Musashi Miyamoto
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Japan |
Anv e yezh-vamm an den | 宮本武蔵 |
Anv ganedigezh | 新免武蔵守・藤原玄信, 玄信 |
Anv-familh | Miyamoto |
Art name | 二天, 二天道楽 |
Lesanv | 新免玄信, 宮本二天 |
Anv e kana | みやもと むさし |
Deiziad ganedigezh | 1584 |
Lec'h ganedigezh | Harima Province |
Deiziad ar marv | 5 Mez 1645 |
Lec'h ar marv | Reigandō, Chiba Castle |
Lec'h douaridigezh | Kita-ku |
Tad | Shinmen Munisai |
Bugel | Miyamoto Mikinosuke, Miyamoto Kurotaro, Miyamoto Iori, Takemura Yoemon |
Yezh vamm | japaneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | Jap, japaneg |
Yezh implijet dre skrid | japaneg |
Studier | Terao Magonojō |
Bet studier da | Shinmen Munisai |
Lec'h annez | Chiba Castle |
Lec'h labour | Japan |
Brezel | Siege of Osaka, Shimabara Rebellion |
Oberenn heverk | The Book of Five Rings |
Prantad | XVIIvet kantved |
Oberennoù zo en dastumad | National Museum of World Cultures |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Musashi Miyamoto pe Takezō Shimmen d'eus e anv gwirion (Miyamoto o vezañ anv ar geriadenn lec'h ma z'eo ganet, Musashi un doare da lenn ar re ideogrammoù Takezō). Ganet e 1584, marvet an 19 a viz Mae 1645.
Bez eo bet unan d'eus ar Japaniz anavezetañ er bed, bez eo ivez klezeour brudetañ bro Japan.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kroget en d'eus Miyamoto Musashi gant an emganioù daouder d'an oad a 13 vloaz. Ar wech kentañ e vo dezhañ da lazhañ unan bennak (a-enep Arima Kihei e 1596). Oadet a 17 vloaz kemer a ra perzh e emgann Sekigahara (1600). An emgann a velo an trec'h o vont gant lu Ieyasu Tokugawa goude marv Hideyoshi Toyotomi. Musashi a oa e lu Toyotomi, chom a ra 'vel marvet war an tachenn emgann.
Betek ma vije oadet a 29 bloaz e gemero perzh e 60 emgann daouder, an niver brashañ anezho en ur vezañ armet gant ur Bokken ( ur sabrenn e koad, implijet gant ar re Samourai evit gourdoniñ). Ar met ez eo neuze gant ur Bokken a-enep sabrennoù gwirion (Katana).
An emgann daouder diwezhañ a vezo kaset da benn gant Musashi (an hini brudetañ) a vezo d'an 13 a viz ebrel 1612, a-enep brashañ sabrenner bro Japan Kojirō Sasaki. Ur wech c'hoaz e vezo trec'h war e enbour. Implijout a raio ur Bokken vras, hervez a vize bet kizellet 'barzh roeñv ar vag en doa servijet da zegas an daou sabrenner war enezenn Funa., Goude-se e paouez gant an emganioù daouder ha kemer a ra ur garg nevez hini penn-bras ur rann d'eus lu an Aotrou Ogasawara.
Kemer a raio perzh e sez kastell Hara e 1638, 'pad emsavadeg ar Gristenien kaset gant Shirō Amakusa.Oadet a 59 bloaz (1643) setu Musashi loc'het trezek menez Iwato, lec'hiet e-kichen Kumamoto. Eno e vev en ur vougev, hini Regandô. Kaset en d'eus gantañ un daol-skrivañ, d'an 10 d'eus an dekvet miz ez eo krog da skrivañ al levr Gorin no sho.
Krouet en d'eus ivez ur skol emgannata ('vit deskiñ implij ur sabrenn) pe "ryū" a vezo anvet skol an daou sabrennoù (Niken ryū), ha goude-se skol an daou oabl (Niten ryū). Pezh a zo dibarr ez eo an doare emgannañ, an doare gant daou sabrenn war ar memes tro. Alas ne voe ket gwelet mat gant an Impalaer, e doare amgannaña vezo kollet 'vit an darn vrashañ anezhi.
Herez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hiziv an deiz ez eus c'hoaz d'eus e skol, an deskiñ a zo kaset da benn gant ul lignez a vistri hag a zo diskennidi deskibien Musashi. Ar skol-se a zo an Hyōhō Niten Ichi-ryū ( "Skol an daou oabl"). Kavet e vez ivez skolioù all gant al lostger Niten Ichiryu met en un doare ofisiel ne vez liamm ebet etrezo hag herez gant ar skol Hyoho Niten Ichiryu.
Musashi a zo anavezet ivez evit bezañ skrivagner ul levr strategiez ar Gorin no shō pe levr ar pemp rodoù skrivet pa oa oadet a 60 vloaz. E fin e vuhez e chomas sioulig 'barzh e vougev, sevel a ra ur pell-sell d'eus e vuhez. Adal kement-se e sav "lezennoù" a c'hell bezañ implijet kement 'vit an emgann daouder pe 'vit an emgann niverusoc'h, pe 'vit ar vuhez pemdeziek.
Ar pemp "rodoù" a zo ur skeudenn d'eus ar pemp estaj a ya d'ober ar savadurioù marvel Boudeek (gorintō), ar re-se o vezañ ur skeudenn d'eus ar pemp elfenn diazez Japanaat. Neuze 5 tamm a ya d'ober al levr :
- An dour: Nerzhiañ e gorf hag e spered
- An tan: Kadoniezh ( strategiezh brezel) evit an emgannioù daouder hag an emgannioù niverusoc'h.
- An avel: burutelladur ar skolioù emgannata all.
- Ar goullo: Sevel ur soñj d'eus mennad ar re Samourai. Ar goulloder a zo ur pal da dizout 'vit ar re Samourai, un tem pouezus eo 'vit ar budō.
Al levr a zo bet implijet 'vit an doare da gas an aferioù e bro Japan. Implijet 'vez dreist-holl 9 frazenn d'eus outañ:
1. Stourm a-enep ar soñjoù hudur.
2. Krouiñ ha nerzhiañ e hent/spered dezhañ e-unan en ur labourat e unan penn.
3. Labourat war an holl arzoù, chom hep bezañ stañket war unan nemetken.
4. Deskiñ ha mestroniañ hent/spered an holl micherioù ha chom hep bezañ bac'het war unan nemetken.
5. Gouzout gwelet ar mad hag ar fall a c'hell bezañ degaset gant kement tra.
6. Forzh pese mare pe stad a vije, deskiñ implijout e varn dre santout.
7. Gouzout dre anien da welet kement tra, memes ma vez kuzhet deomp.
8. Diwal mat, d'ar munudoù.
9. Chom hep koll amzer 'vit traou didalvoud.
Monumant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Memorial Lyon-Japon-Japon-Frañs Heiho Niten Ichi Ryu (Gleizé)
-
Memorial Lyon-Japon-Japon-Frañs Heiho Niten Ichi Ryu (Jarnioux)
Musashi ha sevenadurez Japan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Shura no Toki ( Mare ar Shura) Tresadenn-bev Japanaat krouet e 2004.
- Gun Musashi Tresadenn-bev Japanaat krouet e 2006.
- Miyamoto Musashi, aozet gant Kenji Mizoguchi (1944)
- Samurai Miyamoto Musashi, aozet gant Hiroshi Inagaki (1954)
- Miyamoto Musashi, aozet gant Yasuo Kohata (1954)
- Miyamoto Musashi, aozet gant Tomu Uchida (1961)
- Miyamoto Musashi, aozet gant Tai Katō (1973)
- Musashi, aozet avit NHK (2003), gant Ichikawa "Ebizo" Shinnosuke
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|