Lamm Ikaros
Lamm Ikaros | |
Pieter Brueghel gozh, 1554-1555 | |
Eoullivadur war lien | |
73,5 × 112 cm | |
Mirdi an Arzoù-kaer | |
Brusel | |
Lamm Ikaros zo un daolenn livet gant Pieter Brueghel gozh e 1568, hag a zo kollet an doare kentañ anezhi. Daou eillivadur a zo war ziskouez e Brusel avat : unan er Mirdi van Buuren hag egile e Mirdi an Arzoù-kaer.
Arvar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1996 e kavas da arbennigourien e oa un eillivadur ha n'eo ket asur diwar zorn piv eo.
An daolenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kentañ tra a weler eo al labourer-douar oc'h arat gant e benn-kezeg, arouez buhez ha stad mab-den war an Douar ; da c'houde e weler ur maesaer deñved o sellout ouzh an oabl. Petra en deus gwelet ? Ikaros o klask nijal, da lavarout eo o klask achap diouzh dere an dud war an Douar ha tostaat d'an doueed. Pelloc'h war tu dehou an daolenn e weler un divhar un den dreist gorre ar mor : Ikaros eo c'hoazh, goude e gouezhadenn – den ne c'hall tec'hel a-zirak e blanedenn, ret eo d'an dud bevañ war an Douar ha tennañ o magadur dioutañ.
Diazezet eo an daolenn war mojenn Ikaros kinniget gant ar skrivagner roman Ovidius en e levr Metamorfozoù. Enni e weler ul labourer-douar oc'h arat e bark.
Barzhonegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lanscape with the Fall of Icarus, gant ar barzh stadunanat William Carlos Williams (1883–1963).
- Musée des Beaux-Arts, barzhoneg saoznek gant W. H. Auden, diwar anv ar mirdi.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) La chute d'Icare