Mont d’an endalc’had

Minamoto no Yoshitune

Eus Wikipedia

( 1159-1189 ): Tonkad ar jeneral yaouank-se hini al lu Minamoto a zo bet skrijus tre. Ganet e 1159, ar paotr yaounk-se a vez hanter-breur Minamoto no Yoritomo hag a zeuio da vezañ kentañ Shogun istor Japan. Da gentañ holl ez eo desavet gant menec'h-soudarded ( ar Yamabushied ) dindan an anv Ushikawa. Merzet ez eo diouzhtu evit bezañ ur c'hadour a zoare. Goude-se ez eo anvet da servij e hanter-breur vel jeneral al lu Minamoto. Dont a ra brav gantañ trec'h ez eo meur a wech war Klan ar re Taïra. An taolioù bravañ a zeuio gantañ a vvo pad emgannioù Ichi no Tani ( 1185 ) ha dreist-holl hini Dan no Ura ( 1185 ). Sked ar jeneral yaouank a vez war an holl soudarded, 'pezh a chal e hanter-vreur Yoritomo. Hemañ ur wech Shogun, a wel barzh ar jeneral ur riskl d'e skad dezhañ e-unan hag a choaz d'e vuntrañ dre neb doare. Argaset gant soudarded ar Shogun ha trubardet gant e holl gamaladed rediet ez eo ar jeneral yaouank d'ar Seppuku en ur vezañ sikouret gant e genvreur ar manac'h Benkei. Tonkadur skrijus Minamoto No Yoshitune a zo deut buan tre da vezañ mil anavezet e bro Japan. Savet z'eus bet kontadennoù, pezhioù-c'hoari, istorioù, adal e buhez.