Mont d’an endalc’had

Ikaros

Eus Wikipedia
Arabat droukveskañ gant Ikarios.

Ikaros ha Daidalos gant Frederic Leighton.

Ikaros (Ἴκαρος /Ikaros e gregach) a oa mab d'an tisavour Daidalos ha d'ar sklavez kretat Naukrate. Anavezet eo dreist-holl abalamour m'en doa nijet re dost d'an heol.

Ikaros hag e dad a oa o klask tec'hout rak fulor ar roue Minos. Bac'het e oant er Milendall goude tec'h Theseüs[1]. Daidalos a felle dezhañ distreiñ da Aten, e gêr c'henidik.

Hervez doare anavezetañ ar vojenn, Daidalos a savas eskell, heñvel ouzh re an evned, gant pluñv ha koar. Kenteliañ a reas e vab ha berzañ outañ tostaat d'an heol met Ikaros, trevariet e spered gant e nijadenn, a bignas re uhel. Tostaat a reas d'an heol a lakaas ar c'hoar a zalc'he e eskell en o stumm da deuziñ tamm-ha-tamm. A-benn ar fin e torrjont hag e kouezhas er mor.

Doare Pausanias

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Paosanias e oa tec'het Ikaros ha Daidalos eus Kreta war vor, gant bigi bihan, hag ijinet e oa bet ar ouel gant Daidalos evit se. Ikaros avat ne oa ket ur moraer gwall ampart ha mont a reas d'ar strad nepell diouzh Samos.
Gant Herakles e voe kavet e gorf war an aod.

E diazez mojenn Ikaros emañ an darempredoù etre tad ha mab, efedoù an alioù hag an disentiñ ha c'hoant an den da vont bepred pelloc'h daoust d'an natur.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ikaros, livet gant Hendrik Goltzius

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Hervez un hengoun all e oant o kuzhat en enezenn gant sikour ar rouanez