Mont d’an endalc’had

Aion

Eus Wikipedia
Aion ha Tellus ha pevar bugel en-dro dezho, anezho arouezioù ar pevar c'houlz-amzer. Marelladur roman en ur villa e Sentinum, deroù an IIIe kantved, Glyptothek (München) (W504)

Aion (Αἰών / Aiốn e gregach, latinekaet en Aeon) a oa un doue gresian, degaset da Roma gant ar Fenikianed. Doue an amzer beurbad e oa, hep deroù na diwezh. Alies e vez diskouezet e-kichen Gaia, doueez an douar, pe Tellus e Roma.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]