Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 42 bloaz 2007

Eus Wikipedia

15/10/2007 — 21/10/2007

skrivañ un dra bennak en eil sizhun ha daou-ugent eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu

Pennadoù digejañ

[kemmañ ar vammenn]

D'am soñj eo arabat ober pajennoù evel Perak? Peogwir ne vo ket klasket ur pennad gant ar ger "digejañ" e-barzh biken ! Bianchi-Bihan 15 Her 2007 da 16:28 (UTC)[respont]

Re wir: den ebet n'afer war-eeun da glask war-lerc'h ur pennad gantañ da ditl "Leon (digejañ)", setu perak e rankfer sevel un adkas diwar "Leon" > "Leon (digejañ)" bewezh ma saver ur pennad digejañ a seurt-se mar bez ezhomm evit galout o c'havout. Talvoudus e c'hell bezañ seurt pennadoù digejañ, talvoudus-kenañ, zoken, met eveit ma c'hellont bezañ tavoudus hag efedus e ranker gallout o c'havout da gentañ. Neal (Kaozeal) 15 Her 2007 da 17:37 (UTC)[respont]
War ar wikioù all e vez lakaet ar pennad pennañ dindan an anv simpl: Leon a zo neuze ar pennad gouestlet d'al loen. War ar pajenn Leon e vije ret kavout ar meneg: evit stêrioù all ar gêr, kit war ar bajenn digejañ (sk. Leon (digejañ). Ar patrom-mañ a zo: Patrom:S.o. heñvelstumm. Pa n'eus pennad ebet pouezusoc'h eget ar re all, e c'hell ar pennad digejañ bezañ hini ar pennad simpl. Benoni (Kaozeadenn) 15 Her 2007 da 18:24 (UTC)[respont]
Kavout a ran mat-tre ar stumm Penngêr (digejañ) ha n'eus ret ebet en em c'houlenn ma vo klasket gant an dro-lavar a-bezh : diaes eo da Bianchi-Bihan en em zibab gant "teorienn" (;-) ) ar c'houlennata warlinenn p'en deus embannet n'en deus ket amzer evit ober un enklask "e-pad un hanter eurvezh". Souezhet on un tammig koulskoude pa ne bad ket ur c'houlennata muioc'h eget un nebeudig eilennoù.
Ret eo sell ouzh daou du an implijañ :
  1. Evit ar skridaozer e vo aesoc'h lakaat ar pengêr noazh implijetoc'h bewech ma kejo gantañ ha sellout ma 'z eus stummoù nebeud implijet. Da skouer pa vez kaoz eus Brest, aesoc'h e vo lakaat Brest etre krochedoù karrez ha chom hep resisañ Brest (Leon) pe Brest (Penn-ar-Bed) ha Brest-Litovsk a ya dindan Brest (digejañ).

Ur gudennig a zo pa vez kaoz eus ur ger implijet e-leizh dindan daou ster disheñvel-tre ha justamant, setu ar pezh a c'hoarvez gant leon ha Leon. Evit an degouezh-se e kav din e vo kaoz eus (Bro-)Leon aliesoc'h ha setu perak eo gwelloc'h din ober gant Leon hag gant Leon (digejañ) ha leon (loen). Pep reolenn a zo he nemedennoù dezhi.

  1. Ne degas kudenn ebet ar ger digejañ peogwir pa vez goulennataet gant Pariz, lakaomp, e teu Pariz + ur frazennig sklaer awalc'h ha Pariz (digejañ) just war e lec'h. N'eus nemet ober an dibab. --Ch. Rogel 16 Her 2007 da 20:40 (UTC)[respont]
Just a-walc'h: bez zo Bro-Leon (bro hengounel gwalarn Breizh) ha Leon (al loen): evel-se e tegouezher raktal war ar pezh emaomp o klask. Arabat disoñjal hag ar pep pouezusañ a zo e vije efedus al liammoù diabarzh, ha pa kliker war ul liamm e ranker mont d'ar pennad ha pas d'ar bajenn digejañ... Benoni (Kaozeadenn) 16 Her 2007 da 20:55 (UTC)[respont]

Skouerioù mat

[kemmañ ar vammenn]

War ar wikioù all e kaver meur a zoare, hervez ar gerioù hag an dud. N'em eus ket soñj bezañ gwelet an doare meneget gant Benoni, met gouzout a ran penaos emañ kont gant ar pennadoù-mañ, a ro ur skouer vat ha fur hag am boa klasket heuliañ hag a zisplij war a seblant. N'eus nemet sellout ouzh fr:Léonca:Lleócs:León de:Leon en:Leon es:León he:לאון hr:León it:Leon ja:レオン ko:레온 lb:Leon nl:Leon no:León pl:Leon pt:León sv:Leon Ral eo gwelout ur mod ken luziet hag an hini lakaet da vont en-dro gant Benoni, dres goude ma c'hinnig eeunaat: bremañ ma klaskit Leon (ar vro) e tegouezhit gant al loen (perak? dibab personel? perak ne vije ket unan eus an 13 Leon bet pab?) , a gas ac'hanoc'h d'ar bajenn digejañ, hag aleno d'ar vro. Adkinnig a ran: eeunaat, n'eo ket diaesaat. Bianchi-Bihan 16 Her 2007 da 03:45 (UTC) Klasket em eus adlakaat an traoù, dibosubl adenvel Leon (digejañ) (am boa goulennet diverkañ ur pennad zo) e Leon. Goulenn a ran ur vot diwar-benn ar pajennadoù digejañ, ma n'eus ket tu da gaozeal. Ret eo gouzout petra zo d'ober, aesaat pe diaesaat ar c'hlask, hag ar c'hrouiñ pennadoù war un dro.[respont]

Un toullad pennadoù digejañ am eus graet (departamantoù ha stêrioù; Hellaz kozh, anvioù-badez) ha gwelet em eus petra e oa an aesañ, a-hend-all n'em bije ket savet unan. Bianchi-Bihan 16 Her 2007 da 04:09 (UTC)[respont]
Lenn kement-mañ: e galleg hag e saosneg. Benoni (Kaozeadenn) 16 Her 2007 da 09:41 (UTC)[respont]
Hag arabat ober goap eus an dud gant da skouerioù faos, o klask "manipulañ" an dud. Sellet : en:Lion / en:Lion (disambiguation), fr:Lion / fr:Lion (homonymie)! Benoni (Kaozeadenn) 16 Her 2007 da 09:45 (UTC)[respont]
Mar plij, ganeoc'h aotrou merour, e lezoc'h a goste an doare-gourc'hemenn pa gaozefet ouzh ur c'henlabourer. Hag e skrivoc'h saozneg, evel el levrioù brezhonek hag er wikipedia-mañ. Trugarekaat. Bianchi-Bihan 16 Her 2007 da 11:51 (UTC)[respont]
Marteze e vo ret din dougen klemm adarre enep ur merour krog da deurel kunujennoù: arabat ober goap eus an dud gant da skouerioù faos, o klask "manipulañ" an dud, pegen koant!
N'eo ket a-walc'h lavarout da skouerioù faos, ret eo prouiñ. Un dra aes sur-mat, peogwir em eus ijinet ar pennadoù am eus meneget, keta? +
Aesoc'h e vije kaozeal gant unan bennak a oar ober ar c'hemm etre en:Leon ha en:Lion.
Adarre e c'houlennan ur vot diwar-benn un diviz personel a noaz ouzh al labour pa ne fell ket d'ar merour sioulaat na kazoeal. Bianchi-Bihan 16 Her 2007 da 11:46 (UTC)[respont]

Me, ivez, e kavan dizereat an dagadenn graet gant Benoni (Kaozeadenn)  : gant ar vezh ! Bianchi-Bihan en deus droad kinnig an traoù hervez e spered, d'ar re all eo degas arguzennoù a-enep. --Ch. Rogel 16 Her 2007 da 20:40 (UTC)[respont]

Marteze ez on aet re bell, ma digarez. Met bezomp sklaer: ne 'm eus ket rebechet da BB kaout un ali disheñvel eus ma hini (ar gwir en deus), met bezañ treuzfurmet ar pezh 'm oa skrivet uheloc'h, ha bezañ roet daveoù davet en:Leon pe fr:Léon (hag a ya a-du gant e sav-poent: met kavout a ran reiz tre an dibab bet graet war ar wikipediaoù-se) pa gomzen me eus al loen. Hag amañ e tigouezer war en:Lion / en:Lion (disambiguation), fr:Lion / fr:Lion (homonymie). Benoni (Kaozeadenn) 16 Her 2007 da 20:51 (UTC)[respont]
Gwall daer e kavan ivez gerioù evel ober goap pe skouerioù faos... Evit ar pennad diwar-benn al loen anvet Leon, e kavfen sklaeroc'h lakaat da ditl Leon (loen) (evel evit ar pennad katalanek ca:Lleó (animal)) rak traoù all a zeu ivez d'ar spered pa lenner ar ger Leon e brezhoneg. Met e-lec'h en em gannañ war an titl, e tlefemp labourat war ar pennad-se evit gwellaat e yezh..--Llydawr 16 Her 2007 da 21:07 (UTC)[respont]
Fentus memestra! Marteze ez on aet re bell... Marteze zo ur ger koant.
ne 'm eus ket rebechet da BB kaout un ali disheñvel eus ma hini (ar gwir en deus)...' Koulskoude e kavan diaes kompren ar c'hontrol, pe e vije e skrid Benoni, pe en e ober.
met bezañ treuzfurmet ar pezh 'm oa skrivet uheloc'h... n'ouzon ket petra zo bet treuzfurmet ganin, nemet gouzout a ran a walc'h petrazo bet treuzfurmry gantañ: ar bajenn Leon savet ganin, diwar skouer ur 100 bennak all a bajennoù digejañ heñvel ouzh ar ger Leon en holl yezhoù meneget ganin... treuzfurmet gantañ, ha skornet gantañ hervez e soñj dezhañ
ha bezañ roet daveoù davet en:Leon pe fr:Léon (hag a ya a-du gant e sav-poent:...: Bezomp sklaer, evel ma lavar: arabat deoc'h reiñ skouerioù hag a ya a-du ganeoc'h. Ar skouerioù mat nemeto eo gantañ emaint. Bianchi-Bihan 17 Her 2007 da 00:18 (UTC)[respont]

Labour kumuniezhel ar sizhun

[kemmañ ar vammenn]
Arabat disoñjal lakaat liammoù etrewiki d'ar rummadoù ivez.

Aet omp war-gil siwazh! Un dra bouezus eo lakaat rummadoù d'ar pennadoù ha d'ar rummadoù! Pouezus tre eo ivez lakaat liammoù etrewiki d'ar pennadoù ha d'ar rummadoù. Ret eo d'an holl kenlabourat evit lakaat ar sifroù-se da zigreskiñ, evit ma vije aesoc'h implij hon wiki. Trugarez deoc'h. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 15 Her 2007 da 21:41 (UTC)[respont]

Ur gudennig aozañ. Klaod. Kadbzh 16 Her 2007 da 15:43 (UTC)[respont]

Gwaz ar waz...

[kemmañ ar vammenn]

Petraz vez graet eus gwaz ar waz e brezhoneg?? (un jar e galleg) --Arko 17 Her 2007 da 21:55 (UTC)[respont]

Jars eo ar ger gallek , ha garz eo e brezhoneg. Bianchi-Bihan 18 Her 2007 da 02:09 (UTC)[respont]

Piv a vefe kap da zreiñ ar frasenn-mañ?

[kemmañ ar vammenn]

paz me forzh penaos...>>> PLUTO, nom de code donné à l'opération, e-pad an Eil Brezel Bed, qui consista à construire des oléoducs sous la Manche pour alimenter les forces alliées en combustibles. e pennad Pluto --Arko 17 Her 2007 da 21:58 (UTC)[respont]

Degas a ran da soñj, evit ar re n'o dije ket roet o soñj c'hoazh, ne chom mui nemet ur sizun evit votiñ er c'hendiviz reolata war an anvioù-tud. Benoni (Kaozeadenn) 18 Her 2007 da 18:13 (UTC)[respont]

Petra vez graet eus légende e brezhoneg? Da lâret eo dindan ur skeudenn... --Arko 19 Her 2007 da 13:28 (UTC)[respont]

Daoust-hag eñ e vefe unan bennak dedennet evit krouiñ ur wikimammenn e brezhoneg? D'am soñj e vefe dedennus evit ar brezhoneg da gaout ur seurt oustilh, evel ma 'z eus e galleg, saozneg pe kembraeg. Tu vije deomp ivez lakaat en linenn hon skridoù kozh dieub a wirioù: barzhonegoù ar grenn-amzer, skridoù bolitikel an dispac'h gall, testennoù kentañ an emsav, hag all. Me n'am bije ket kal danvez da lakaat war wikimammenn, met prest on da sikour war an dachenn deknikel (goulenn e vije krouet wikimammenn, sevel ar framm, hag all)... Benoni (Kaozeadenn) 21 Her 2007 da 16:10 (UTC)[respont]

Ya, evel-just e vije un dra vat reiñ lañs d'ar wiki-mañ. Tu a vefe da dreiñ ar bajenn gentañ da nebeutañ ha lakaat enni ar c'hanaouennoù zo bet lakaet war Wikipedia ha n'o deus netra d'ober amañ. Evit ar mare e labouran kentoc'h war an etrefas war Betawiki rak dale am boa paket hag ivez war Omegawiki zo aet war-raok (stadegoù amañ). --Fulup 21 Her 2007 da 16:29 (UTC)[respont]
Oaran ket petra eo an traoù-se, met gant ur pennad db pep hini e vije aesoc'h da gompren. A galon. Bianchi-Bihan 21 Her 2007 da 16:56 (UTC)[respont]
Wikimammenn (wikisource er yezhoù all) a zo ur seurt diellaoueg en-linenn, evit bodañ skridoù kozh dieub a wirioù: skridoù bolitikel, skridoù ofisiel (skrid klok ul lezenn bouezus, hag all), barzhonegoù, kanaouennoù, hag all. Benoni (Kaozeadenn) 21 Her 2007 da 17:13 (UTC)[respont]
Danvez da lakaat en ur pennad. Bianchi-Bihan 21 Her 2007 da 17:22 (UTC)[respont]

Da c'hortoz e vije a-walc'h a dud dedennet, em eus krouet ur raktres amañ. Tu zo deoc'h kregiñ dija da lakaat dielloù ha testennoù. An holl kanaouennoù war wikipedia a vo lakaet du-hont tamm-ha-tamm, evel m'en deus kinniget Fulup. Bravaet e vo ar bajenn degemer ganin tamm-ha-tamm evel-just. Benoni (Kaozeadenn) 21 Her 2007 da 18:52 (UTC)[respont]

A-du, da skwer gant "Magazin spirituel er beurerion..." evit kregiñ... A galon. Klaod. Kadbzh 21 Her 2007 da 18:55 (UTC)[respont]
  • Kontrol d'an ober, ha kontrol d'an doare.
  • D'am soñj e vije ret mirout ar pennadoù e wikipedia, gant un arouez da gemenn emañ ar skrid er wiki all. Kanaouennoù zo n'o deus ket kalz talvoudegezh (e-keñver yezh, pe lennegezh, pe istor), met n'haller ket lavarout kemend-all eus an holl, Bro Gozh Ma zadoù, Me zo ganet e kreiz ar mor, hag un toullad re all.
  • An dra-se zo evel adkasoù e-barzh wikipedia. Klask a rit Juan, ha kaset oc'h da Yann. Ur pennad Juan a vo marteze diwezhatoc'h ma kav da unan e talv ar boan (don juan hag all).
  • Pa vez diverket traoù e-maez reolenn, evel amañ, e vije mat kaozeal a-raok. N'emaomp ket war-bouez un devezh. Rak n'eus ket bet un devezh etre kinnig Fulup hag ober Benoni. Goulennoù diverkañ graet ganin a gemer un tamm muioc'h a amzer: [[1]]. N'on ket nec'het gant se, met kentelius eo ar geñveriadenn.
  • Ali Fulup pe unan all ne dalv ket evel urzh diverkañ: an holl a c'hall reiñ o ali, ha dreist-holl ar re o doa labouret war ar pennadoù. Bianchi-Bihan 22 Her 2007 da 01:22 (UTC)[respont]
N'am eus ket diverket ar pajennoù gant un endalc'had holloueziadurel : sk. Bro gozh ma zadoù, En ti Eliz Iza. Ar pajennoù bet diverket ganin a zo pajennoù hag a oa merket evit bezañ diverket dibaoe pell 'zo dre ma na oa danvez holloueziadurel ebet e-barzh. Den na oa deuet da c'houlenn e vijent dalc'het... Benoni (Kaozeadenn) 22 Her 2007 da 08:53 (UTC)[respont]
A-du gant doare Bro gozh ma zadoù, En ti Eliz Iza. Bianchi-Bihan 22 Her 2007 da 11:03 (UTC)[respont]
A-du penn-da-benn gant Benoni. Neal (Kaozeal) 22 Her 2007 da 17:55 (UTC)[respont]
Ur patrom am eus savet (sellet war Kanenn d'al Levenez), met keit ma n'hor bo ket ur wikimammenn deomp-ni n'eus ket tu ober gant ar patrom siwazh... Labouromp eta evit ma vije asantet hor raktres wikimammenn! Benoni (Kaozeadenn) 23 Her 2007 da 00:34 (UTC)[respont]

Daskorit deomp ar Vro Gozh!

[kemmañ ar vammenn]

Koulskoude, evel Llydawr (Kaozeal:Bro gozh ma zadoù), hag evel ar C'hallaoued gwechall gant distro ludu o Napoleon veur, e c'houlennin distro ar Vro Gozh er pennad, evel ma karfen gwelout Kan an Dispac'h hag ar Marseillaise e brezhoneg amañ. En eskemm e kinnigan Son ar Chistr hag un nebeud kanaouennoù all. Bianchi-Bihan 23 Her 2007 da 00:47 (UTC) Trugarekaat. Bianchi-Bihan 23 Her 2007 da 00:49 (UTC)[respont]

Na nac'hin morse ur son ar chistr, met ar Vro Gozh a oa distroet dija... Benoni (Kaozeadenn) 23 Her 2007 da 00:52 (UTC) Gwelet ganin dija.Bianchi-Bihan 23 Her 2007 da 02:38 (UTC)[respont]