C'hronos
Aller à la navigation
Aller à la recherche

C'hronos, gant Ignaz Günther.

Delwenn C'hronos e Bered Staglieno.
C'hronos (Χρόνος / Khrónos e gregach) a oa un doue e mojennoù Hellaz kozh, eus rummad ar re goshañ, skeudenn an Amzer o tremen, pe ar Blanedenn, an Tonkad.
Embarañ a reas C'hronos gant an doueez Ananke, doueez ar Red, ha tri bugel o doe: C'haos, Aither ha Fanes.
Droukvesk a vez a-wechoù etrezañ hag an doue Kronos, tad da Zeus.

C'hronos kousket war bez Georg Wolff.
Daou zoue all zo d'an amzer e relijion Hellaz kozh : Kairos hag Aion.