
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E deroù ar Brezel-bed Kentañ e chomas ar mindrailherezioù gall war an eil pe trede linenn[2]. Gant penn-kentañ ar brezel en trañcheoù e tiskouezas ar Modèle 1907 un nebeud sioù : re vresk e oa he gwikefre evit an emgannoù er frigas, ha lousaat a rae buan. Ne oa ket aes da zivontañ ha da gempenn[4], ha re bonner e oa evit bezañ diblaset buan. Daoust d'un nebeud cheñchamantoù degaset e 1916 (Modèle T, evit Transformé) evit klask renkañ ar c'hudennoù tommañ ha gwellaat ar c'houch, divizet e voe implijout ar mindrailherezioù Hotchkiss 1914 en he flas. Paouez a reas produiñ ar Modèle 1907 e 1917[2].
Goude ar brezel e voe kaset skouerennoù eus ar Modèle 1907 en trevadennoù gall. Lod all a voe implijet betek deroù an Eil Brezel-bed gant an arme c'hall, en a-dreñv pe e savadurioù difenn dreist-holl.
-
Soudarded c'hall gant ur vindrailherez Saint-Étienne 1907 war an talbenn (1914)
-
Ur soudard alaman o sellet a-dost ouzh ur vindrailherez Mle. 1907 seziset e Frañs (miz Mae 1940)
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Mitrailleuses de Puteaux war Mitrailleuse.fr (lennet d'ar 25/10/2024)
- ↑ 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (fr) La mitrailleuse Saint-Étienne, modèle 1907, levrig embannet gant Mirdi an Arme e Pariz (pellgarget d'ar 25/10/2024)
- ↑ (fr) Mitrailleuses Saint Etienne 1907 war Mitrailleuse.fr (lennet d'ar 25/10/2024)
- ↑ 4,0 ha4,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 241