Mont d’an endalc’had

Musashi Miyamoto

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Miyamoto Musashi)
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
Miyamoto Musashi
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhJapan Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den宮本武蔵 Kemmañ
Anv ganedigezh新免武蔵守・藤原玄信, 玄信 Kemmañ
Anv-familhMiyamoto Kemmañ
Art name二天, 二天道楽 Kemmañ
Lesanv新免玄信, 宮本二天 Kemmañ
Anv e kanaみやもと むさし Kemmañ
Deiziad ganedigezh1584 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHarima Province Kemmañ
Deiziad ar marv5 Mez 1645 Kemmañ
Lec'h ar marvReigandō, Chiba Castle Kemmañ
Lec'h douaridigezhKita-ku Kemmañ
TadShinmen Munisai Kemmañ
BugelMiyamoto Mikinosuke, Miyamoto Kurotaro, Miyamoto Iori, Takemura Yoemon Kemmañ
Yezh vammjapaneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetJap, japaneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridjapaneg Kemmañ
StudierTerao Magonojō Kemmañ
Bet studier daShinmen Munisai Kemmañ
Lec'h annezChiba Castle Kemmañ
Lec'h labourJapan Kemmañ
BrezelSiege of Osaka, Shimabara Rebellion Kemmañ
Oberenn heverkThe Book of Five Rings Kemmañ
PrantadXVIIvet kantved Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadNational Museum of World Cultures Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ

Musashi Miyamoto pe Takezō Shimmen d'eus e anv gwirion (Miyamoto o vezañ anv ar geriadenn lec'h ma z'eo ganet, Musashi un doare da lenn ar re ideogrammoù Takezō). Ganet e 1584, marvet an 19 a viz Mae 1645.

Bez eo bet unan d'eus ar Japaniz anavezetañ er bed, bez eo ivez klezeour brudetañ bro Japan.

Kroget en d'eus Miyamoto Musashi gant an emganioù daouder d'an oad a 13 vloaz. Ar wech kentañ e vo dezhañ da lazhañ unan bennak (a-enep Arima Kihei e 1596). Oadet a 17 vloaz kemer a ra perzh e emgann Sekigahara (1600). An emgann a velo an trec'h o vont gant lu Ieyasu Tokugawa goude marv Hideyoshi Toyotomi. Musashi a oa e lu Toyotomi, chom a ra 'vel marvet war an tachenn emgann.

Betek ma vije oadet a 29 bloaz e gemero perzh e 60 emgann daouder, an niver brashañ anezho en ur vezañ armet gant ur Bokken ( ur sabrenn e koad, implijet gant ar re Samourai evit gourdoniñ). Ar met ez eo neuze gant ur Bokken a-enep sabrennoù gwirion (Katana).

An emgann daouder diwezhañ a vezo kaset da benn gant Musashi (an hini brudetañ) a vezo d'an 13 a viz ebrel 1612, a-enep brashañ sabrenner bro Japan Kojirō Sasaki. Ur wech c'hoaz e vezo trec'h war e enbour. Implijout a raio ur Bokken vras, hervez a vize bet kizellet 'barzh roeñv ar vag en doa servijet da zegas an daou sabrenner war enezenn Funa., Goude-se e paouez gant an emganioù daouder ha kemer a ra ur garg nevez hini penn-bras ur rann d'eus lu an Aotrou Ogasawara.

Kemer a raio perzh e sez kastell Hara e 1638, 'pad emsavadeg ar Gristenien kaset gant Shirō Amakusa.Oadet a 59 bloaz (1643) setu Musashi loc'het trezek menez Iwato, lec'hiet e-kichen Kumamoto. Eno e vev en ur vougev, hini Regandô. Kaset en d'eus gantañ un daol-skrivañ, d'an 10 d'eus an dekvet miz ez eo krog da skrivañ al levr Gorin no sho.

Krouet en d'eus ivez ur skol emgannata ('vit deskiñ implij ur sabrenn) pe "ryū" a vezo anvet skol an daou sabrennoù (Niken ryū), ha goude-se skol an daou oabl (Niten ryū). Pezh a zo dibarr ez eo an doare emgannañ, an doare gant daou sabrenn war ar memes tro. Alas ne voe ket gwelet mat gant an Impalaer, e doare amgannaña vezo kollet 'vit an darn vrashañ anezhi.

Hiziv an deiz ez eus c'hoaz d'eus e skol, an deskiñ a zo kaset da benn gant ul lignez a vistri hag a zo diskennidi deskibien Musashi. Ar skol-se a zo an Hyōhō Niten Ichi-ryū ( "Skol an daou oabl"). Kavet e vez ivez skolioù all gant al lostger Niten Ichiryu met en un doare ofisiel ne vez liamm ebet etrezo hag herez gant ar skol Hyoho Niten Ichiryu.

Musashi a zo anavezet ivez evit bezañ skrivagner ul levr strategiez ar Gorin no shō pe levr ar pemp rodoù skrivet pa oa oadet a 60 vloaz. E fin e vuhez e chomas sioulig 'barzh e vougev, sevel a ra ur pell-sell d'eus e vuhez. Adal kement-se e sav "lezennoù" a c'hell bezañ implijet kement 'vit an emgann daouder pe 'vit an emgann niverusoc'h, pe 'vit ar vuhez pemdeziek.

Ar pemp "rodoù" a zo ur skeudenn d'eus ar pemp estaj a ya d'ober ar savadurioù marvel Boudeek (gorintō), ar re-se o vezañ ur skeudenn d'eus ar pemp elfenn diazez Japanaat. Neuze 5 tamm a ya d'ober al levr :

- An dour: Nerzhiañ e gorf hag e spered

- An tan: Kadoniezh ( strategiezh brezel) evit an emgannioù daouder hag an emgannioù niverusoc'h.

- An avel: burutelladur ar skolioù emgannata all.

- Ar goullo: Sevel ur soñj d'eus mennad ar re Samourai. Ar goulloder a zo ur pal da dizout 'vit ar re Samourai, un tem pouezus eo 'vit ar budō.

Al levr a zo bet implijet 'vit an doare da gas an aferioù e bro Japan. Implijet 'vez dreist-holl 9 frazenn d'eus outañ:

1. Stourm a-enep ar soñjoù hudur.

2. Krouiñ ha nerzhiañ e hent/spered dezhañ e-unan en ur labourat e unan penn.

3. Labourat war an holl arzoù, chom hep bezañ stañket war unan nemetken.

4. Deskiñ ha mestroniañ hent/spered an holl micherioù ha chom hep bezañ bac'het war unan nemetken.

5. Gouzout gwelet ar mad hag ar fall a c'hell bezañ degaset gant kement tra.

6. Forzh pese mare pe stad a vije, deskiñ implijout e varn dre santout.

7. Gouzout dre anien da welet kement tra, memes ma vez kuzhet deomp.

8. Diwal mat, d'ar munudoù.

9. Chom hep koll amzer 'vit traou didalvoud.

Musashi ha sevenadurez Japan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Shura no Toki ( Mare ar Shura) Tresadenn-bev Japanaat krouet e 2004.
  • Gun Musashi Tresadenn-bev Japanaat krouet e 2006.
  • Miyamoto Musashi, aozet gant Kenji Mizoguchi (1944)
  • Samurai Miyamoto Musashi, aozet gant Hiroshi Inagaki (1954)
  • Miyamoto Musashi, aozet gant Yasuo Kohata (1954)
  • Miyamoto Musashi, aozet gant Tomu Uchida (1961)
  • Miyamoto Musashi, aozet gant Tai Katō (1973)
  • Musashi, aozet avit NHK (2003), gant Ichikawa "Ebizo" Shinnosuke