Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Neal/Diell 7

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
Diell Ul lodenn eus ur gaozeadenn bet diellaouet eo an destenn-mañ. Mar fell dit respont da dra pe dra skrivet amañ e ranki hen ober war ar bajenn gaozeal pennañ stag outañ.

goulenn skoazell

[kemmañ ar vammenn]

aozañ patrom babel ar galizeg

[kemmañ ar vammenn]

Mar plij, ha tu a vefe dit krouiñ ar patrom User gl-* evit ar galizeg war bajenn babel ? Mankout a ra. Trugarez dit en a-raok --Fulup 21 Gen 2006 da 12:32 (UTC)[respont]

  • War Wikipedia:Babel emañ ar patromoù. An aesañ dit eo skrivañ [[Patrom:User_es-*]] er varrenn ma skriver anvioù ar pennadoù, kopiañ ar patrom ha krouiñ unan nevez [[Patrom:User gl-*]] pegañ patrom ar spagnoleg, erlec'hiañ ar frazenn spagnolek gant he zroidigezh e galizeg hag erlec'hiañ ar ger spagnoleg gant galizeg er frazenn vrezhonek. Spi am eus eo sklaer ma zammig displegadenn.

--Fulup 21 Gen 2006 da 13:27 (UTC)[respont]

Dilenn merourien

[kemmañ ar vammenn]
  • Deomp-ni eo d'en em aozañ. Lakat a ran ur gerig da Ch. Rogel evit goulenn e soñj bremañ rak savet e oa a-enep aozañ un dilennadeg un nebeud mizioù zo peogwir ne oa ket trawalc'h a implijerien c'hoazh hervezañ.
    • Goulenn kaout ar statud merour :

O paouez sevel ar goulenn ent ofisiel emaon evidomp hon-tri war meta amañ --Fulup 8 C'hwe 2006 da 11:55 (UTC)[respont]


  • Ma, n'eo ket re ziaes an doare war a seblant. Degemeret out bet da verour en endervezh-mañ gant un norvegad zo bet jentil a-walc'h evit ober war-dro ma goulenn evidomp hon-tri diouzhtu.

Ma sellez mat ouzh ar pempilhoù (boutonoù) zo a-us da'z pajennoù e weli int niverusoc'h bremañ.

  • Ur bouton gwareziñ peus, klik warnañ evit gwareziñ pajennoù. Graet em eus un esae gant pajenn an dilennadeg zo kloz bremañ. Ret e oa gwareziñ anezhi a-raok he diellaouiñ. sell ouzh ar bajenn dilennadeg evit gwelet. Klask mont ur wech dindan da anv implijer hag ur wech all en un doare dianav. Gwelet a ri an diforc'h.
  • Ur bouton diverkañ peus ivez bremañ. Implijet e vez evit diverkañ pajennoù didalvez.
  • A-hend-all eo deuet glas al liamm stankañ zo e-kichen anv an implijerien war pajenn ar c'hemmoù diwezhañ. Tro am eus bet d'e implij goude-merenn diouzhtu p'omp bet taget. Efedus eo. Stanket em eus ar gwir ouzh an tager da zont e-pad 3 devezh.

Adkempennet em eus pajenn ar Pajennoù da nullañ. Kerzh da welet, da'm soñj eo sklaer. Kemer a rez pennadoù e roll ar pennadoù zo merket da vezañ diverket gant an dud; diverkañ a rez anezho gant da vouton hud ha renkañ a rez ar goulenn er rummad : Goulennoù bet respontet dezho. Setu. Troet em eus ar patrom Graet {{graet}} da lakaat dirak evit ma vo sklaeroc'h c'hoazh.

Ouzhpenn em eus troet tout ar pajennoù a denne d'ar verourien evit displegañ sklaer an traoù evit an holl. Diegi em boa met ret e oa d'unan bennak pegañ e-barzh. Kerzh da welet ha kemer un tammig amzer evit lenn anezho. Mont a ra en-dro plaen a gav din. Ur patrom zo da vezañ heuliet gant an dud; evel-se e vo sklaer pep tra emichañs ha ne vo ket klemmoù. --Fulup 8 C'hwe 2006 da 21:18 (UTC)[respont]

Kannadig ar verourien

[kemmañ ar vammenn]
  • Krouet em eus Wikipedia:Kannadig ar verourien evit ma c'hallfemp displegañ d'an implijerien all ar pezh a reomp pe ar pezh a soñjomp. A-hend-all ez eus un nebeud skeudennoù bet karget ganit e-kerzh ar mizioù tremenet ha ne seblantont ket bezañ implijet e pennad ebet. Kenkoulz e vefe diverkañ anezho ma ne servijont ket. N'em eus ket enskrivet anezho war a roll pennadoù da ziverkañ peogwir ne oan ket sur. Marteze e c'hallfes mont da deuler ur sell outo adarre ha skarzhañ anezho da-unan ma ne servijont ket ken. Sell ouzh skeudennoù en o-unan. Trugarez --Fulup 12 C'hwe 2006 da 15:30 (UTC)[respont]

Nevezentioù

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez da vezañ troet ar patrom-mañ. Pell zo em boa c'hoant d'en ober. Cheñchet em eus un tamm ar frazenn (dreist-holl evit c'hoarvezout e-lec'h degouezhout) ha kinniget un anv brezhonek evitañ : Nevezenti (e-lec'h current zo ur ger saoznek na vez ket komprenet gant an holl). --Fulup 20 C'hwe 2006 da 18:22 (UTC)[respont]

Brudañ ar votadegoù er-maez

[kemmañ ar vammenn]
  • Bet on o welet. Ma, n'on ket ken displijet se a-benn ar fin daoust ma'z on a-du ganit evit lavaret eo un tamm mat dichek an doare. Diskouez a ra eo krog hor wiki da gemer e lec'h da vat e bed ar brezhoneg. O tont er-maez eus latar an amzerioù emañ, poent eo serriñ levr ar c'heneliezh (graet eo bet e gwirionez d'an deiz m'eo bet mouget tabut randonus an doare-skrivañ dre ar bajenn degemer nevez, trodidigezh an etrefas ha nerzh labour an holl e-pad mizioù). Dont a ra Wikipedia da vezañ ur skod galloud evit sturiañ stumm ar genyezh da zont. Lod a gred dezho e vo trawalc'h evit se degas tud eus an diavaez evit kemer perzh en ur votadeg ur wech dre vare. Ni hon eus komprenet e vo graet dre ar sevel pennadoù. Un tamm mat muioc'h a labour a c'houlenn met talvoudusoc'h eo ivez. Bremañ m'eo bet skarzhet istrogellajoù folklorel dilerc'hioù brezel an doareoù-skrivañ ha ma'z eus un tres a-zoare gant ar benveg, emaomp o vont da welet kelien termenadurourien ar Sul o fraoñval en-dro d'hor pennoù. Sin vat eo. Diskouez a ra ez eomp war-raok. Ken gwir all eo er-maez eus bed ar vrezhonegerien ivez. Muioc'h-mui e vezomp taget gant taolioù vandalerezh pe saotret gant tammoù bruderezh e saozneg. O tostaat eus an 50vet plas emaomp ha se n'eo ket dister. Ranket em eus stankañ an tremen ouzh 4 pe 5 dija. Evit distreiñ d'ar votadegoù avat, arabat disoñjal e ranker bezañ krouet ur gont ha bezañ bet oberiant abaoe ur frapadig war ar wiki evit kaout ar gwir da votiñ. N'hall ket forzh piv kemer perzh a-greiz tout. Un tamm surentez zo. Gwiriañ a rin pegeit amzer eo. --Fulup 25 C'hwe 2006 da 19:00 (UTC)[respont]
  • Un draig bennak am eus desket em zammig buhez : ar re a gomz ar muiañ eus an demokratelezh eo ar re a ra an nebeutañ ganti. --Fulup 25 C'hwe 2006 da 19:11 (UTC)[respont]
  • Ur spont ! Evit doare ez eus bet nevesaet kantadoù a gemennadennoù war un dro da 2 eur 39 er mintin-mañ gant ar reizhiad. Ret eo adober pep tra unan hag unan. Eurvezhioù labour ! N'ouzon ket petra zo kaoz, ne seblant ket bezañ c'hoarvezet gant yezhoù all. Marteze e oa koshoc'h hon etrefas deomp-ni ? Dre chañs n'eo ket aet kuit pep tra c'hoazh, gant ma ne c'hoarvezo ket en noz-mañ --Fulup 26 Feb 2006 da 14:37 (UTC)
  • Evit doare eo chomet ar c'hemmoù diwezhañ bet troet ganin nevez zo abaoe m'eus tapet ar statud merour. Moarvat peogwir e oa nevez ar c'hemennadennoù-se. Pebezh kaoc'h ! --Fulup 26 Feb 2006 da 14:39 (UTC)
  • Setu, adlakaet em eus ar c'hemennadennoù a vez gwelet ar muiañ. Ranket em eus tremen ma endervezh war ar chanter brein-mañ. Gwiriet em eus an traoù war Meta. Nevesaet eo bet hon etrefas 5 sizhun zo ha cheñchet ez eus bet 1080 kemennadenn zo deuet en-dro e saozneg ! E-pad an noz eo bet hizivaet ar servijer ha pep tra zo bet cheñchet en un taol. Hir-daonet e vo adlakaat an traoù en o reizh. Pebezh kaoc'h. Me am boa troet an etrefas e-pad an hañv dre hanterouriezh ur paotr bennak eus SUA. Amzer kemer an traoù e kont gant ar servijer eo bet staliet deomp an etrefas nevez en diskar-amzer. Nevesaet ez eus bet ur bern traoù dibaoe met dre ma n'em boa ket gwirioù merañ ne oan ket evit heuliañ ar cheñchamantoù. Dre chañs c'hoazh emaomp o paouez dilenn hor merourien gentañ pe e vije bet ret gortoz mizioù en-dro a-benn adlakaat an traoù e brezhoneg. Pebezh lagenn ma lâr dit --Fulup 26 Feb 2006 da 19:14 (UTC)
  • Gwelet az peus ? Taget omp bet ha diverket ez eus bet un 30 pennad bennak. Dre chañs e oamp o paouez degemer hor gwirioù merour ha gellet em eus stankañ an hent d'ar foeltrer pennadoù. Gallet en deus plantañ freuz e-pad 10 munud memes tra. --Fulup 8 C'hwe 2006 da 19:13 (UTC)[respont]

Petra soñjez ? O paouez krouiñ ur gont war hor wiki emañ. Moarvat peogwir ez eus bet savet ur pennad diwar-benn ETA. Diaes eo stankañ anezhañ pa n'eus ket grat netra a-dreuz amañ. douetañs-bras zo e c'hallfe kemer perzh er wiki brehzonek forzh penaos. Tu a vije da lakaat ur c'hemenn diwall war e bajenn implijer pe e bakenn gaozeal marteze ? --Fulup 1 Ebr 2006 da 19:53 (UTC)[respont]

Republikanouriezh

[kemmañ ar vammenn]

Setu ar pezh am eus skrivet war pajenn gaozeal ar pennad :

Meur a gudenn zo amañ ma komprenan mat ha, da'm meno, n'eo ket fall kemer anezho unan hag unan. Da gentañ emañ ar gudenn gouzout hag-eñ ez eus bet graet mat gant Neal kas ar pennad "Republikan" (anv-gwan pe anv gourel da envel tud a-du gant ar Republik) war-du Republikanouriezh (idelologiezh). Da eil emañ ar gudenn gouzout ha kemm zo da lakaat etre Republikanelezh (ideologiezh "republikan mat") ha Republikanouriezh (ideologiezh ar "republikan fall").
  1. Un holloueziadur eo Wikipedia, n'eo ket ur geriadur. Setu perak e kavan mat, evel Neal, e vefe displeget ar c'hrafoù dindan termenoù hollek (amañ un ideologiezh). N'eus ket ezhomm eus pennadoù evit an anvioù-gwan pe evit envel tud pep kostezenn. Da skouer, pa skriver "Royaliste" pe "monarchiste" war ar wiki gallek en em gaver gant ar pennad "monarchie". Pa skriver "républicain" war ar wiki gallek en em gaver war ur bajenn digejañ a gas war-du pennadoù all : Republik, strolladoù republikan, hag all. Tro am eus bet, me ivez, da lakaat evezhiadennoù war pajennoù kaozeal meur a bennad er wiki abalamour d'an dra-se dija. Setu e komprenan savpoent Neal hag e savan a-du gantañ war ar poent-se.
  2. Penaos ober bremañ evit ober anv eus al luskad emanvet republikan zo oc'h ober e reuz e Bro-C'hall. Lec'h zo da dabutal war ar c'hraf-mañ a-benn sevel ur c'henemglev. Evit ar pezh a sell ouzhin on a-du a-walc'h gant ar pezh zo bet skrivet gant Benoni ha Neal. Ne gav ket din eo resis a-walc'h an termen "republikanouriezh" evit geriañ ar pezh zo bet anvet "national-républicanisme". Gwelloc'h eo leuskel gant an termen-mañ ur ster ledan a dalvez mui pe vui ideologiezh ar Republik (en he ster ledan). A-benn ar fin, "républicanisme" an dud evel Chevènement hag all n'eo nemet ur seurt "fondamentalisme" pe "intégrisme". Kammet e vez ganto ster ar gerioù Republik ha republikanouriezh. Ur bern termenoù a vije aes a-walc'h da sevel e brezhoneg evit se : perak ket anterinouriezh republikan, Broadrepublikanouriezh, pa c'hoazh glannrepublikanouriezh (diwar glannyezhouriezh), treuzrepublikanouriezh, hag all. Moarvat e vije un tamm mat sklaeroc'h. --Fulup 9 Ebr 2006 da 15:18 (UTC)[respont]

Salut dit, ne gomprenan ket mat an tabut-mañ.

evidon-me an daou pennad a zo dishenvel a-walc'h ha ne welan ket perak e vije ret nullan unan. Met "republikan" a zo un anv-gwan hag e vefe mat choas un titl-all. A-du on gant Fulup evit ar poent-se. Marteze ober ur bajenn dihenvelstumm evel er wiki galleg. --Paotr 10 Ebr 2006 da 06:33 (UTC)[respont]

afer merouriezh

[kemmañ ar vammenn]

da heul ar gaozeadenn bet kaset en-dro stag ouzh ar pennad Republikanouriezh ha liammet ouzh ar fed ma oa bet nullet ganin ar pennad Republikan e c'houlennan ali an daou verour all. ezhomm am eus da c'hoût hag-eñ am eus graet mat rak "taget" on bet da vezañ graet hervez ma mennozhioù personel-me (ar pezh na vefe ket reizh na tamm ebet evit ur merour, anat deoc'h). dav eo din goût petra a soñj ar verourion all, ha doujañ a rin d'ho alioù evel-just. Ho pediñ a ran lenn ar gaozeadenn-mañ Kaozeal:Republikanouriezh ha kas ho tiviz din-me, d'ar merour all hag ivez d'ar c'henlabourer bet savet ar pennad gantañ Implijer:Bianchi-Bihan. Trugarez.--Neal 8 Ebr 2006 da 07:47 (UTC)[respont]

Afer merourezh all

[kemmañ ar vammenn]

A-divout ar pennad Frañsez an Eil pe Frañsez II

Setu ar gerig am eus kaset da Vianchi-Bihan). Roit din ho soñj mar plij.

Da skrivañ a ran ar wezh-mañ evel merour (kaste e vo un eilskrid d'ar verourion all). D'am soñj n'emañ ket sklaer evidout penaos ec'h a en-dro ar wikipedia , rak daoust ha m'emañ gwir e c'hell pep hini sevel ar pennadoù m'en deus c'hoant, pa sav un tabut wra ar pennad-mañ'r-pennad e vez klasket kaout un diskoulm dre en em glevout ar gumuniezh en he fezh kentoc'h evit ober dre c'hoantoù personel pep hini. marteze ne blij ket d'an holl, met evel-se emañ an traoù. Pa vez kemmet-adkemmet ur pennad hervez c'hoant tud disheñvel o savpoent e vez graet ur bezel outañ war ar wikipedia hag aze emañ ar verourion evit klask o diskoulmañ. d'am soñj ec'h eo gwell klask kaout un emglev a-raok mont da vrezeliñ. Betek-hen war an afer-mañ, pa seller ouzh ar gaozeadenn staget ouzh ar pennad, emañ e teu sklaer ec'h eus un den a sav a-du gant un titl resis (te) ha tri den all hag a sav a-du gant un titl all. Betek ma vo bet roet o ali war an afer-mañ tud all e adkasin ar pennad d'ar stumm ma sav a-du gantañ betek-hen an darn vrasañ a dud bet roet o ali war ar bajenn gaozeal. Damarezet e vo ar bajenn ivez ha lakaet ur menneg warnañ a divout an tabut. Ne vern gant piv e oa bet kroget ar pennad evel-just, daosut ma ma vefe diseven, anat dit, kas da benn seurt kemmoù hep ma kemerfe hi/eñ perzh er c'hoazeadennoù. Hag arabat mont da grediñ ivez e warezan ar pennad-mañ hervez ma c'hantoù terminologel-me, rak daosut hag emañ gwir em eus lâret e vefe gwell din implijout ar stumm "Frañsez II" dre skrid, n'em eus lâret mann ebet diwar-benn ar fed ma rankfer ovber gant ""Frañsez Daou" pe "Frañsez an Eil" dre gomz.--Neal 26 Ebr 2006 da 18:58 (UTC)[respont]

Salut dit Neal A-du on ganit penn da benn. Ar wiki n'eo ket graet evit c'hoantoù personnel --Paotr 27 Ebr 2006 da 06:07 (UTC)[respont]

Frañsez an eilvet, abadenn diwezhañ

[kemmañ ar vammenn]
O vont da gas da benn ar pennad-se e oan, ha mennet d'ober. N'em eus ket kalon a-walc'h da genderc'hel ar pennad bet boulc'het ganin dindan un anv all. Met mar deo prest ar re all kontrol din da ober, graint.
Furoc'h eo din lezel tachenn istor Breizh d'an ispisialourien veur hag en em dennañ war douaroù Kembre. Rak ma zamm labour db Hellaz pe Roma ivez ne blij ket nemeur 'm eus aon. Wink, wink, nudge, nudge. Bianchi-Bihan 26 Ebr 2006 da 20:22 (UTC)[respont]

Stankañ kont un implijer

[kemmañ ar vammenn]

Aet on un tammig skuizh gant emzalc'h personel Bianchi-Bihan na gompren ket pe ne fell ket dezhañ kompren reolennoù mont-en-dro diazez ar wikipedia. Gantañ e vez tabutet muic'h eveit sevel pennadoù ha ne ra nemet diouzh e c'hoantoù personel, evel ma disklêrias-eñ e-unan, hep derc'hel kont eus ali ar gumuniezh.

Kaset em boa dezhañ dec'h un tamm gerig o klask lakaat anezhañ da diwall un tammig ha da doujañ ouzh ar reolennoù diazez met war a seblant ez eus bet savet gantañ ur pennad a-ratozh-kaer evit kenderc'hel gant un tabut hag a ren war ur pennad all ha hervez an darv vrasañ eus an dud bet roet o ali war an tem-se war ar bajenn gaozeadenn stag ouzh ar pennad-se e vez savet a-du gant un diskoulm disheñvel diouzh an hini difennet gantañ. da lâret eo, kollet gantañ war un dachenn ec'h a da gas an hevelep brezel war un dachenn all.

Sellit ouzh (hag ar c'haozeadennoù stag oute):

Frañsez II
Frañsez ar C'hentañ

Skuizhus eo ha n'eo ket mat seurt emzalc'hioù evit ar raktres dre vras d'am soñj.

Ne blij ket din seurt traoù, met ne welan ket penaos ober hep lâret dezhañ e vo stanket e gont ra ne gemm ket e doare-ober. met a-raok stankañ e gont e fell din kaout ali ar verourion all. kaset eo bet ar gerig-mañ da:

Paotr
Fulup
Bianchi-Bihan

Neal 27 Ebr 2006 da 07:10 (UTC)[respont]

Kaozeal sioul

[kemmañ ar vammenn]

Evit kaozeal sioul e vije ret, da gentañ penn, paouez gant ar gourdrouz adalek ar c'hentañ dizemglev. Dizemglevioù e-leizh zo a bep tu, Se eo ar vuhez. Evit ur virgulenn? ha neuze? Diskoulmet e vezont gant un tamm amzer, met marteze n'eo ket dindan un eurvezh. Nag un devezh. Ur vuhez hon eus ivez e-kichen. Met kentañ d'ober eo chom hep kemm anv pennad un den hep goulenn e ali. A zo c'hoarvezet gant ma re meur a wech. War zigarez ne blije ket an anv da hemañ pe henhont. Goulet ma ali ur wech? Gwech ebet. Evit kaozeal e vije mat deskiñ kaozeal. Diwar-benn Evrog e oa ur gudenn? Kaozeadenn zo bet, hag echu. Diwar-benn traoù all e vo kudennoù c'hoazh. Ha neuze? Kaoz a a vo pe ne vo ket? Gourdrouz? Emzalc'hioù reut a lakao da goll amzer, kaoz sioul a lakao da c'hounit amzer ha pennadoù.

gourdrouz adal ar penn-kentañ n'eus ket bet. klasket 'zo bet kaozeal ganit meur a wezh ha ganit an hini eo e vez klevet traoù evel "War ar pennad-se an hini em eus c'hoant da labourat" ha n'eo ket gant ar re all. Menel bouzal da ginnigoù an darn vrasañ eus an dud a rez peurliesañ ha n'eo ket me nemetken a vez chalet gant seurt emzalc'hioù a sav alies diouzh da berzh. gwir e vez kollet ur bern amzer gant suert traoù, dreist-holl gant ar verourion evel m'on-me hag a zo bet dilennet gant ar re all hag a zo o c'hefridi ober war seurt tabut. Reolennoù zo, plij pe na blijont ket dit ha d'ar verourion e vez evezhiañ ha lakaat an dud da blediñ oute.

N'in ket da gaozeal muico'h diwar-benn an afer-mañ, nemet ma vo kendac'het seurt emzalc'hioù ganit e vo stanket da gont ha mat pell zo. Evit lakaat sklaer an diviz mont-en-dro bet kemeret ganin 8evel merour hag a rank kemer seurt divizoù ha n'eo ket nag evit ma flijadur na diouzh ma c'hoantoù personel), setu ar pezh a zo bet graet: 1. un tabut zo savet war ar pennad Frañsez I hag a chom da vezañ diskoulmet da vat (o tennañ d'an doare da envel seurt pajennoù); 2. hervez ar c'haozeadennoù savet war ar bajenn gaozeadenn stag ouzh ar pennad-se ez eo bet leusket ali un nebeud tud, o lakaat sklaer pehini eo savpoent ar muiañ-niver betek-hen; 3. implijet eo bet ar stumm a sav a-du an darn vrasañ eus an dud bet roet o ali war an afer evit envel ar pennad; 4. gwarezet eo bet ar pennad betek ma vo bet diskoulmet ar gudenn en ur c'houlenn e roefe muioc'h a dud o ali war an tem-mañ

betek-hen e oa reizh, d'am soñj, an doare-ober bet dibabet ganin. warlerc'h:

5. dre ma oa bet gwarezet ar bajenn Frañsez II e oa bet savet gant Bianchi-Bihan ur pennad nevez anvet Frañsez ar C'hentañ (e-lec'h Frañsez I); 6. daoust ha m'en deus pep hini ar gwir da sevel ar pennadoù en deus c'hoant, amañ e oa sklaer (d'am soñj atav) e oa bet savet ar pennad nevez-se a-ratozh-kaer a-benn kenderc'hel gant an tabut e lec'h all en ur c'hoût e oa hogozik goullo ar pennad-se (o c'hortoz e vefe skrivet muioc'h evel-just); 7. kemmet e oa bet titl ar pennad nevez-se evit ma klotfe gant an diviz bet kemeret war an afer kent ha gwarezet ar pennad-se; 8. goulennet am boa ali ar verourion all diwar-benn ar fed ma gave din e vefe mat marteze stankañ kont Bianchi-Bihan evit ur prantadig; 9. kaset e oa bet ur gemennadenn gentañ da Bianchi-Bihan o lâret e rankfe chom a-sav gant e doare ober haga blant reuz war ar wikipedia pe a-hendall e vefen rediet da stankañ e gont. --Neal 27 Ebr 2006 da 11:11 (UTC)[respont]

Petra emaout oc'h ober ?

[kemmañ ar vammenn]

Krediñ a ran skrivañ dit, rak o paouez gwelet pezh emaout oc'h ober (o sevel a-ratozh-kaer pennadoù evit amerdiñ tud zo).

Sevel a ran pennadoù evit kas an traoù war-raok. Hag ar re n'int ket echu ganin on (e oan mennet da gas da benn) hag a rafen ma ne vefe ket... n'implijin ket da c'herioù.
hmmm, n'on ket a-du.. arabat ober goap ouzhin. Ne glaskan ket jeu, nemet sioulaat an traoù... neuze arabat livañ gevier. Savet 'peus ar pennad Charlez VII a Vro C'hall, hirio, da 10e, padal e oa tabut bras war an doare d'ober VII, pe seizhvet hag all.. Da biv e lakaez ac'hanon ? Arabat mont re bell ganti ha bezañ a feiz fall. N'em eus tra ebet da c'hounid er jeu-mañ, bez soñj. Kemeret 'meus perzh peogwir 'vez reolennoù, ha lakaaet vez ar wiki en arvar ma ne doujomp ket da reolennoù zo a gavan normal. Ne gav ket dit ? Ma vez ur rebech bennak war un doare d'ober, direizh e kavan kenderc'he sevel pennadoù a ya war ar memes tu. N'eo ket souezhus e vefe rebechet dit ez afez re bell ganti, neketa ? Sell ouzh da bajenn kaozeadenn. Ur pennad a vez grat outañ "heñvelrevelezh pe heñvelreviezh" a zo. Ha goulennet eo bet digant tout an dud o ali a-raok sevel ur pennad. Pezh am eus graet ivez gant ar pennad Diveli/diveliouriezh/anarkouriezh.. (ma fell da dud zo kemer perzh bepred... tra ebet a zo bet divizet c'hoazh ;o) ) . Arabat bezañ feuket a gav din pa vez cheñchet traoù zo. Me 'vat n'on ket. Ha ma ne blij ket din ar cheñchamantoù e klaskin reiñ ma arguzennoù.. ha d'ar gumuniezh ober e soñj ;o) A galon. --★C'hwil-du Siferniet★ 27 Ebr 2006 da 12:53 (UTC)[respont]


N'eo ket en ur ober seurt traoù ez aio an traoù war-raok m'eus aon. N'em eus ket c'hoant difenn den-mañ-den, met pezh a rez a zo ar c'hontroll-mik eus spered wikipedia. N'eo ket gwall fin. N'em eus ket c'hoant tabutal, met kavout a ran sot klask jeu evit un dra ken bihan.

Dres, me ivez.

Perak c'hwezhañ war an tan ? Ar wiki brezhonek eo a gollo er jeu-mañ, da lâret eo tout an dud a glask sevel ur raktres a-bouez evit hor yezh. En em santout a ran taget neuze ivez (peogwir e klaskan ivez reiñ lañs d'ar raktres-mañ) gant seurt jestroù diboell. N'omp ket ken er skolvamm, ha tud deuet omp ni holl d'am menno. Deomp da gaozeal asamblez, sioul, mar plij. Pal ar wiki eo ivez.

Trugarez ;o) --★C'hwil-du Siferniet★ 27 Ebr 2006 da 08:41 (UTC)[respont]

  • Ouzhpennañ a rafen un draig ivez... N'am boa ket kemeret perzh er wiki brezhonek abalamour d'an tabutoù niverus a oa er penn kentañ. N'em eus ket c'hoant e vefe euget tud zo, ha me en o zouez abalamour d'un aergelc'h ken spontus ha ma oa a-raok. a galon. --★C'hwil-du Siferniet★ 27 Ebr 2006 da 08:44 (UTC)[respont]
    • ya, aet e oa an traoù war sioulaat un tammig betek nevezig zo hag er prantad-se e oa bet gallet lakaat ar wiki da greskiñ hag ouzhpenn sachañ da labourat warnañ kalzig a dud. tristik eo gwelet an amzer a ranker dispign evit netra oc'h ober war-dro seurt tabut hag a sav diwr emalc'hioù personel. n'eo ket gwall disheñvel pezh a glask ober amañ ar Bianchi-Bihan e gwirionez evit ar pèzh a veze graet gant ar re na blije ket dezhe ar peurunvan: lakaat e vennozhioù hiniennel da vont dreist d'ar pezh a ra an dud all ha zoken pa vije bet tizhet pe kalsket tizhout un emglev.--Neal 27 Ebr 2006 da 08:54 (UTC)[respont]


Salut Neal. Kentoc'h eget stankañ penn-da-benn pajenn Adsav e vije gwelloc'h damstankañ nemetken: da lavaret eo e vije ret bezañ ezel eus ar wikipedia dibaoe (enrollet) evit gellout kemmañ ar bajenn (graet e vez kement-mañ e yezhoù all). A galon, Benoni 7 Du 2006 da 17:05 (UTC)[respont]

klasket am boa ober evel-se er penn-kentañ ha ne oan ket deuet a-benn. enrollet emañ ivez an hini a oa bet graet an taol-vandalerezh.. stanket e vo ma c'hoarvezh ur wezh all ha mat pell zo. distanket e vo ar pennad a-benn 3 devezh. gortoz pell gortoz gwell 'michañs. a galon.--Neal 7 Du 2006 da 17:28 (UTC)[respont]

merour nevez

[kemmañ ar vammenn]

Setu, lañset 'm eus un dilennadeg nevez : [1]. Kemeret 'm eus framm dilennadeg miz C'hwevrer. Dit da vrudañ an dilennadeg-se bremañ! A galon, Benoni 20 Du 2006 da 10:08 (UTC)[respont]

Dilennadeg

[kemmañ ar vammenn]

Votit amañ

Lañset zo bet ur votadeg evit dilenn merourion/ezed nevez. Tu zo deoc'h da lakaat hoc'h anv ha/pe da reiñ ho vot evit ar re all bet lakaet o anv dija.

Wikeriadur

[kemmañ ar vammenn]

Me zo a-du penn-da-benn gant ar pezh 't eus skrivet: ret eo ober un diforc'h sklaer-tre etre wikipedia (holloueziadur) ha wikeriadur (geriadur). Ha ret e vije kas lod eus ar pennadoù eus wikipedia e-barzh wikeriadur. Met evit ar mare 'n eus nemet 9 bajenn war wikeriadur: piv a zo dedennet ober war dro? (pas me ;-)) Benoni 27 Du 2006 da 11:22 (UTC)[respont]

Bez 'zo un tagadenn spontus a-enep d'hon wikipedia! Emichans e weli buan ar ger-man, evit stankan da viken an tager! Distrujet 'n eus degadoù a bajennoù dija! A galon, Benoni 19 Du 2006 da 23:00 (UTC)[respont]

Ouf! Skrivet 'm eus d'ar stewarded, ha deuet int da stankañ ar robot daonet!!! Met tost omp bet da goll pep tra. Distrujet oa bet zoken framm ar wikipedia brezhoneg! Mont da lakaat va anv evit bezañ merour pa vo ur vot, evit sikour ac'hanout pa zo seurt kudennoù (hag ober al labour merour ivez evel-just). A galon, Benoni 19 Du 2006 da 23:56 (UTC)[respont]

Kudennoù wiki

[kemmañ ar vammenn]

Goût a rez perak ez eo izlinennet an holl liammoù er wiki brezhoneg? Divalav ha displijus eo! Daoust hag-eñ e c'hellfes cheñch kement-mañ evit ma vije evel en holl wikioù all, da lavaret eo izlinennet nemetken pa tremen al logodenn war c'horre? Mod all 'zo savet ur gudenn teknikel an noz-mañ moarvat : 'n eus ket tu ken sevel pennadoù pe patromoù nevez dre lakaat ar gêr barzh "klask" ha gwaskañ war "kas". Daoust hag eñ e c'hellfes renkañ an traoù? Trugarez dit! Benoni 27 Mae 2006 da 08:38 (UTC)[respont]

Demat. Perak ne ya ket ken en dro ar botoù war ar wiki brezhoneg? An hini a save etrewikioù a oa pouezus-mat... Goût a rafes e adlañsañ? Benoni 27 Mae 2006 da 10:21 (UTC)[respont]


Tagadenn mezus

[kemmañ ar vammenn]

Salut Neal. Un tagadenn mezus a zo bet a-enep d'hon pajennoù personnel. Daoust hag-eñ e c'hellfes difenn groñs d'an hini en deus graet seurt tagadenn dismeg kenderc'hel gant e wall-oberioù? O vezañ merour 't eus oustilhoù evit-se n'am eus ket. Trugarez dit. A galon, Benoni 26 Mez 2006 da 11:06 (UTC)[respont]

Graet Stanket eo bet da viken--Neal 26 Mez 2006 da 12:16 (UTC)[respont]

Trugarez dit. Nann, n'eus ket ezhomm gwareziñ ma fajenn. Met ne gomprenan ket re piv 'n eus graet an dra-se, hag e kastilhaneg ouzhpenn-se... Din da c'houzout n'eus ket bet taget pajennoù all eget hon re... Benoni 26 Mez 2006 da 12:37 (UTC)[respont]


Demat. Daoust hag-eñ e vije tu gwareziñ ar pennad war Adsav. Un ezel eus ar strollad-se, Stefan Guillote, a denn bewech ar menegoù a lak war evezh ez eo Adsav ur strollad eus an tu-dehou pellañ (faskour), kar d'ar Vlams Belang, h.a. Marteze e vije tu zoken stankañ an implijer-se, pa n'en deus krouet e gont nemet evit ober war-dro ar pennad Adsav. Gw. : Degasadennoù S. Guillote Benoni 16 Her 2006 da 12:41 (UTC)[respont]

Tingatinga

[kemmañ ar vammenn]

Demat dit, Ne gredan ket a zo re a skeudennoù. Kentoc'h re nebeut a destenn! Me 'zo o teskiñ brezhoneg hag eun tamm diaes eo din c'hoazh da skrivañ kalz evel em eus c'hoant. E doare wikipedia: LabourAChom! A galon Luzmael 26 Her 2006 da 19:49 (UTC)[respont]

respontet
Respontet war ar bajenn goazeal[2]--Neal 27 Her 2006 da 10:01 (UTC)[respont]

Stanket eo bet ganin an implijer/ez he/en doa aet da adkemmañ ur wezh all c'hoazh ar pennad Adsav dre tennañ kuit al liammoù diavaez hag a gas da lec'hiennoù ha n'int ket a-du gant ar strollad-se. E gwirionez n'on ket gwall sur hag int lec'hiennoù talvoudus-tre, m'enfiñ gwell eo o mirout, d'am soñj, evit ma vefe kempouezoc'h ar pennad. An eil kemennadenn an hini e oa, ha divizet ganti/añ chom hep ober van din. Torr-revr eo avat rak implijout a ra un IP dinamek bremañ kentoc'h evit en em lugañ evel un impljer/ez anavezet, met stanket e vo bewech hag adsavet ar c'hemmoù evel-just. gra ivez diouzh da du ivez par ma c'hellez, mar plij. A galon, --Neal 1 Du 2006 da 10:10 (UTC)[respont]

Ya, moarvat n'eus ket ezhomm eus ar pennadoù-mañ, met n'em eus kavet netra all. Hag evel-se ez eo kempouez al liammoù diavaez. Evit ar stankadennoù, e vije marteze aesoc'h evidout stankañ an ipoù nann enrolet. Kasaüs eo, met bon... Benoni 1 Du 2006 da 10:29 (UTC)[respont]

10:10 (UTC)

Dilenn merourien ouzhpenn?

[kemmañ ar vammenn]

Salut Neal. Dibaoe m'eo aet kuit Fulub ez out mui-pe-vui ar merour nemetañ oberiant. Marteze e vije mat dilenn 2 pe 3 merour ouzhpenn? Petra soñjez? Gouzout a rafes aozañ kement-mañ? Benoni 4 Du 2006 da 09:00 (UTC)[respont]

ya, ur mennozh mat e vefe (ha n'out ket kontant gant an doare ma vez kaset en-dro an traoù ganin? lâr ivez da soñj hag e klaskin gwellaat!). pezh 'zo n'oûn dare penaos e vez graet evit ober ur votadeg a seurt-se. ret e vo din goulenn digant fulup. d'am soñj emañ Paotr, ar merour all, oberiant gwezh ha gwezh all ivez c'hoazh. --Neal 4 Du 2006 da 10:33 (UTC)[respont]

Nann, kudenn ebet gant da zoare da merañ, nemet n'eo ket mat kaout ken nebeut a merourien (13 zo da skouer war ar wiki galiseg). Tapet vijemp fall ma n'az pije ket ken amzer merañ, evel m'eo bet chalus-tre p'en deus paouezet Fulub da genlabourat gant ar wiki brezhoneg a daol trumm pa oa eñ an hini nemetañ a ouie ober traoù 'zo... A galon, Benoni 4 Du 2006 da 10:42 (UTC)[respont]
Setu amañ al liamm evit displegaén penaos lakaat merourien nevez, dre m'a 'n eus "burokrat" ebet war ar wiki brezhoneg: [3]. Dit vije moarvat da aozañ an dilennadeg ha da goulenn war-lerc'h ar gwirioù evit ar re vo bet dilennet. A galon, Benoni 10 Du 2006 da 11:10 (UTC)[respont]
Trugarez. C'hoant em boa gortoz d'an nebeutañ ma vefe bet achuet gant an tamm tabut hag a zo o ren er mare-mañ. Graet e vo war-dro afer ar verourion/merourezed nevez da c'houde. Un afer mallus a-walc'h an hini eo d'am soñj, dreist-holl peogwir on aet skuizh a-walc'h o rankout dougen hogozig peptra war ma choug. Gant daou verour oberiant n'eo ket trwalc'h.--Merour (N) 10 Du 2006 da 11:31 (UTC)[respont]

Salut Neal, diwall pa savez patromoù: ret eo lakaat ar rummadoù etre <noinclude> </noinclude>. Mod all e lak reuz er rummad "Patromoù"... A galon, Benoni 29 Du 2006 da 11:55 (UTC)[respont]

ya, gwelet 'm eus. Trugarez.--Neal 29 Du 2006 da 11:56 (UTC)[respont]

ul labour ramzel - met ptra 'zo o vont a-dreuz ganta ar patromoù bremañ? sell ouzh da bajenn gaozeal-te ha klask "Hanterouriezh" da skouer (implijet en e raok ar patrom {{en}})--Neal 29 Du 2006 da 13:51 (UTC)[respont]

N'ouzan ket petra zo kaoz. Met ar "Patrom:en" n'eus netra da welet gant an hanterouriezh... Ez personel n'em eus graet nemet lakaat noinclude, ha netra ouzhpenn...Benoni 29 Du 2006 da 23:05 (UTC)[respont]
Setu, renket eo d'am soñj... Benoni 30 Du 2006 da 01:05 (UTC)[respont]

Porched ar gumuniezh

[kemmañ ar vammenn]

Moarvat 'zo bet gwellet ganit em oa kroget da adsevel penn-da-benn porched ar gumuniezh war ur pajenn brouilhed: amañ. Echu 'm eus sevel framm ar bajenn-se, ha ret eo bremañ he lakaat e brezhoneg. Daoust hag-eñ e c'hellfes sikour ac'hanon. Ur bajenn pouezus-tre eo d'am soñj evit ur wikipedia efedus. Ouzhpenn-se, gant al liammoù ruz e welimp kalz pajennoù diazez a chom deomp da sevel. Trugarez dit, Benoni 5 Kzu 2006 da 11:26 (UTC)[respont]

Ma sikourfes da brezhonekaat e vije dreist. Moarvat 'z eus bet savet pajennoù sikour (hag all) dija, setu m'eo ret lakaat an titl resis. Traoù pouezus am eus d'ober bremañ evit ma labour setu ne vin ket o labourat war ar bajenn-se hiziv moarvat. NB: Traoù a zo da dabout ivez war ar pajennoù "Porched ar gumuniezh" ha "Skoazell". Kalon vat! Benoni 5 Kzu 2006 da 11:38 (UTC)[respont]
kudenn ebet. me ivez ne chomin ket da straniñ gant al labour-mañ hiziv. da gentañ e kemmin al liammoù ruz gant pennadoù bet savet e brezhoneg dija mar vez anezhe ha neuze kregiñ da dreiñ ar pezh a van. Ul labour ramzel koa, met dav boulc'hañ gantañ.

--Merour (N) 5 Kzu 2006 da 12:31 (UTC)[respont]

Gwelet a ran eo bet tomm da'z lêr er mareoù diwezhañ. Diouzh ma zu em boa ranket dilezel ar wiki, re a labour. Klask a rin distreiñ met n'hallin ket ken plantañ 'barzh e-giz a-raok. Ar striv-se am boa graet dreist-holl evit sikour sachañ ar wiki er-maez eus lagenn an tabutoù toull hag an doareoù-skrivañ. Bremañ emañ war an hent mat. Gallout a rez leuskel kemennoù din en-dro war ma fajenn implijer. Heuliañ a rin anezhi en-dro bremañ. Kalon dit ha gourc'hemennoù evit al labour kaset da benn ganit. Fulup 5 Kzu 2006 da 22:21 (UTC)[respont]

Evit pajenn ar c'heleier

[kemmañ ar vammenn]

Marteze e vo moaien deoc'h embann an draig-mañ. Trugarez en a-raok. A galon. Klaod.

n'on ket deuet a-benn da gemmañ ar c'heleir war ar bajenn degemer gwezh ebet. kas a rin da gemenn da vBenoni.

--Neal 7 Kzu 2006 da 09:32 (UTC)GraetBenoni 7 Kzu 2006 da 09:38 (UTC)[respont]

Na gomprenan ket re peseurt kemenn a fell dit lakaat, pa n'eo ket digor ar vot c'hoazh. Tu zo dit skrivañ da gemenadenn da unan amañ : Wikipedia:Kemennoù. A galon, Benoni 26 C'hwe 2007 da 10:18 (UTC)[respont]

Graet Mat eo. Trugarez evit al liamm. Kemennet e vo ur wezh ma vo bet digoret da vat. Rezon 't eus evel-just. --Merour (Neal) (Kaozeal) 26 C'hwe 2007 da 10:40 (UTC)[respont]

Bianchi-Bihan war evezh

[kemmañ ar vammenn]

Lakaet 'zo bet ganin Bianchi-Bihan war evezh. Sellet amañ evit an abegoù. Lavarit din petra soñjit. Ouzhpennañ a ran: ne savan ket pennadoù war Gresia ha ne gemeran ket perzh er C'hendiviz reoliata war an anvioù divoutin gresianek. Ne ran nemet barn emzalc'h Bianchi-Bihan. A galon, Benoni 27 Kzu 2006 da 11:05 (UTC)[respont]

Implijerien faos

[kemmañ ar vammenn]

Kalz tud a c'hoari krouiñ ur c'hont war ar wikipedia brezhoneg just 'vit ober un dastumadeg kontoù, met hep kemer perzh gwech ebet: ne ouezont ket brezhoneg zoken. An hini diwezhañ : Implijer:Scooter. Daoust hag e vez dalc'het seurt kontoù faos? Pe daoust hag-eñ ne vije ket gwelloc'h o diverkañ?Benoni 3 C'hwe 2007 da 18:39 (UTC)[respont]

Kavout a ran divergont komzoù ar paotr-se. Ha ma cheñchamantoù zo spammoù bremañ. Petra eo ar patromoù em bije plantet e degadoù a bajennoù ? MP

respontet

Respontet eo bet en un doare hollek dija amañ.

--Neal 17 Kzu 2006 da 12:05 (UTC)[respont]

Wikipedia n'eo ket ur geriadur

[kemmañ ar vammenn]

Ha ma krogfemp a-dalek bremañ da gas ar pennadoù "geriadurel" davet ar wikeriadur? Marteze e vo dihunet evel-se ar raktres-se ouzhpenn-se. D'an nebeutañ e vo krouet un nebeut pajennoù...;-) Benoni 18 Kzu 2006 da 18:15 (UTC)[respont]

Dispar! Biskoazh kaeroc'h soñj! Evit dihuniñ ar brezelioù, n'eus ket tu da gavout gwelloc'h. Nedeleg laouen ha peoc'h war an douar. Bianchi-Bihan 18 Kzu 2006 da 18:25 (UTC)[respont]
Savet 'vez brezelioù a seurt se gant tud na doujont ket ouzh ar reolennoù ha n'eo ket gant ar re a glask o lakaat e pleustr. Betek-hen out-te an hini nemetañ o kaozeal diwar-benn brezelañ... A-du penn-da-benn gant ar c'hinnig a-hendall - bouteaet e vo ar raktres Wiki all hep "distrujañ" pennad ebet.

--Neal 18 Kzu 2006 da 20:02 (UTC)[respont]

Salud dit Neal Abaoe n'eus pell on emskrivet war wikipedia. Evit kregiñ, skrivet am eus ur pennad diwar-benn Niccolo Machiavelli, met me zo o paouez gwelet e oa bet skrivet unan dija met dindan an anv Niccolò Machiavelli. Ha skrivet am eus ma hini evit ar porched prederouriezh. Penaos ober evit mont e darempred gant an hini en eus skrivet ar pennad pe lakaat an daou bennad en ur memes hini. Trugarez vras dit

Gwendal

Kemeret em eus danvez Niccolo Machiavelli da gendeuziñ gant Niccolò Machiavelli. Diskoulmet ar gudenn. Bernez Bernioù 25 Ebr 2007 da 13:56 (UTC)[respont]
Trugarez--Neal (Kaozeal) 25 Ebr 2007 da 14:05 (UTC)[respont]

Salut, Ur gemenadenn 'm eus laosket dit war da bajenn merour. Ur gudenn bras 'm eus gant MP. Kavout a ran hag e doare ober a zo ur seurt spam: krouiñ ur patrom a lakaat anezhañ war lerc'h war degadoù a bajennoù, ha bewech e lerc'h ma vo gwelet ar gwellañ: e laez ar bajenn!!! Hag ouzhpenn-se e teu da vezañ tagus diouzhtu pa vez klasket lammañ kuit e spammoù! Kavout a ran didereat seut emzalc'h... Petra soñjez? A galon, Benoni 17 Kzu 2006 da 09:37 (UTC)[respont]

Demokratelezh

[kemmañ ar vammenn]

[[4]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 09:59 (UTC)[respont]

Demat. Votoù a zo o vont en-dro amañ evit aotreañ botoù 'zo (YunBot ha TXiKibot), hag amañ diwar-benn ar peurunvan war wikipedia. Emichañs t'o tro reiñ da ali evit lakaat da vevañ an demokratelezh wikipedian ha kemer divizoù asantet gant ar muiañ niver. A galon, Benoni 27 Kzu 2006 da 23:34 (UTC)[respont]

vandalerezh

[kemmañ ar vammenn]

sell ouzh ar c'hemmoù diwezhañ --Kadwalan 18 Mae 2007 da 17:53 (UTC)[respont]

Demat! Gwellet 'm eus ez out kroget da rummadiñ en unander ivez. Krouet 't eus ur rummad Rummad:Strollad sonerezh Breizh pa oa dija ur rummad Rummad:Strolladoù sonerezh Breizh. Chalet hon o welet muioc'h-muiañ a dud oc'h ober kement-mañ. Un diviz a oa bet pell 'zo dija war ar rummadiñ evit lavar e vije savet ar rummadoù el liester er wikipedia brezhoneg (da lavaret eo "Strolladoù sonerezh" ha n'eo ket "Strollad sonerezh"; "C'hoarierien echedoù" ha n'eo ket "C'hoarier echedoù") er c'hontrol eus ar wikipedia galleg met hevel ar wikipedia e saosneg. Kalz poellekoc'h eo rummadiñ el liester evit doujañ da poell ar yezh. Dre ma na gavan ket ken ar bajenn diviz-se (e lec'h oa arguzenoù mat a berzh Fulub da skouer, met eus da berzh ivez ma 'm eus soñj mat: ne oa nemet Ch Rogel o vont a-enep) ez on e soñj sevel ur c'hendiviz reolata evit ma vije un hevelep reolenn evit tout ar wikipedia (ha gant ar spi e vo dibabet ober gant rummadoù el liester). Petra soñjez? A galon, Benoni 21 Gen 2007 da 19:33 (UTC)[respont]

a-du ghanit penn-da-benn. e gwirionez e oa bet implijet ar rummad-se dija kentoc'h evit bezañ bet krouet ganin - n'em boa nemet rummataet ar ruummad koulz lâret (hm, gwall sklaer n'eo ket,f eiz!). m'eanfiñ, ne uien ket e oaur rummad all kalz gwelloch. ret e vefe kas ar pennadoù er rummad faoz (implijet ganin ar wezh-mañ) d'ar rummad mat ha nueze nullañ ar rummad faoz, dre m'az eus ur rummad doubl anezhañ e c'heller e diverkañ raktakl hepmuiken. Ur wezh all, a-du ganit. kudenn ebet. ur fezi eus ma feurzh.. a-galon, ha trugarez da vezañ bet ken aketus.--Neal (Kaozeal) 21 Gen 2007 da 20:16 (UTC)[respont]

  • Penaos emañ kont gant ar bloaz nevez? Setu a-benn ar fin, echuet eo treiñ an etrefas ganin. Adveret em eus tost pep tra hag adtroet tout ar pezh ha oa bet kollet er bloaz paseet. A-benn ar fin, n'eus ket kalz yezhoù eo klok o etrefas! Kavet em eus un doare da labourat war-eeun gant un diorrour. Aesoc'h eo, met pebezh labour torr-penn ! En devezhioù a zeu e tlefe an traoù dont war wel. Klask a rin gwelet penaos gwellaat ar bloc'had skridaozañ bremañ. Fulup 24 Gen 2007 da 21:54 (UTC)[respont]


Salut. Krog on da labourat war ar rummadiñ war ar wikipedia brezhoneg dre ma 'z eo un tammig an anarkiezh evit ar poent. Gwelet amañ: Wikipedia:Rummadiñ. Ur c'hinnig em eus graet ivez amañ war ar pennadoù savet ganit. Laouen vijen kaout da ali, ha da genlabour ma 't eus amzer. A galon, Benoni 26 Gen 2007 da 16:40 (UTC)[respont]

Ar blijadur 'm eus kemenn dit out bet dilennet da vureviad ar wikipedia brezhonek. Gourc'hemennoù! Leuskel a ran ac'hanout goulenn ar gwirioù war meta. Benoni 30 Ebr 2007 da 22:28 (UTC)[respont]

Trugarez vras. Un enor an hini eo. Goulennet am eus ar gwrioù war ar Meta.--Neal (Kaozeal) 1 Mae 2007 da 08:11 (UTC)[respont]

Tefe ket c'hoant lakaat da anv evit dont da vezañ bureviad? Mat vije kaout ur bureviad war ar wiki breezhoneg d'am soñj.Benoni 13 Ebr 2007 da 20:58 (UTC)[respont]

Kudenn ebet evidon. N'on ket sur avat e vefe implijerion/ezed zo a-du evit votiñ evidon... Ha te? N'ec'h eus ket c'hoant ivez?Neal (Kaozeal) 14 Ebr 2007 da 08:09 (UTC)[respont]
Muioc'h a skiant-prenet 't eus egedon, ha moarvat tefe muioc'h a votoù egedon Taol lagad. Ma teues da vezañ bureviad, e lakain marteze ma nvv evit dont da vezañ checkuser, dre ma n'eus hini ebet war hon wikipedia kennebeut. Bon, krouiñ a ran ur bajenn vot evit kaout ur bureviad war hon wikipedia o kinnig da anv. Benoni 14 Ebr 2007 da 15:22 (UTC)[respont]
A-raok sevel ur bajenn vot emaon o vont da sevel ur bajenn evit displegañ petra eo ur bureviad. Gw. amañ: Wikipedia:Burevidi. Tu zo dit sikour ac'hanon da dreiñ pa 't eus amzer.Benoni 14 Ebr 2007 da 15:46 (UTC)[respont]
Setu, krouet 'm eus ur bajenn evidout en em ginnig da vezañ bureviad: Wikipedia:Burevidi/Neal. Mat vije dit en em ginnig berr-ha-berr dindan da anv a-raok na vije digoret ez ofisiel ar vot.Benoni 15 Ebr 2007 da 23:19 (UTC)[respont]

Kendiviz reolata war ar rummadiñ

[kemmañ ar vammenn]

Demat, ur c'hendiviz reolata war ar rummadiñ a zo bet digoret amañ. Ar pal a zo kendoniañ an doare da henvel rummadoù. Trugarez deoc'h da reiñ ho ali er bajenn kaozeadenn, a-raok na vije digoret ar vot. A galon, Benoni 15 C'hwe 2007 da 19:49 (UTC)[respont]

Bureviad meur

[kemmañ ar vammenn]

Evit implij da oustilhoù nevez evit ar wech gentañ, daoust hag-eñ e c'hellfes reiñ ar statud bot da Implijer:Robbot? Labourat a ra kalzig. Trugarez, Benoni 5 Mae 2007 da 22:19 (UTC)[respont]

Graet Neal (Kaozeal) 6 Mae 2007 da 19:09 (UTC)[respont]

Graet Moarvat e c'hellfes reiñ ar banniel bot da : Implijer:Le Pied-bot ha Implijer:VolkovBot. Oberiant mat int ar mareoù-mañ, ar pezh a pounera pajenn ar C'hemmoù diwezhañ. Trugarez, Benoni 19 Mae 2007 da 23:42 (UTC)[respont]

Request for bot status (Breton wiki)

[kemmañ ar vammenn]

As the newly appointed burocrat for the Breton-langauge Wikipedia you can apply directly to me when requsting bot status. Thank you. Neal

Hi, I have made a request here for my bot account User:Le Pied-bot. Cordialy, Le Pied-bot 17 Mae 2007 da 08:02 (UTC)[respont]

Username change please

[kemmañ ar vammenn]

Graet User:Cool Cat -> User:White Cat --Cool Cat 24 Mae 2007 da 09:17 (UTC)[respont]

Petra ober eus ar bajenn a-us savet gant da mignon B-B? Benoni (Kaozeadenn) 24 Mae 2007 da 10:27 (UTC)[respont]

Da gentañ-penn e vefe ret kempenn ar pennad, rak e gwirionez n'eus tamm pennad ebet anezhañ, nemet un tamm skrid o klask lakaat da reizh e emdalc'h personel, anat d'an holl.
Petra ober? Iskisat goulenn a-berzh ur merour: evel gant hollbennadoù wikipedia: gwellaat anezhañ.
N'eo ket bet savet ganin: kavet em eus reolennoù wikipedia ha ne oant ket bet brezhonekaet c'hoazh. Kit da c'hout perak. +}

Gwir eo e c'heller lammat dreist d'ar reolennoù, hogozik an holl met n'eo ket an holl anezhe gwitibunan, rak n'ahller ket, da skouer, implijout danvez gantañ gwirioù aozer. Evel m'emañ displeget er pennad kevatal da hemañ war ar Wikipedia e saozneg, p'am bez soñk mat, e c'heller lammat dreist d'ar reolennoù seul wezh ma santer e vir d'un implijer/ez bennak sevel penandoù en un doare reizh. Neuze n'hallfer ket lammat, da skouer, dreist da reolennoù envel o tennañ d'an doare ma rank bezañ savet titloù ar pennadoù (lakaomp ar c'hendivizoù bet kemeret diwar-benn an doare da dreuzskrivañ ha da vrezhonekaat an anvioù divoutin gresainek) rak n'eus ket anezhe ur skoilh evit sevel penandoù en un doare dereat. Diouzh un tu all n'hallfer ket lammat dreist d'ar reolennoù ma vefe plantet dre se freuz er gumuniezh, da skouer mont a-enep da reolennoù bet votet nevez 'zo etre an holl (pe are re bet kemeret ar boan da gemer perzh er votadeg).

Setu, evion-me e vefe trawalc'h kempenn ar pennad evit sklaeraat ne dalv ket kement ha "pep hini a c'hell ober diouzh e soñj". Ha fellout a ra dit ober war-dro pe kavout a rez gwelloc'h leuskel ac'hanon d'ober (en ur c'hoût ez eus mouezhiadegoù amañ bremañ ha n'am eus ket kalz a amzer)?

N'am o ket amzer kennebeut (mouezhiadegoù zo amañ ivez Taol lagad): pennadoù all emaon o treiñ, hag evel-just a labouran kalzig evit lakaat urzh er wikipedia-mañ keñver rummadoù, liammoù etrewiki, hag all. Benoni (Kaozeadenn) 24 Mae 2007 da 11:00 (UTC)[respont]
'rez ket bil. lakaet am eus ur gemennadenn war ar bajenn mui un tamm displegadenn da heul war ar bajenn gaozeal stag outi. Amzer vo da labourat war ar pennad war-lerc'h. N'eus forzh penaos, daoust d'ar bennaenn-se, n'hall implijer/ez ebet klask plantañ ruz pe kunujenniñ implijerion/ezed all, lakaomp, war digarez o deus ar "gwir" da lammat dreist d'ar reolennoù. Ne gemm ket kalz a dra e gwirionez ar fed ma c'heller lammat dreist d'ar reolennoù peurvuiañ, rak n'haller ket lammat dreist dezhe e gwirionez nemet pa vez ezhomm bras hen ober.
Merour (Neal) (Kaozeal) 24 Mae 2007 da 11:08 (UTC)[respont]

=

Graet Demat! Tu vefe dit reiñ ar statud bot d'am bot marplij? Trugarez! Benoni (Kaozeadenn) 30 Mae 2007 da 15:33 (UTC)[respont]

Demat. Ranket em eus stankañ Bianchi-Bihan e pad an noz. Kroget e oa da gunujenniñ ac'hanon en davarn en un doare taer-tre: sellet amañ. Evel-just, dre ma 'z on me an hini taget ne dalv ar stankadenn-mañ nemet betek ma teuje ur merour all d'ober war-dro evit distankañ pe kadarnaat ar stankadenn (ur stankadenn 24h am eus lakaet evit ar mare). Ar wech gentañ eo din stankañ un implijer all... A galon, Benoni (Kaozeadenn) 4 Mez 2007 da 00:22 (UTC)[respont]

Kudenn ebet. A-du on. --Neal (Kaozeal) 4 Mez 2007 da 05:26 (UTC)[respont]

Kerzh da welet amañ pa teus amzer: [5]. Trugarez, Benoni (Kaozeadenn) 6 Mez 2007 da 16:48 (UTC)[respont]

B-B adarre

[kemmañ ar vammenn]

Demat, ranket 'm eus stankañ e pad ur sizun Implijer:Kergidu hag Implijer:Bernez Bernioù, frioù faos da Implijer:Bianchi-Bihan. Kenderc'hel a rae da embann daoust bezañ bet stanket e pad ur sizun. Benoni (Kaozeadenn) 7 Mez 2007 da 12:01 (UTC)[respont]

ober mat ac'h eus graet, difennet eo margodenniñ. Neal (Kaozeal) 7 Mez 2007 da 17:47 (UTC)[respont]
Hag Implijer:Shelley Konk evit echuiñ Grr...... Benoni (Kaozeadenn) 7 Mez 2007 da 17:54 (UTC)[respont]
Hag Implijer:87.90.221.65Triste!!!!! Ha krouet gantañ ur bajenn dimezell nann-holloueziadurel!!! Benoni (Kaozeadenn) 10 Mez 2007 da 21:22 (UTC)[respont]
Ya, gwelet am boa. Gwelet 'vo evit ar pennad-se - ra ma vo astennet ha kemmet evit e lakaat da vezañ ur penand holloueziadurel pe a-hend-all e vo diverket goude bezañ bet embannet war ar penand-se n'eo ket ar wikipedia ur geriadur. --Neal (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 05:03 (UTC)[respont]



N'em eus ket ezhomm eus an traoù-mañ war ma fajenn. Hag ober a rin gant ar gerioù a garin. labourat a rin war ar pennadoù a garin, pa zeuio c'hoant en-dro, pa baouezo ar bibien da aozañ autos de fe gant pennadoù zo.Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 12:27 (UTC)[respont]
Eus petra out o kaozeal? N'em eus ket lâret e neplec'h n'ahller ket ober gant an termen "prizoniad" geo? Souzeht an tamm ac'hanon nemetken gant ar fed ma rez gant ar (sic.) atav bewech ma implij un bennak an termen "stankañ" evit komz eus ar fed ma vez stanket kont un implijer/ez bennak dre ma ne blij ket dit implij an termen-se ha koulskoude ne lârez mann ebet pa vez graet "prizioniad" ac'hanout. N'on ket chalet na tamm ebet na gant an eil ger na gant egile. Chaletoc'h on, avat, gant ar fed ma c'hellfer klask implijout lieskontoù evit mont e-bioù d'ur stankadenn. Chalet on ivez o welet an niver bras a bennadoù chomet war da lerc'h damachu hag o leuskel kemendall a c'halleg war da lerc'h dre se. Trawalc'h - re wir mac'hat!--Neal (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 09:57 (UTC)[respont]
Hm, n'eo ket reizh, hervezout, lâret eo bet "stanket" un implijer (o kompren eo bet stanket e gont) met gallout a reer lâret eo "prizoniad" unan bennak m'eo bet serret e gont outañ (gant piv eo bet skrivet "Diskleriadur ar prizoniad"? Ha n'eo ket te ar wezh-se ivez? te an hini)! Hag e peseurt prizon out? Prizioniad politikel ac'hanout sur ha n'eo ket marteze. Mat e vefe skrivañ da Amnesty International diouzhtu evit sevel klemm a-enep da riezed spontus ar verourion gabalourion. Ur prizon isispisial e rank bezañ avat ma c'heller dont er-maez ken aes all anezhañ dindan un lesanv pe c'hoazh dianv penn-da-benn evit labourat kas da-benn oberoù war ar raktres-mañ. Enfin, spi am eus en deus talvezet dit ar sizhunvezh en toull, evel ma talvez da prizonidi bolitikel dre vras, evit deskiñ un tamm - da skouer deskiñ penaos eilañ skeudennoù war ar servijer evit gallout o implijout war-lerc'h er pennadoù savet ganit, implijout patromoù evit embann out labourat war ur pennad c'hoazh pe c'hoazh evit klask an holl pennadoù bet boulc'het ganit abaoe kemendall evit gallout o feurachuiñ (ha n'eo ket te an hini en doa skrivet en un tu bennak ne blije ket dezhañ gwelet kemendall a c'halleg hag a saozneg war ar raktres-mañ?). Ha dit da c'hoût - difennet eo implijout kontoù all evit klask reuz dre hañvalout bezañ implijerion/ezed disheñvel ha stanket e vo da ont diouzhtu ma krogez da vont war an hent-se, ha stanket an holl IPoù dianv implijet ganit da heul. oût mat a ran e kavez spontus-tre ar verourion war ar raktres-mañ (me da gentañ ha Benoni da heul), met goût mat a rez ivez e vije bet stanket da gontoù personel da vat ha da viken pell 'zo abalamour d'az emdalc'h (pe emzalc'h ma kavez gwell) war an holl wikipediaoù all. -- Merour (Neal) (Kaozeal) 10 Mez 2007 da 09:30 (UTC)[respont]
Eus petra out o kaozeal? N'em eus ket lâret e neplec'h n'ahller ket ober gant an termen "prizoniad" geo? Souzeht an tamm ac'hanon nemetken gant ar fed ma rez gant ar (sic.) atav bewech ma implij un bennak an termen "stankañ" evit komz eus ar fed ma vez stanket kont un implijer/ez bennak dre ma ne blij ket dit implij an termen-se ha koulskoude ne lârez mann ebet pa vez graet "prizioniad" ac'hanout. N'on ket chalet na tamm ebet na gant an eil ger na gant egile. Chaletoc'h on, avat, gant ar fed ma c'hellfer klask implijout lieskontoù evit mont e-bioù d'ur stankadenn. Chalet on ivez o welet an niver bras a bennadoù chomet war da lerc'h damachu hag o leuskel kemendall a c'halleg war da lerc'h dre se. Trawalc'h - re wir mac'hat!--Neal (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 09:57 (UTC)[respont]

Un nebeut daveoù

[kemmañ ar vammenn]

Un nebeut pajennoù a vije tu treiñ e brezhoneg, hag a tiskriv mat tre emzalc'h hon implijer muiañ karet: meta:Don't be a dick, en:Wikipedia:Do not disrupt Wikipedia to illustrate a point... Benoni (Kaozeadenn) 11 Mez 2007 da 23:36 (UTC)[respont]

N'hallfes ket brezhonekaat ar roazhonekadenn a vije tu treiñ? Evit gwellat live yezh an holloueziadur. Trugarez. Bianchi-Bihan 13 Mez 2007 da 10:24 (UTC)[respont]
Lakaat wikipedia e servij da ezhommoù personel (enep nep piv bennak a vije) zo diheñchañ an holloueziadur, dilezel an neptuegezh (dilezet gant lod abaoe ur pennad) ha labourat enep ar wikipedia brezhonek. Diaes "assume good faith" (troet eo?) da neuze. Bianchi-Bihan 13 Mez 2007 da 10:54 (UTC)[respont]
Daveoù all da lakaat e brezhoneg:

Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 11:32 (UTC)[respont]

Graet Hello Neal! I just made a request for my interwiki bot Byrialbot at Wikipedia:Bot. It is not running yet. Should it do some test edits first for you to see? Best regards, Byrial 21 Mez 2007 da 15:14 (UTC)[respont]

Graet Hi Neal,
I dont think more people are going to vote at Wikipedia:Bot. Could you set the flags? Multichill 7 Gou 2007 da 11:38 (UTC)[respont]

Politikerezh evit ar botoù

[kemmañ ar vammenn]

D'am soñj e vije ret diwall mat eus ar botoù hep banniel dre ma leuniont a-wechoù re vuan ar bajenn "Kemmoù diwezhañ". Ret vije deomp, ha d'ar merourien all, kas ur gemenadenn dezho evit ma tisplegfent amañ ar pezh a ra o robot, hag evit goulenn an aotre kaout ar banniel. Keit ma n'o do ket ar banniel e vo goulennet diganto chom hep implij o robot. Petra soñjez? A galon, Benoni (Kaozeadenn) 28 Gou 2007 da 13:39 (UTC)[respont]

a-du Neal (Kaozeal) 28 Gou 2007 da 13:44 (UTC)[respont]
Skrivet 'm eus dija da SieBot. Benoni (Kaozeadenn) 28 Gou 2007 da 13:52 (UTC)[respont]

Demat. Ur fazi 'p eus graet pa peus roet da gKadwalan e wirioù merour. Roet t'eus dezhañ ivez ar gwirioù bureviad (s.o. Dibar:Log/rights), padal n'eo ket bet dilennet d'ar garg-se. Daoust hag-eñ e c'hellfes reizhañ kement-mañ? N'on ket sur e c'hellfes dizober ar pezh peus graet, met daoust hag-eñ e c'hellfes neuze mont war meta evit displegañ da fazi ha dezho lakaat Kadwalan da merour ha pas da vureviad? Trugarez, Benoni (Kaozeadenn) 19 Eos 2007 da 12:52 (UTC)[respont]

Pop pop pop, n'emañ ar gwirioù bureviad ganin. Graet em eus un taol esae. Difennet eo ar bajennoù a glaskan tizhout. N'eus ken ar menegoù da cheñch evit doare--Kadwalan 19 Eos 2007 da 13:28 (UTC)[respont]

Graet Tu vije dit ober war dro ar botoù amañ: wikipedia:Bot. Meur a bot a zo o c'hortoz o banniel bot. Trugarez dit, Benoni (Kaozeadenn) 1 Gwe 2007 da 10:26 (UTC)[respont]

  • Bot operator: User:White Cat (Commons:User:White Cat) - En-N, Tr-4, Ja-1
  • List of botflags on other projects: Bot has a flag on wikimedia (meta,commons) wikipedia (ar, az, de, en, es, et, fr, is, ja, ku, nn, no, ru, sr, tr, uz, simple) (See: m:User:White Cat#Bots)
  • Purpose: Interwiki linking, double redirect fixing, commons delinking (for cases where commonsdelinker fails)

-- Cat chi? 2 Meu 2008 da 13:00 (UTC)[respont]

Hello? -- Cat chi? 22 Mae 2008 da 19:49 (UTC)[respont]

Displegadenn diezhomm

[kemmañ ar vammenn]

Setu ur pennad diezhomm diwar ma fajenn Bianchi-Bihan 11 Gou 2007 da 13:38 (UTC)[respont]

"Achu/Damachu/Peurachu

Evit slaeraat an traoù: implijout a ran ar patrom {{LabourAChom}} e krec'h ur pennad bet boulc'het ganin evit disklêriañ emañ ar pennad war ar stern c'hoazh ha neuze e vez lakaet war evezh an implijerion/ezed all da chom hep kemmañ tra pe dra keit ha m'emeur o labourat warnañ c'hoazh. Bez' e c'helelr kemmañ ur penand war ar stern a seurt-se evel-just, met aesoc'h eo chom hep hen ober evit abegoù sklaer. Setu douzh un tu da betra e talvez ar patrom-se mar fell dit e implijout ur wezh bennak. Ur wezh m'eo achu ar penand ha prest da vezañ reizhet, kemmet, diverket pe me 'oar me e tisklêrian emañ "achu". --Neal (Kaozeal) 11 Gou 2007 da 11:43 (UTC)":[respont]

Ma oa ken diezhomm all an displegadenn eo diaes kompren an holl evezhiadennoù bet savet ganit er c'heñver-se. D'an nebeutañ ne vo ket tu dit da lâret (=n'halli ket lâret) bremañ n'emañ ket achu ur pennad zoken pa van fazioù ennañ. Ne skrivin ket pelloc'h diwar-benn an afer-mañ dre m'eo bet sklaeraat an traoù war a welan.Neal (Kaozeal) 11 Gou 2007 da 13:41 (UTC)[respont]

Diezhomm oa peogwir e ouzon petra eo echu/diechu/peurechu. Ne ran ket gant sterioù personel ar ger, ha n'o deus ket da gaout lec'h en un holloueziadur. Bianchi-Bihan 11 Gou 2007 da 17:13 (UTC)[respont]

Stankañ kont Bianchi-Bihan: da ali mar plij

[kemmañ ar vammenn]

(s.o. Kaozeadenn Implijer:Bianchi-Bihan)

Pediñ a ran da ali a-raok stankañ kont Bianchi-Bihan e-pad tri devezh. Aet on skuizh o klevet e dagadennoù hag e gunujenniñ em c'henver. N'eo ket reizh ar fed ma klask duañ ma anv ha hini ar raktres-mañ abalamour ma vez lakaet e pleustr reolennoù bet votet war ar raktres-mañ. Merour (Neal) (Kaozeal) 31 Gou 2007 da 19:32 (UTC)[respont]

A-du ganit. Evel ma 'm eus bet displeget dec'h: kalz re bell eo aet gant e dagadennoù diehan hag e gunujennoù a enepdout. Lakaat a ran anezhañ war evezh ivez. Benoni (Kaozeadenn) 31 Gou 2007 da 17:42 (UTC)[respont]

Stanket Bianchi-Bihan adarre

[kemmañ ar vammenn]

Ranket em eus stankañ Bianchi-Bihan evit ur sizunvezh p'en deus kendalc'het gant e emzalc'h tagus diehan daoust dezhañ bezañ bet lakaet war evezh ganin, gant Neal ha gant Kadwalan. E emzalc'h a zo o tistruj wikipedia tamm-ha-tamm pa digaloneka an holl da genlabourat amañ. Ne oar ket eskemm, nemet skeiñ war an holl. Ma saves a-enep d'ar stankadenn-mañ e c'helles distankañ Bianchi-Bihan, pe hiraat ar stankadenn ma gav n'eo ket hir a-walc'h ar stankadenn. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 30 Eos 2007 da 11:40 (UTC)[respont]

A-du gant ar stankadenn - re verr zoken d'am soñj pa delc'her soñj eus ar reuz a vez plantet gant an implijer-mañ gwezh ha gwezh all. Bewech m'eo bet distanket e gont outañ goude bezañ bet stanket ne ra nemet adkregiñ da lammat dreist d'ar reolennoù ha da dagañ an dud (peurliesañ ar verourion, an eil war-lerc'h egile...). Merour (Neal) (Kaozeal) 31 Eos 2007 da 17:20 (UTC)[respont]

Mallus: afer merañ. Hoc'h ali mar plij

[kemmañ ar vammenn]

War a seblant ez eus savet ur gudenn diwar ar stankadennoù bet kaset da-benn nevez 'zo. Ret eo vefe sklaeraat penaos ober m'eo bet stanket un IP stag ouzh un urzhiataer boutin e implij (staliet en ul levraoueg foran, lakaomp) dre m'eo bet implijet an IP-se en un doare dizereat gant unan bennak hervez reolennoù ar Wikipedia-mañ (reizh e vefe ar stankadenn hec'h-unan neuze) met abalamour d'ar stankadenn-se e virfe ouzh tud all, didamall int-i hervez an hevelep reolennoù mont-en-dro, da gemmañ pe da sevel pennadoù gant an urzhiataer-se. Trugarez vras deoc'h d'am c'has hoc'h alioù war ar c'hraf-mañ. Neal (Kaozeal) 13 Gwe 2007 da 09:19 (UTC)[respont]

Demat. Na gomprenan ket re. Daoust hag-eñ e c'hellfes bezañ resisoc'h? Gant peseurt chomlec'h ip 'z eus ur gudenn? Pe gant peseurt kont? Benoni (Kaozeadenn) 13 Gwe 2007 da 09:28 (UTC)[respont]
Aet eo unan bennak e darempred personel evit displegañ ar gudenn-se din. bet ma vin aotrett gantañ/i n'hallin ket bezañ resisoc'h. Met setu amañ ar gudenn: stanket un IP stag ouzh un urzhiataer implijet gant meur a hini en ul lec'h foran dre ma oa bet treuzimplijet an IP-se gant unan bennak. Reizh e vefe ar stankadenn evit a sell ouzh an den resis-se, met diouzh an tu alla vat e virfe ouzh tud all, meur a hini marteze ha kenlabourerion/ezed oberiant lod anezhe ivez 'michañs, da gemmañ pe da sevel pennadoù oc'h implijout an urzhiater foran-se... Distankañ an IP a c'hellfer ober, met laosket e vefe an implijet bet droukimplijet an IP-se gantañ da glask e dreuimplijout adarre.Neal (Kaozeal) 13 Gwe 2007 da 09:59 (UTC)[respont]


Ma ouezez peseurt kont ha peseurt ip eo, e c'hellfes distankañ an ip hep di-stankañ ar c'hont (ret eo evit-se distankañ ar c'hont hag e adstankañ hep stankañ an ip ar wech-mañ). Evel-just, d'ar mare-se e c'hellfe an hini tamallet ad-krouiñ ur c'hont all, hag adkregiñ da skrivañ dre ma na vo ket stanket an ip... Diskoulm all ebet din da c'hoût... Benoni (Kaozeadenn) 13 Gwe 2007 da 10:15 (UTC)[respont]
Dre ma n'eus ket kalz wikipedourien oberiant e vefe souezhus e vefe meur a hini o labourat er memes rouedad foran. Kalz frankoc'h eo ar wikipedia brezhonek evit kalz re all war an dachenn-se a-hend-all. Berzet e vez gante lakaat e anv en o wikipediaoù gant ur seurt IP. --Kadwalan 13 Gwe 2007 da 10:19 (UTC)[respont]
Ha stanket e vefe ar rouedad urzhiataer da vat pe ar gont implijer hepken? Unan en doa displeget din ne c'haller ket stankañ ouzh implij un urzhiataer dre stankañ ouzh ur chomlec'h IP abalamour ma cheñch hemañ bewezh (Poz dezhañ diantav!). Re verr eo ma skiant war an dachenn-se. Gwelloc'h e vefe goulenn gant merourien ur wikipedia all, dezhe un tamm skiant-prenañ war an dachenn...--Kadwalan 13 Gwe 2007 da 10:19 (UTC)[respont]


Ma'z oc'h a-du c'hi ho-tauo (ar verourion oberiant-tre nemete) e kinnigan ober evel m'en deus kinniget Benoni: distankañ an IP foran (ma teuan a-benn da c'hoût pep hini eo evel-just) en ul leuskel stanket ar gont personel bet krouet gant an IP-se bet implijet evit mergodenniñ. Diouzh an tu all e vefe un dra vat d'am soñj, ha gortoz a rin hoc'h ali a-raok hen ober, stankañ da vat ha da viken ar gont pennañ kirikielk d'ar margodennoù-se (da lâret eo hini B-B) evit klask mirout outañ da vergodenniñ evel-hen ha neue evit gallout mont e-bioù da guidennoù a seurt-mañ a c'hellfe sevel en dazont a-hendall. A galon, ha trugarez vras evit ho respontoù ken prim all, Neal (Kaozeal) 13 Gwe 2007 da 10:47 (UTC)[respont]
Ya, a-du gant da ginnig. Benoni (Kaozeadenn) 13 Gwe 2007 da 11:05 (UTC)[respont]
A-du emaon evit stankañ diouzhtu kement eil kont implijet gant ur wikipedour zo stanket outañ hag oberiant e-pad ar stankadenn, ha da viken. Arabat eo ober goap... Evit a sell BB e kav din e krou pennadoù mat memes tra pa vez war e du. Pec'hed e vefe e stankañ da viken. Ouzhpenn-se, ma labour diwar ur rouedad urzhiataerioù, stankañ ouzh e gont implijer ne servijo da netra rak ne viro ket outañ a ober gant ur gont all, kouda? Gwelloc'h e lezel dezhañ e gont evel-se e ouezimp ouzh piv hon do afer. Ne viro ket ouzhimp a stankañ e gont evit ur frapad bewech ma vo reuz gantañ pe a wareziñ pajennoù pa vo spletus. Pegeit eo ar frapad hirañ ma oa bet stanket?--Kadwalan 13 Gwe 2007 da 13:22 (UTC)[respont]
Distanket am eus an holl IPoù bet stanket p'eo bet stanket ar c'hontoù bet implijet evit mergodenniñ rak stag eo an IPoù ouzh urzhiataerezioù foran ha n'halle ket tud all kerderc'hel da labourat gant ar genrouedad-se. N'on ket sur avat hag-eñ em eus graet mat: ha gallout a rafes mont da deurel ur sell ha kadarnaat hag-eñ eo bet great mat an distankañ-adstankañ-se mar plij ha reizhañ an ober m'ar vez ret? Setu ar c'hontoù bet distanket ha neuze adstanket hep stankañ an IP: Bernez Bernioù, Shelley Konk, Tangi Gwegen Trugarez. Neal (Kaozeal) 14 Gwe 2007 da 09:21 (UTC)[respont]

Paotr paour, n'emaon ket o labourat war ar memes rouedad urzhiaterioù ha BB, d'am soñj. N'hallan ket gouzout ha distanket eo an IP eta. Evit a sell gwiriañ ar pezh 'teus graet, n'ouzon ket penaos ober. N'ouzon ket zoken penaos az teus graet evit stankañ ouzh ur gont hep stankañ ouzh an IP implijet. Ret e vo displegañ din.--Kadwalan 14 Gwe 2007 da 09:39 (UTC)[respont]

Dougen klemm a-enep da vBianchi-Bihan

[kemmañ ar vammenn]

Dougen a ran klemm a-enep da vBianchi-Bihan, hag a zo adkroget gant e "heskinerezh moral" a enepdon. Savet en deus ur bajenn a-ratozh evit sevel brud fall war va gont: amañ. Goulenn a ran eta e vije lâret groñs da vBianchi-Bihan reiñ peoc'h din, ha goulenn a ran e vije diverket e bajenn tagañ a enepdon. Trugarez dit, Benoni (Kaozeadenn) 30 Gwe 2007 da 21:30 (UTC)[respont]

Lakaet 'm eus war evezh an Implijer:Tangi Gwegen evit e emzalc'h tagus hag e gunujennoù. Moarvat eo ur fri faos da vBianchi-Bihan. Pa vo prouet, e vo stanket an daou gont da virviken. Benoni (Kaozeadenn) 11 Gwe 2007 da 08:21 (UTC)[respont]

Bon, stanket eo bet ganin. Ur fri-faos eo da vBianchi-Bihan. N'eo bet stanket ganin nemet e pad ur sizunvezh, met o vezañ ur fri-faos da vBianchi-Bihan e goulennan e vije stanket an daou gont da viken. Petra soñjes? Benoni (Kaozeadenn) 11 Gwe 2007 da 08:38 (UTC)[respont]

Ali on stankañ kont T Gwegen da viken ha da astenn stankadenn BB. s.o. pajenn Benoni--Kadwalan 11 Gwe 2007 da 08:47 (UTC)[respont]

N'ouzon ket petra emañ ar Benoni o klask, met ezhomm zo da gavout ur merour evit lavarout dezhañ sioulaat. Bianchi-Bihan 30 Gwe 2007 da 18:32 (UTC)[respont]

Lâr-me eus petra 'zo kaoz hag e klaskin ober war-dro warc'hoazh, rak n'on ket bet o heuliañ gwall bizh ar raktres an devezhioù-mañ. Neal (Kaozeal) 30 Gwe 2007 da 18:55 (UTC)[respont]
Laouen vijen gouzout ivez +. Gouzout a ran just en deus kroget Bianchi-Bihan gant e dagadennoù diehan en-dro ar mintin-mañ... Ur sizunvezh eo bet gouest chom sioul memestra! Taol lagad Benoni (Kaozeadenn) 30 Gwe 2007 da 19:46 (UTC)[respont]

War a welan eo "sevel brud fall" menegiñ skridoù Benoni. Gallout a rafe:

  • chom hep skrivañ anezho
  • en em zigareziñ pa ya re bell.

Ne ra ket. Dibab a ra mont pelloc'h. Bianchi-Bihan 30 Gwe 2007 da 22:02 (UTC)[respont]

Barrek eo Bianchi-Bihan evit treuzfurmiñ atav an traoù evit sevel un afer eus un netra, ha dreist-holl rebech d'ar re all e fazioù dezhañ. N'ouzomp ket resis c'hoazh ar pezh a rebech din. Dre ar skouerioù a ro avat, e vije mat din mont d'ober un dro amañ Kaozeal:Huñvre. Iskis ne vije ket bet roet al liamm dit gant Bianchi-Bihan. Me n'am eus kudenn ebet e vije meneget ma skridoù: reiñ a ran zoken al liamm evit ma c'hellfe an holl gwellet ivez skridoù Bianchi-Bihan Taol lagad... Benoni (Kaozeadenn) 30 Gwe 2007 da 22:12 (UTC)[respont]
Kinniget am eus un diskoulm da Vianchi-Bihan war e bajenn kaozeal. Tu zo dit teurel ur sell a reiñ da soñj. Benoni (Kaozeadenn) 30 Gwe 2007 da 22:42 (UTC)[respont]
Ret eo anzav ec'h a buan ar soubenn da drenk war digarez disterachoù a-wezhoù. E gwirionez ne gomprenan ket ret vat e pelec'h emañ ar gudenn bennañ an taol-mañ: implijout ar stumm "huñvre" pe "hunvre" e titl ar pennad pennañ? D'am soñj e vefe mat marteze goût hag-eñ ez eus ur c'henemglev evit implijout ar stummoù a gaver e geriadur an here nemet ma savfe un tabut diwar o fenn pe get en ur c'hoût ne rank ket dre ret ar politikerezh envel klotaat gant ar c'hinnigoù a gaver er geriadur-se. Evit ar peurrest e vefen gwall laouen o welet an traoù o vont war sioulaat rak, gant rezon pe get, e sav ur lodenn vras eus ar c'hudennoù diwar emzalc'h nebeut-tre a implijerion ha komprenm mat a ran ivez pegen diaes e c'hell bezañ krediñ emañ unan bennak o labourat a $feiz vat m'eo bet stanket e gont outañ nouspet gwezh dija gat merourion disheñvel abalamour d'e emzalc'h. Aet on un tammig skuizh gant an holl chikanerezh-mañ e gwirionez rak gwelet a ran e van stanket ar raktres aliesoc'h-aliesañ abalamour da dammoù dizemglevioù peurliesañ deuet diwar emzalc'hoù hiniennel ha me o klask mont war-raok, klask diskoulmoù ha me 'oar me atav (rak kilañ am eus graet alies evit mad ar raktres). Setu ur c'hinnig: e-pad un nebeud mizvezhioù sevel pennadoù nevez en ur doujañ d'ar reolennoù bet degemeret betek-hen hep distreiñ war pennadoù kozh nemet ma ne doujfent ket ouzh ar reolennoù-se. Aesoc'h e vefe boulc'hañ labour pep hini d'am soñj ma vefe muioc'h a reolennoù sklaer ha tizhet un emglev ledan diwar o fenn met war a welan ne fell ket d'an darn vrasañ na kemer perzh er c'haozeadennoù-se. Disoc'h: savet e vez pennadoù ma ranko bezañ kaozeet diwar o fenn kaze unan-hag-unan. N'oûn ket re. Hiziv n'em eus netra pozitivel da lâret - goude un toullad amzer o labourat war ar raktres-mañ ha bezañ bet dilennet merour ha bureviad on aet skuizh ha digalonekaet un tamm mat abalamour da emzalñc'h tud na oar ket labourat a-stroll. Neal (Kaozeal) 1 Her 2007 da 13:20 (UTC)[respont]

Marteze e vo ret din dougen klemm adarre enep ur merour krog da deurel kunujennoù: arabat ober goap eus an dud gant da skouerioù faos, o klask "manipulañ" an dud, pegen koant! Bianchi-Bihan 16 Her 2007 da 11:54 (UTC) Amañ e oa: [[6]] Bianchi-Bihan 16 Her 2007 da 15:49 (UTC)[respont]

BB n'eus klasket kemm testenn ar pezh a oa lakaet d'ar vot er c'hendiviz reolata, evit pezh a sell d'ar bibien. Grevus kenañ eo kement-mañ d'am soñj: ne vez morse kemmet ar pezh emaomp o votiñ ur wech kroget ar vot (diverket 'm eus eta e gemmoù)! Kroget 'n eus da sevel kalzig pennadoù war ar bibien ivez, o vont a-du gant e mennoz (hag a seblant kaout ar bihanañ-niver war wikipedia, hag e bed ar brezhoneg ivez, evel m'en deus displeget Fulub Jakez). Goulennet 'm eus groñs digantañ paouez labourat war ar bibien keit ma na vo ket echu ar c'hendiviz reolata (6 devezh). Petra soñjez? Benoni (Kaozeadenn) 19 Her 2007 da 09:21 (UTC)[respont]

Ar gwir a zo ganit: n'haller ket kemmañ ar pezh emeur o vouezhañ diwar e benn e-kerz ar votadeg, nemet, evel-just, ma vefe evit reizhañ traoùigoù o tennañ d'ar yezh ha d'ar yezhadur.
Poellek eo, d'am soñj, paouez da labourat war un dachennig resis keit ha ma van digor un votadeg diwar-benn ar politikerezh envel o tennañ d'an dachenn-se. Torr-penn eo rankout kemmañ nouspet pennad bet savet dindan un titl lakaet da fall hervez ur c'hendiviz envel tizhet war an dachenn-se ha kollet e vez ur bern amzer oc'h ober war-dro pennadoù a-seurt-se. N'eo ket ar wezh kentañ ma c'hoarvez kement-mañ hag aet on skuizh o koll ma amzer o reizhañ traoù a c'hellje bezañ bet savet un un doare reizh ma vijer bet gouest da c'hortoz un tammig. B-B an hini eo a lâr e rankfer gortoz atav a-raok kas da-benn ar c'hemm-mañ'r-c'hemm, ha koulskoude... Ken poellek all eo, neuze, goulenn ouzh an implijerion/ezed all chom hep labourat war an dachenn-se ivez betek ma vo bet tizhet un emglev envel ma ranko bezañ doujet outañ, dreist-holl pa vo achu ar votadeg emberr evel en degouezh resis-mañ. Goulenn a rin groñs ouzh B-B chom hep sevel pennadoù war an dachenn-mañ neuze betek ma vo achu ar votadeg. Neal (Kaozeal) 19 Her 2007 da 11:47 (UTC)[respont]
BB n'eus kendalc'het da labourat seul vui ma c'hell war ar pibien, daoust ma oa bet goulennet digantañ gortoz betek fin ar c'hendiviz reolata. Ranket 'm eus eta stankañ ar pennad Roll ar bibien betek fin ar c'hendiviz reolata. Benoni (Kaozeadenn) 20 Her 2007 da 00:08 (UTC)[respont]

Respont d'an tagadennoù uheloc'h

[kemmañ ar vammenn]
  • N'em eus ket kemmet, met displeget traoù ha ne oant ket displeget mat, evit skerijenniñ ar voterien: ne gemme netra e ster ar frazennoù, netra e vot an dud. Traoù zo avat a oa bet kemmet gantañ ivez m' eus aon, pe hunvreet 'meus?
  • Gwir en deus n'eus forzh piv da sevel pennadoù, hervez reolenn veur wikipedia.
  • Lenn a ra Benoni displegadurioù Fulup pe ma re gant lunedoù ispisial: n'em eus lennet netra eus pezh a lavar Benoni er wikipedia.
  • Pa oan paouezet da labourat war ar pennadoù eo bet Benoni o kemm ur pennad hag o torriñ al liammoù am boa savet. Kement-se zo grevus, evel ma lavar, hervez reolennoù wikipedia.
  • Dont a ra goude da damall din bezañ klasket adsevel al liammoù distrujet gantañ etre Roll ar bibien hag Anacletus, Korneli, Lucius Iañ, Marcellus Iañ, Marcellinus, Sergius Iañ, Urban V, Caius (pab), pennadoù krouet darn anezho a-raok ar 16 a viz Here. Ha kemer a ra se da zigarez evit skornañ ar bajenn, goude adtorriñ al liammoù. Ma n'eo ket se ober fae war al labour wikipedel, n'ouzon ket petra eo! Bianchi-Bihan 20 Her 2007 da 01:09 (UTC)[respont]

Bianchi-Bihan lakaet war evezh

[kemmañ ar vammenn]

Lakaet eo bet Bianchi-Bihan war evezh ganin evit ar brezel embann emañ o ren war ar pennad Lusius Iañ, daoust da disoc'h ar c'hendiviz reolata war an anvioù-tud. Skornet eo bet ar pennad ivez da c'hortoz, hervez reolenn an tri c'hemm. Benoni (Kaozeadenn) 26 Her 2007 da 17:51 (UTC)[respont]

Implijerien stanket

[kemmañ ar vammenn]

Un implijer stanket a c'hell mont e darempred ganin: trawalc'h eo dezhañ/i klikañ war "Kas ur postel d'an implijer-mañ". Mod all, ma fell d'un implijer stanket mont e darempred gant an holl, e c'hell skrivañ war e bajenn bersonel. Benoni (Kaozeadenn) 29 Her 2007 da 20:06 (UTC)[respont]

Trugarez vras dit. Krouiñ ur bajenn a-ratozh em boa graet evit gallout he stankañ met ne oan ket deuet a-benn da embann netra war ar bajenn gaozeal na war ar bajenn bersonel keit ha ma oa stanket ar gont-se. Neal (Kaozeal) 29 Her 2007 da 20:47 (UTC)[respont]
Iskis. Sañset ez eur da vezañ gouest da skrivañ war pajenn kaozeal ar bajenn personel pa vezer stanket. Stanket oan bet ur wech war ar wikipedia gallek gant ur broadelour gall (ha distanket buan gant ur merour kebekat) ha gellout a raen skrivañ war pajenn kaozeal ma fajenn bersonel... Benoni (Kaozeadenn) 29 Her 2007 da 20:52 (UTC)[respont]

Bianchi-Bihan hag e frioù-faos

[kemmañ ar vammenn]

Hiraet eo bet ganin stankadenn Bianchi-Bihan eus pemzekteiz evit bezañ krouet 11 fri-faos (d'an nebeutañ). Setu amañ ar frioù-faos a zo bet kavet dre ur wiriekadenn ip:

An holl frioù-faos-se a zo bet stanket da viken evel-just, dre ma z'eo difennet groñs margodenniñ. Benoni (Kaozeadenn) 3 Du 2007 da 01:08 (UTC)[respont]

A-du. Neal (Kaozeal) 3 Du 2007 da 08:04 (UTC)[respont]

An aotrou Bianchi-Bihan a zo kroget da gemm penn-da-benn ur bajenn hag a zo degemeret evel unan eus pennaennoù wikipedia. Seurt pajennoù na c'heller kemm sañset (dreist-holl pa z'int diwar-benn reolennoù boutin d'an holl wikipediaoù) nemet dre asant ar gumuniezh. Mat vefe d'am soñj dont en-dro war holl kemmoù Bianchi-Bihan ha goulenn digantañ lakaat e soñj war ar bajenn kaozeal. Mat vefe ivez, war seurt pajennoù, lakaat an hevelep patrom ha war ar wikipedia saosnek:

Politikerezh ofisiel


Degemeret eo bet ar bajenn-mañ evel unan eus politikerezhioù ofisiel ar Wikipedia brezhonek. Asantet eo en un doare ledan gant kenlabourerien ar raktres, hag ez eo ur reolenn a rankfe bezañ heuliet gant holl implijerien ar raktres. Trugarez deoc'h eta da chom hep embann ar bajenn-mañ hep bezañ gwiriekaet en a-raok e touj ho kemmoù d'ur c'henemglev ledan. Ma n'oc'h ket sur, lakait ho soñjoù kentoc'h war ar bajenn gaozeal da gentañ.


Petra soñjez? A galon, Benoni (Kaozeadenn) 3 Kzu 2007 da 10:18 (UTC)[respont]

betek m sav ur c'henemglev ma deu unan bennak da gemmañ ur politikerezh bet asantet outañ betek-hen e vefe ret resteurel ar pennad da gentañ (nemet rezihadennoù yezhadur evel-just) ha gwareziñ ar bajenn-se en ur gemenn d'an implijer/ez-se da chom hep hen ober betek ma vo bet tizhet un emglev all. Ma kendalc'h da gemmañ traoù evel-se en desped d'ar gemennadenn e vefe ret stankañ e gont rak ret e vefe lakaat e/hec'h oberoù da vandalerezh/reuz. Neal (Kaozeal) 3 Kzu 2007 da 14:11 (UTC)[respont]
A-du ganit. Benoni (Kaozeadenn) 3 Kzu 2007 da 14:24 (UTC)[respont]

Lakaet eo bet ganin Bianchi-Bihan war evezh adarre, evit e emzalc'h dañjerus evit ar raktres dre vras. Displegañ a ran en un doare un tammig hiroc'h war e bajenn kaozeal. Tagañ a ra bemdez a ziou hag a gleiz (daoust ma n'em kinnig atav evel an hini taget), c'hoari a ra ar roñfl o lakaat ar merourien da goll amzer o rankout addisplegañ kant gwech an hevelep tra, na zouj ket d'ar c'hendivizoù reolata, hag all. Pa ya mat pep tra, e krou aferioù eus netra (da skouer: krouiñ ur rummad evned pa oar mat-tre ez eus ur rummad laboused - diverket en deus ar meneg rummad:laboused war meur a bajenn-, ha goude plantañ reuz peogwir e nac'h e vije kendeuzet ar rummad doubl krouet gantañ). Hag all, Benoni (Kaozeadenn) 20 Kzu 2007 da 17:29 (UTC)[respont]

A-du evel-just. Goude an holl evezhiadennoù ha stankadennoù bet gounezet gantañ gant e emdalc'h, en ur c'hoût ne deu ket a-benn da gemmañ e emzalc'h ur wezh distanket e gont hag en ur c'hoût e laka un aergelc'h fall-brein da redek dibaouez hag a vir ouzh tud da dont da genlabourat, ouzhpenn lakaat ar verourion da goll o amzer, e kavfen gwell stankañ e gont outañ ma kendalc'h war an hent m'emañ aet warnañ adarre hag ar wezh-mañ evit ur prantad kalz hiroc'h - dezhañ an amzer da brederiata diwar-benn e emdalc'h, mont en-dro ar raktres, spered ar c'henlabour hag e blas war ar raktres-mañ. gwir eo eo bet savet meur a bennad gantañ 8evel ma lâr-eñ e-unan gwezh ha gwezh all) met n'eo ket a-drugarez d'an niver a bennadoù bet savet gant unan bennak ma c'hell chhom hep doujañ d'an holl reolennoù evel ma ra. gant tud all evez savet penandoù ivez ha ne vez ket savet kemendalla drouz gante ha dont a reont a-benn da gnlabourat dre kemeer perzh er c'hendivizoù hag er c'hazeadennoù o reiñ o ali hag oc'h ober kinnigoù pozitivel kentoc'h eveit klemm dibaouez. Neal (Kaozeal) 20 Kzu 2007 da 17:37 (UTC)[respont]


Bianchi-Bihan stanket

[kemmañ ar vammenn]

Bianchi-Bihan a zo bet stanket ganin evit ur sizhunvezh. Gallout a rez sellet ouzh an abegoù war kannadig ar verourien pe war bajenn kaozeal Bianchi-Bihan. Gallout a rez hiraat ar stankadenn, reiñ da ali, pe goulenn muioc'h a ditouroù diganin war abegoù ar stankadenn. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 30 Kzu 2007 da 12:06 (UTC)[respont]

A-du on-me gant ar stankadenn. Kudenn ebet war a welan. Marteze e vo tu da labourat siouloc'h ar bloaz-mañ. Neal (Kaozeal) 6 Gen 2008 da 12:39 (UTC)[respont]


Bianchi-Bihan hag ar patrom "war evezh"

[kemmañ ar vammenn]

Bianchi-Bihan a oa bet lakaet war evezh ganin evit e emzalc'h. Aet e oas a-du ganin. Teir gwech dija avat en deus klasket Bianchi-Bihan kuzhat e oa war evezh: [7], [8], [9]. Adlkaet eo bet an evezh ganin bewech. Ar wech a zeu ez on ali stankañ anezhañ evit kement-mañ. Petra soñjes? War n'eus forzh peseurt wikipedia all e vefe bet stanket evit kement-mañ dija. Benoni (Kaozeadenn) 8 Gen 2008 da 11:24 (UTC)[respont]

a-du on-me. petra a soñj ar verourion all? Neal (Kaozeal) 8 Gen 2008 da 12:07 (UTC)[respont]
Ret eo kaout c'hoant da glask pemp troad d'ar maout! N'hallan ket dilec'hiañ pezh a garan em fajenn-me? N'hallan ket lakaat war wel ma labour, a zo un tamm mat talvoudusoc'h d'am soñj: 30 pennad nevez abaoe ar beure! Se eo ar spered holloueziadurel? Bianchi-Bihan 8 Gen 2008 da 12:14 (UTC)[respont]
Skrivet gant Benoni: Adlkaet eo bet an evezh ganin bewech. Adlakaet en dije, ma vije bet tennet. Setu ar wirionez eta: N'eo ket bet tennet gwech ebet. Ha distroomp d'al labour holloueziadurel, siriusoc'h eget seurt c'hoarioù. Bianchi-Bihan 8 Gen 2008 da 12:18 (UTC)[respont]

Gourc'hemennoù

[kemmañ ar vammenn]

Gwelout a ran emeur o klask gwashaat an traoù e-lec'h sioulaat ar c'hwezherien dan. Pell emaomp diouzh lakaat al labour sevel pennadoù er renk kentañ. Bianchi-Bihan 15 Gen 2008 da 18:01 (UTC)[respont]

Na tamm ebet. Me gave din e vije bet tu da adastagañ ganti gant ur banne avel fresk ar bloaz-mañ met war a welan ne deuio ket da wir ma huñvreoù-se. Savet eo bet an doser evit ma vefe aes da verourion adkavout istour un implijet bet stanket e gont outañ nouspet wezh ennañ abegoù ar stankadennoù-se lakaet a wel d'an holl ma fellfe dezhe mont da lakaat n tamm sell bewezh ma sav reuz (en ur gaout spi na savo ketm, evel-jsut). ne skrivin ket muioc'h rak goût a ran ne blij ket dit gwelet lakaet da dorr an erbedenn a denn d'ar 100 gerig-se. Kloz ar gomz ganin war an tem-mañ. Ne vije ket tu da c'hwezhañ wan an tan evel ma lârez-te ma vijes chom hep e blantañ er penn-kentañ. Neal (Kaozeal) 15 Gen 2008 da 18:14 (UTC)[respont]

N'eo ket me zo aet da gunujenniñ pa oan o labourat war Claudius. Lenn mat. Bianchi-Bihan 15 Gen 2008 da 18:18 (UTC)[respont]

Pennadoù neptu

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez da sellout ken pizh ouzh kement linenn a skrivan. Ma fell dit neptuekaat pennadoù magazin er wikipedia e c'hallez kregiñ gant 50 cent, ha Gwenvred Latimier. Bianchi-Bihan 21 Gen 2008 da 05:56 (UTC)[respont]

Trugarez dit-te ivez da disrannañ da evezhiadennoù diouzh ar re gent... Pep hini a c'hell neptuekaat pe kinnig neptuekaat ar pennad-mañ'r-pennad, n'eo ket din-me d'ober war o zro holl ha n'eo ket peogwir e kavan mat kinnig neptuekaat ur penand reiss (savet ganit pe get) ma rankan mont da glask en holl pennadoù all. N'ec'h eus ket 'met embann da ginnig neptuekaat war bep o fajenn gaozeal stag ouzh ar penandoù resis-se. A galon, Neal (Kaozeal) 21 Gen 2008 da 08:18 (UTC)[respont]

Gwir da votiñ

[kemmañ ar vammenn]

Hi Neal, please could You rename User:Alison, the account was created from a known vandal who tries to do an en.wikipedia sysop harm (en:user:Alison), he was doing this kind of vandalism through many projects. It would be nice to rename the impstor by clicking here.

Please also block User:72.232.199.114, which is an open proxy.

Please feel free to contact me (email) if You have any questions.

Many thanks in advance, best regards, --birdy (:> )=| 29 C'hwe 2008 da 17:47 (UTC)[respont]

Thank You so much, I registered the name, so he can't do this again and will send Alison the password and login per email. Kind regards, --birdy (:> )=| 29 C'hwe 2008 da 18:13 (UTC)[respont]
P.S. see en:User_talk:72.232.199.114, best regards, --birdy (:> )=| 1 Meu 2008 da 12:31 (UTC)[respont]


Hi Neal,

could you please delete my user page (Implijer:PDD) for me? Unfortunately I was not able to find out what the speedy deletion template is on br: (usually Template:Delete redirects there, but not here), so I can only ask :-)

Thanks in advance,

PDD 27 Meu 2008 da 20:36 (UTC)[respont]


Graet Patience!!! Neal (Kaozeal) 9 Gou 2008 da 19:23 (UTC) Bonjour, qu'arrive-t-il à ma demande? Merci, --WikiDreamer 24 Mez 2008 da 18:50 (UTC)[respont]

When you will decide, please contact me here. Thank you. --WikiDreamer 8 Gou 2008 da 21:14 (UTC)[respont]

Vandalerezh adarre

[kemmañ ar vammenn]

Penaos-mañ kont Neal? Bon, skriv a ran dit rak merour out: merzhet em eus hiriv (ar meurzh 22 a viz ebrel 2008) e oa deuet unan bennak da dennañ tammoù eus ar pennad Ikaros hag evit ouzhpennoù "pov con d'étranger". Ar gudenn a gavan eo n'ez eus den ebet evit enebiñ ouzh seurt emzalc'h, mat e vefe deomp sur a-walc'h kaout muioc'h a verourien, rak bihan a-walc'h eo or wiki evit ma teufe ur genaoueg da zistruj pennadoù. Setu, neuze ma c'hellfes dija nullañ ar brastrouilh 'zo bet graet war: Ikaros. ken ar c'hentañ. --Ronan 22 Ebr 2008 da 15:21 (UTC)[respont]

Graet Fiskal ha te?. Trugarez evit da evezhiadenn - staket eo bet an implijer diazanv-se. Diaes em eus bet kavet atav kompren, ha kaer em eus klask, pe doare plijaduur a c'hell kaout an dud evel-se o tistrujañ ar pezh a re ar re all hep son na ton, m'anfiñ hai de todo no viñedo do señor... Neal (Kaozeal) 22 Ebr 2008 da 16:07 (UTC)[respont]
An hevelep hani a blante reuz àr ar Wiki gallek tuchant. Klaod. Kadbzh 22 Ebr 2008 da 16:18 (UTC)[respont]

Graet Diverket pennad ennañ sklabez hepmuiken. Neal (Kaozeal) 29 Gou 2008 da 08:43 (UTC)[respont]

Demat! Daoust hag-eñ e c'hellfes sikour ac'hanon un tammig da reiñ lañs da wikiarroud? War an Incubator emañ evit ar mare, ha nac'het eo bet e teufe ofisiel keit a na vije muioc'h a dud o labourat war ar raktres: sellet amañ. Ma c'hellfes sevel ur pennad pe daou ar sizun e vije dreist. Oc'h ober ar muiañ a editoù posubl ma c'hellez (goût a ran, un tammig artifisiel eo, met bon...). Tu vije dit da skouer sevel ur bajenn Castelao (o treiñ an hini e galiseg da skouer : [11], pe me oar me. Trugarez bras en a-raok. Benoni (Kaozeadenn) 18 Her 2007 da 22:45 (UTC)[respont]

Krou ur c'hont Neal war an Incubator evel-just a-raok embann wikiarroud Taol lagad, Benoni (Kaozeadenn) 18 Her 2007 da 22:47 (UTC)[respont]

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù eus an dibab. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad eus an dibab" d'az pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 23:43 (UTC)[respont]

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:21 (UTC)[respont]

Eveldon emaout a-du n'eo ket trawalc'h sevel kalz a pennadoù, met ez eo pouezus kaout pennadoù a live holloueziadurel ivez war hon wikipedia. Ar rummadoù "Pennadoù eus an dibab" ha "pennadoù mat" a zo bet krouet just a-walc'h evit lakaat war well seurt pennadoù, a ra enor d'ar wikipedia brezhonek. N'eus nemet 2 pennad eus ar feson evit poent war ar wikipedia brezhonek siwazh. Daoust hag-eñ e c'hellfes mont da deurel ur sell da skouer war ar pennadoù Mec'hiko pe Go (c'hoari) ha war ar porchedoù Babel ha Egiptopedia, ha reiñ da ali war unan anezho d'an nebeutañ amañ? Memestra, n'eus bet roet ar meneg "pennad mat" da pennad ebet c'hoazh. Daoust-hag eñ e c'hellfes mont da deurel ur sell da skouer war ar pennadoù UNIX, Iran pe Alamagn pe c'hoazh war porched ar bed sinaat, ha reiñ da ali war unan anezho d'an nebeutañ amañ? Trugarez dit en a-raok! Benoni (Kaozeadenn) 8 C'hwe 2008 da 10:45 (UTC)[respont]

GraetTaol ur sell ouzh labour 88.25.57.148. Trugarez Neal (Kaozeal) 15 C'hwe 2008 da 07:23 (UTC)[respont]

Evit da gemenadenn war ar bajenn Merour: n'eo ket bet biken tennet e wirioù da Fulup. Daoust hag-eñ e c'hellfes gwiriekaat ma 'n eus ket ur gudenn un tu bennak? Trugarez. Benoni (Kaozeadenn) 14 Her 2007 da 21:10 (UTC)[respont]

Please make bots flag

[kemmañ ar vammenn]

Graet Neal (Kaozeal) 9 Gou 2008 da 19:23 (UTC) I had requested my bot's flag since april, it's too long times.--Alexsh 8 Gou 2008 da 21:39 (UTC)[respont]

Yeah well, sometimes you just have to wait - maybe people have other things to do with their lives. Anyay, just because you request something doesn't necessarily mean you get it! Anyway, I'm back and i's been done. Neal (Kaozeal) 9 Gou 2008 da 18:47 (UTC)[respont]

Bot status for Purbo T

[kemmañ ar vammenn]

Graet Hi Neal, please have a look at Wikipedia:Bot#Purbo_T, and possibly grant a bot flag for Purbo T. Thank you. -- Purodha Blissenbach 11 Meu 2008 da 16:18 (UTC)[respont]

Hallo Neal, bitte schau mal, ob man Implijer:Purbo T bald das Bot-Flag geben kann? Es warten übrigens auch noch einige andere Anfragen auf der Seite Wikipedia:Bot. Ich plane demnächst eine Update-Aktion für die Kategorien der Babel-Vorlagen, wie Rummad:Implijer fr-4 und so weiter, und erwarte, daß dabei fast alle ergänzt werden werden, was ziemlich viele Änderungen hintereinander sein werden.

In dem Zusammenhang habe ich eine Frage. Manche solche Kategorien sind nicht leer, aber auch nicht angelegt, wie zum Beispiel zur Zeit Rummad:Implijer ast-1 — ich denke darüber nach, solche Babel-Kategorien-Seiten automatisch anzulegen, wenn schon Benutzer-Seiten darin sind, und dann natürlich auch die Interwikilinks auf andere Spachen einzutragen. Das tue ich natürlich nur, wenn es ein OK von der Wikipedia gibt, um die es geht. Wäre dieses automatische Anlegen eine Option für die Wikipedia auf Bretonisch? Vielen Dank im Voraus für eine Antwort auf meiner Mitmachergesprächsseite. --Purodha Blissenbach 31 Meu 2008 da 09:56 (UTC)[respont]

Hola Neal, perdona que me dirija a ti en castellano, pero he comprobado tu Babel y parece que lo entiendes ;). Podrías revisar Wikipedia:Bot#Implijer:BOTarate y convertirlo en bot? Así podrá enlazar más fácilmente a la Wikipedia en Bretón. Gracias por anticipo. saludos Rastrojo 7 Ebr 2008 da 14:34 (UTC)[respont]

Graet Graet/Hecho Neal (Kaozeal) 7 Ebr 2008 da 17:16 (UTC)[respont]

Hi, there are some bots waiting for flag here, it seems there are no objections. Best regards --Dalibor Bosits (talk) 31 Meu 2008 da 10:45 (UTC)

Tennet ganin ma c'hlemm un tamm abalamour d'ar pezh a skrivez, hag un tamm mat peogwir ne welan ket spered sioulaat dirazon. N'eo ket evit se e roan ar gwir da gunujenniñ ac'hanon. Re aes eo tamall ar re all bep tro. Bianchi-Bihan 1 Her 2007 da 14:06 (UTC)[respont]

Trugarez vras dit. Plijout a ra din gwelet tud o kilañ evit mad ar raktres gante ar gwir pe get. E gwirionez, trugarez. Ale, tan de'i an holl, labour a chom. A-du a-walc'h e vefen evit diverkañ an holl goazeadennoù-mañ diouzh an eil tu hag egile rak ne gasont na neplec'h. + Neal (Kaozeal) 1 Her 2007 da 15:27 (UTC)[respont]
A-du gant Neal. Ma denn Bianchi-Bihan e glemm e tennan ma hini ivez pa na glasken nemet lakaat ar jeu da sioulaat. Spi 'm eus avat ne vo ket ken prim o tagañ ar wech a zeu. Derc'hel a ran avat d'am goulenn diverkañ ar bajenn-mañ, pa n'eo bet savet nemet gant ar pal klask trouz, ha gwennaat ar bajenn-mañ. Evel-se e vo kloz da vat an "afer". A galon, Benoni (Kaozeadenn) 1 Her 2007 da 15:45 (UTC)[respont]
N'on ket a-du tamm ebet gant pezh a skriv Benoni diwar-benn e emzalc'h, ha n'eo ket eñ en deus klasket sioulaat, er c'hontrol, ha splann eo pa vez sellet a dost. Ha n'on ket tamm ebet a-du gant diverkañ, gwennañ, pe n'eus forzh peseurt ger all: e n'eus forzh peseurt wiki e vez diellaouet ar c'hlemmoù, ha n'eo ket diverket. N'eo ket evit se em em eus tennet ma c'hlemm. Me n'em eus ket mezh gant ar pezh am eus skrivet. Ma ya an traoù war an tu-se eo sur em bo keuz, ha n'eo ket un tamm, da vezañ tennet ma c'hlemm. Met n'on ket a-enep "naetaat" ar pajennoù kaozeal gant ma vo kenemglev hepken. Bianchi-Bihan 1 Her 2007 da 17:02 (UTC)[respont]

Pajennoù stanket hervez reolenn an tri c'hemm

[kemmañ ar vammenn]

Demat! Ranket 'm eus stankañ ar pennadoù Leon ha Leon (digejañ), o lakaat e pleustr reolenn an tri c'hemm (sellet e istor ar pajennoù). Benoni (Kaozeadenn) 16 Her 2007 da 12:49 (UTC)[respont]

Me garje e vije lezet pell a-walc'h an traoù evel em boa o lakaet evit ma c'hallje pep hini gwelout petra eo ar gwellañ stumm, hep na vije divizet gant un den e-unan en anv ar gumuniezh (pe gentoc'h en he lec'h). Dre chañs ne ya den ebet da ober ar memes labour war ar pennadoù all am eus krouet: gwir eo e rankje poaniañ neuze meur a sizhunvezh. Ma raje ne vije ket moien da labourat ken. Gant ma chomo an traoù en ur pennad hepken eta ne vo ket re vras an droug. Bianchi-Bihan 16 Her 2007 da 12:59 (UTC)[respont]

O poauez degouezhout er gêr 'maon ha skuizh-divi ar pezh ac'hanon (war droad abaoe 6 eur...). Siouloc'h evit boaz an traopu betek-hen abaoe ur frapadig. N'helle ket padout kalz pelloc'h avat war a welan. Setu ma ali evel merour: da gentañ-holl ne gomprenan ket perak e rank an dud mont e kounnar ken buan all, dreist-holl evit munudoù. Petra vern hag-eñ eo al loen pe an anv paotr pe c'hoazh unan eus broioù hengounel Breizh hini ar pennad pennañ gant ma vo tu da gavout ar penandoù all? Dreist-holl ne gavan ket reizh an daore ma klask B-B difenn e sav-poent ar wezh-mañ atav, rak ne gav ket din e kas gwall bell war hent an emglev tagañ an dud kentoc'h evit klask displegañ arguzennoù. Setu, lakaat a rin e pleustr an diskoulm-mañ: lakaat ar pennad digejañ dindan an titl "leon" hepmuiken, en ul lakaat e-krec'h ar pennad-se ar gemmennadenn o tisklêriañ ez eus anezhañ ur pennad digejañ. Evel-se e vo aes da gavout hag ouzhpenn ne vo lakaet pennad ebet da bennañ bennañ. Roit ho soñj. Neal (Kaozeal) 16 Her 2007 da 16:20 (UTC)[respont]

Diskouez din pelec'h em eus taget unan bennak. Ha taol ur sell ouzh gerioù Benoni, kement hag ober. Bianchi-Bihan 16 Her 2007 da 16:23 (UTC)[respont]
Dre chañs n'eo ket an diskoulm-se a zo o ren er pennadoù all! Soñj un tamm!
Ma soñj am eus roet dija en davarn ha neuze e oas a-du a-walc'h ganin. Bianchi-Bihan 16 Her 2007 da 16:29 (UTC)[respont]
Ma doue benniget: laos me uur vududenn da embann ma respont.... (klasket em eus hen evit div wezh dija met embannet e vez ur gerig nevez ganit bewezh - n'eo ket ar wikipedia ur "messenger"). Setu ar respontig 'on bet o klask embann:
Kaoc'h! faziet on. Gant benoni an hini eo ma oa bet skrivet "Hag arabat ober goap eus an dud gant da skouerioù faos, o klask "manipulañ" an dud" - un dagadenn bersonel evidon. Trawalc'h e veije bet gwareziñ ar pennad war digarez reolenn an tri c'hemm (un abeg reizh-tre en degouezh-mañ) en ur displegañ perak e oa bet gwarezet ar pennad ha mat pell 'zo. Digarez me - lâret em boa dija, on aet skuizh (em c'horf hag em spered gant ert brezeloùigoù a netra). Diouzh an tu all 'on o c'hortoz ur respont diwar-benn ar c'hinnig resis. Neal (Kaozeal) 16 Her 2007 da 16:37 (UTC)[respont]

Digemm eo chomet ma ali war an afer-mañ abaoe m'em boe embannet ma soñj en davarn ha war a welan e oan a-du ganit d'ar mare-se hag e choman a-du ganit atav war ar c'hraf-mañ: sevel ur pennad digejañ dindan an titl eeun "Leon" en ur embann war ar bajenn-se ez eu anezhi ur pennad digejañ evit aesaat ar c'hlask hag evit gallout kavout pep pennad gantañ da ditl "Leon (un dra bennak)".Neal (Kaozeal) 16 Her 2007 da 16:37 (UTC)[respont]

Evel-se mañ kont evit ur bern pajennoù Zenobia, Zenobio, Francisco, Frañsez (perak ne vije ket graet eus Frañsez Asiz ur pennad digejañ, kement hag ober?) ha kantadoù all. Perak ober un dra a-ziforc'h evit leon? Un tamm soñj am eus , met war se e tavin. Bianchi-Bihan 16 Her 2007 da 16:42 (UTC)[respont]
N'eo ket dav tevel - pep hini c'hell lâret e soñj. Kinnig un diskoulm evit "Leon" an hini eo am eus graet rak savet zo ur gudenn war an dachenn resis-se. N'em eus ket lârete ene c'hellfe ket talvezout ar c'hinnig am eus savet evit pennadoù all. Perak n'em eus ket graet war o zro? Aes, rak n'on ket doue ha ne deuan ket a-benn d'ober pep tra ha da eil peogwir n'eo ket bet goulennet ouzhin ober war o zro. N'eus ket 'met lârete e pelec'h emañ ar gudenn resis hag e klaskin respont - warc'hoazh, rak bremañ ec'h in da diskuizhañ. Neal (Kaozeal) 16 Her 2007 da 16:45 (UTC)[respont]
Me n'on ket fuloret, dipitet nemetken o welet e klask Bianchi-Bihan abeg e pep dra dister evit kas reuz war ar wikipedia... N'am eus savet pennad ebet o wellet gant al leoned (loened, kerioù, broioù, pibien, hag all), setu ma gred din bezañ neutrel war an "afer"-se. Bez zo ur reolenn digemeret war an holl wikipediaoù (lenn kement-mañ: e galleg hag e saosneg) evit seurt traoù, hag a veze doujet en un doare naturel war ar wikipedia-mañ ivez. N'eo ket evit-se ez eo ret deomp heuilhañ reolenn an holl wikipediaoù all: tu zo da vBianchi-Bihan sevel ur c'hendiviz reolata evit lavar e vo lakaet atav ar pennad digejañ dindan an anv simpl... Met ne gred ket din e vije gwall pleustrek, setu e votfen a-enep seurt kinnig... Evit poent d'an nebeutañ ne welan abeg ebet cheñch ar reolenn: doujomp d'an hini a sav ar pennad (nemet pa vez un dibab n'eo ket pleustrek) ha deskomp implij ar patrom-mañ: patrom:s.o. heñvelstumm (savet ganin war skouer an hini a vez kavet e saozneg). Setu ma 'z eus daou abeg evit derc'hel ar pennad pennañ dindan Leon: doujañ da saver ar pennad, ha bezañ pleustrek (pa soñjer e "leon" e unan, 99% eus an dud a soñj el loen: mod all e vez soñjet e Bro-Leon, e Leon Iañ, hag all). Evit bezañ sklaer: n'eus morse bet kudenn ebet war ar poent-se beteg-hen, ha kendalc'homp d'ober evel ma vez graet war an holl wikipediaoù: bezomp pleustrek! Un dra memestra: mat vije d'an holl re a sav pajennoù digejañ deskiñ implij ar patrom:digejañ! Benoni (Kaozeadenn) 16 Her 2007 da 19:26 (UTC)[respont]
Dre ma zeblant ar muiañ niver mont war an tu-se e yin a-du gant kinnig Ch. Rogel amañ. Ne yo ket ar Bed da dreiñ war an tu gil evit kement-se Taol lagad. Benoni (Kaozeadenn) 16 Her 2007 da 21:49 (UTC)[respont]
Graet Ac'hanta, renket an traoù bremañ hag en emdigarezet an holl bet skrivet re daer gante pe faziet gant o zamaloù (d.l.e me...). Mont a rin un tammig pelloc'h o kinnig lakaat an diskoulm-mañ da dalvezout en holl degouezhioù all ma reer gant ur pennad digejañ. Neal (Kaozeal) 17 Her 2007 da 06:23 (UTC)[respont]
Houpala! N'emaon ket a-du Taol lagad... Dre vras ez eo kalz furoc'h kenderc'hel d'ober gant pajennoù digejañ evel ma 'z eus graet betek bremañ, hag hervez ar reolenn, a gavan me poellek, kinniget gant Ch. Rogel ha ganin amañ. Ne yin ket da glask reuz gant BB pa savo pajennoù digejañ hervez ar pezh a gav eñ an aeshañ (traoù all dedenusoc'h am eus d'ober), gant ma toujo d'ar pajennoù digejañ savet gant tud all (o goulenn ali ar gumuniezh ma zeblant dezhañ n'eo ket graet mat an traoù). Kenderc'hel a in da heuilhañ reolenn an tri c'hemm m'ar bez ezhomm. Mod all, distanket 'm eus ar pajennoù Leon ha Leon (loen). A galon, Benoni (Kaozeadenn) 17 Her 2007 da 08:16 (UTC)[respont]
Dre ma zeblant ar muiañ niver mont war an tu-se e yin a-du gant kinnig Ch. Rogel: N'ouzon ket petra eo kinnig Rogel, na pet den a ya a-du gantañ.
renket an traoù bremañ hag en emdigarezet an holl bet skrivet re daer gante D'am soñj out faziet, n'em eus ket gwelet den ebet oc'h anzav e bec'hed, met gwelet em eus Me n'on ket fuloret, dipitet nemetken o welet e klask Bianchi-Bihan abeg e pep dra dister evit kas reuz war ar wikipedia. Din n'eo nemet klask tabut. Bianchi-Bihan 17 Her 2007 da 10:52 (UTC)[respont]
TRAWALC'H!. Arabat klask plantañ reuz: renket eo bet ar gudenn diouzh un tu, n'eus ket da glask kas an traoù pelloc'h ha diouzh an tu all n'eo ket gwir ar pezh a skrivez rak n'ec'h eus ket 'met sellet ouzh ar pezh 'zo bet skrivet a-us hag e weli "[...] faziet on. [...]" Digarez me" bet skrivet ganin-me ez keñver (pe kentoc'h e-kñver ar pezh am boa skrivet diwar da benn) ha "Marteze ez on aet re bell, ma digarez" skrivet gant Benini (amañ). Trawalc'h eo da grediñ emañ ar gwir gant Benoni pa skriv "klask [a ra] Bianchi-Bihan abeg e pep dra dister evit kas reuz war ar wikipedia". Arabat mont re bell ganti memestra. Kloz eo an afer evidon-me bremañ. Neal (Kaozeal) 17 Her 2007 da 11:31 (UTC)[respont]

Salud dit ! Diaesterioù zo gant pajenn an davarn. N'eo ket reizh ne c'halljed ket mont, dre ar bajenn-se, d'ar bajenn "tavarn ar sizhun". Met n'ouzon ket penaos ober. Ar bajenn-se a oa bet prennet gant Benoni ur pennad amzer zo hag abaoe n'eus nemet ar verourien a c'hall degas kemmoù. Boas e oa-eñ da ober bep sizhun met ne ra ket ken abaoe meur a sizhun. Marteze e c'halli renkañ ar gudenn ? --Llydawr 27 Meu 2008 da 12:38 (UTC)[respont]

Trugarez dit ! --Llydawr 27 Meu 2008 da 22:18 (UTC)[respont]

Graet Daoust hag-eñ e c'hellfes tennañ ar statud bot digant Implijer:Sz-iwbot hag Implijer:YurikBot dre ma na labouront ket ken dibaoe muioc'h eget ur bloaz? Trugarez. Benoni (Kaozeadenn) 21 Gwe 2007 da 16:54 (UTC)[respont]

Graet Kaoc'h ki! o aotreal a ris. diaotreet e vefont diouzhtu!!! Neal (Kaozeal) 21 Gwe 2007 da 17:12 (UTC)[respont]

Faziet out etre Implijer:Multichill hag Implijer:BotMultichill evit ar statud bot. An eil eo ar bot Taol lagad. A galon, -- Benoni (Kaozeadenn) 24 Gou 2007 da 06:32 (UTC)[respont]

Graet Trugarez. Ober 'rin war-dro. Neal (Kaozeal) 24 Gou 2007 da 09:09 (UTC)[respont]

D'am soñj e c'hellfes reiñ ar statud bot da Vyrialbot. E goulennet en deus dibaoe pell 'zo. Benoni (Kaozeadenn) 3 Eos 2007 da 22:00 (UTC)[respont]

Da Implijer:PipepBot hag Implijer:SieBot ivez marplij, goude bezañ bet votet amañ : wikipedia:Bot. Trug', Benoni (Kaozeadenn) 19 Eos 2007 da 12:54 (UTC)[respont]
Graet Neal (Kaozeal) 29 Gou 2008 da 09:44 (UTC)[respont]

Mouezhiadeg

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez da vezañ votet evidon. A galon --Kadwalan 15 Mez 2007 da 09:43 (UTC)[respont]