Protogenoi
Protogenoi | |
C'haos • Aither • Gaia • Ouranos • Hemera • C'hronos • Eros • Erebos • Nyks • Ofion • Tartaros |
Protogenoi a vez graet e gregach eus Doueed kentañ Hellaz, da lavarout eo remziad koshañ doueed Hellaz, a-raok donedigezh doueed Olympos. War an doueed kozh ha divarvel-se eo diazezaet framm an hollved.
Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gourel unander: "protogenos", liester: "protogenoi"; benel unander "protogena", diwar ar henc'hresianeg: Πρωτογονος pe Πρωτογενος, liester. Πρωτογονοι pe Πρωτογενοι; "kentañ ganet", a oa, hervez ar vitologiezh c'hresian, an doueed hag an doueezed kentañ ganet.
Ar vojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa bet an hini kentañ anezhe, C'haos hervez ar vrasañ eus ar mammennoù, digant ar goullo ha genel a reas ar re all da heul daoust ha ma vez meneget ur vamm hag un tad all dezhe holl e mammennoù all.
Talvezout a ra an doueed hag an doueezed-mañ da aroueziañ elfennoù an Natur.
Listenn ar Protogenoi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu listenn glok ar Protogenoi:
- C'haos (Goullo) - nepreizh
- Fanes (Engehentañ) pe Himeros (Gouennañ) - gourel
- Fysis (Natur) pe Thesis (Krouidigezh) - benel
- Erebos (Brumennoù an deñvalijenn) - gourel
- Nyks (Noz) - benel
- a-gevret gant Aither (na oa ket bet ganet gant Gaia)
Hengounoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a hengoun henc'hresian all zo avat evit a sell ouzh an deogoniezh pe lignez an doueed, bet savet alies a-walc'h gant ar varzhed o-unan.
Hervez gant ar varzhed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hervez kredennoù ar bPelegasted (adal c. 3 500 kt JK), e oa bet krouet Vi an Hollved gant Eurynome, hag he mab Ofion, gronnet tro-dro dezhañ, a dorras ar vi e daou damm ha damziskuilhet e oa bet neuze an hollved en e bezh ouzpenn an doueed hag an dud;
- Hervez Homeros (hengoun dre gomz, adal 700 pe 600 kt JK) e oa Tethys hag Okeanos tad ha mamm an holl zoueed all;
- Hervez Hesiodos (c. 700 kt JK) e oa C'haos ("goullo") er penn-kentañ, o tont war e lerc'h Gaia, Tartaros, hag Eros. Da c'houde e oa bet ganet gante meur a vugel, en o zouez Erebos, Pontos, Ourea, an Ditaned, Nyks, hag Aither;
- Hervez Alkman (c. 600 kt JK) e oa an nereidez Thetis an doueez kentañ, bet lakaet ganti poros "hent", tekmor "merk" ha skotos "teñvelijenn" war ar goullo;
- En e varzhonegoù, Orfeüs (c. 530 kt JK) a lakaas Nyks ("Noz") da bennaenn gentañ, ganet ganti meur a vugel.
- Hervez an hengoun orfek adarre e oa bet lakaet Fanes (doue ar gouloù hag an engehentadur) da rener kentañ ar bed, bet ganet diwar ar Vi Hollvedel[1]
- Aristofanes (c. 456–386 kt JK) a skrivas en e oberenn Evned, e oa Nyks an doueez kentañ ha ganti e oa bet ganet Eros diouzh ur vi.
Hervez ar brederourion
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ur re brederourion henc'hresian e oa bet savet bep a deogoniezh hiniennel gant pep a b-Protogenoi:
- Ferekydes Syros (c. 600-550 kt JK) a lakaas C'hronos ("amzer") da vezañ ar c'hentañ doue en e Heptamyc'hia.
- Empedokles (c. 490–430 kt JK) a skrivas e oa Afrodite hag Ares ar pennaennoù kentañ bet gwiet gante an hollved diwar ar peder elfenn a-drugarez da c'halloud o c'harantez ha d'o strivoù.
- Evit ar wezh kentañ e 360 kt JK, e lakaas Platon Timaios da vezañ an doue kentañ bet krouet an Hollved gantañ diwar ar Mennozhioù.