Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 43 bloaz 2007
22/10/2007 — 28/10/2007
- skrivañ un dra bennak en trede sizhun ha daou-ugent eus 2007 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun a zeu
Kudenn ar gwirioù
[kemmañ ar vammenn]Savet em eus war bajenn Benoni (Kaozeadenn) kudenn ar gwirioù aozer a c'hellfe bezañ liammet d'un nebeud kanaouennoù brezhonek a zo bet kaset war ar wiki-mañ.
Respontet en deus Benoni evel-se :
N'ouzan ket re... D'am soñj n'eo ket ken dañjerus ar reolenn-se e bed ar brezhoneg hag e hini ar galleg. Ma vez goulennet digant unan bennak tennañ ur pennad e vo graet, met mod all ne gred ket din e vije da vezañ re trekamardet... Evel-just, ma ouezez ez eus gwirioù war ur ganaouenn bennak, e c'hellez he diverkañ. Benoni (Kaozeadenn) 22 Her 2007 da 16:53 (UTC)
Ne c'hell ket ar vrezhonegerien chom hep teurel evezh ouzh an dra-se war ar wikipedia :
- Ur reolenn strizh eo war ar wikipedia ha skrivet e brezhoneg e fin ar pajennoù aozañ (dindan ma lagad hag lakaet elizherennoù druz emañ just)
- M'eo posubl moulañ un destenn hep kaout ar gwirioù e kelaouenn pe gelaouenn vrezhonek nebeut lennet (mil a zo nebeut), n'eo ket memestra evit ul lec'hienn Internet
- Setu ar reolenn : ar gwirioù zo miret gant an hêred e-pad 70 bloavezh + amzervezhioù ar brezelioù (4 + 5 bloavezh evit an daou vrezel-bed) adalek marv an aozer/oberour. Da skouer, p'eo bet marvet Roparz Hemon e 1978 e kouezho e oberenn en domani foran war-dro ar bloavezh 2053 (70 + 5). Evit Y. B. Kalloc'h marvet e 1917 (ar c'haoz a zo bet war "Me zo ganet e kreiz ar mor") e c'hellfe bezañ echuet ar gwirioù adalek 1993, met marteze int bet hiraet p'en deus bet lazhet war an talbenn.
- Dre vras eo echuet gwirioù evit an oberourien (hag aozerien) marvet a-raok ar Brezel-bed kentañ sur ha lakaomp 1920/1925.
- Meur a ganaouenn anavezet gant meur a zen a zo bet savet gant un den, ur beleg aliesik a-walc'h. N'o deus ket ar veleien diskennidi eeun, met hêred o deus koulskoude.
- Bez ez eus lec'hiennoù saoznek gouestlet da renabliñ ar gwirioù aozer. Ret e vefe soñjal m'eo posubl ober an dra-se war ar wiki-mañ (ouzhpennañ ar meneg-se e pennadoù dwb an oberourien d'an nebeutañ).
--Ch. Rogel 22 Her 2007 da 19:47 (UTC)
Kendiviz reolata kloz
[kemmañ ar vammenn]Ar c'hendiviz reolata war anvioù-tud a zo kloz. Gallout a rit kavout an disoc'h amañ, hag ar reolennoù nevez amañ. 9 implijer o deus kemeret perzh er vot, an darn vrasañ eus kenlabourerien reoliek wikipedia. An holl bennreolennoù nevez a zo bet degemeret gant 2/3 eus ar re o deus roet o soñj d'an nebeutañ. Trugarez eta d'an holl re o deus kemeret perzh er c'hendiviz reolata-mañ. Benoni (Kaozeadenn) 24 Her 2007 da 22:44 (UTC)
- Ober a rafen un tamm diforc'h etre ar reolennoù dre vras, hag an implij anezho a vo graet war-lerc'h. Bianchi-Bihan 26 Her 2007 da 01:14 (UTC)
- 6 gwech e welan skrivet Diviz kemeret da 80% eus ar mouezhioù. Gallek eo an droienn evel-just, e brezhoneg e vez graet an traoù gant an dud.
- Pedomp evit ma ne vo ket graet heñvel gant anvioù ar paourkaezh pibien. Bianchi-Bihan 26 Her 2007 da 01:53 (UTC)
Un tamm sikour d'hon mignoned ag ar Wiki gallek
[kemmañ ar vammenn]Les costumes à identifier Klaod. Kadbzh 25 Her 2007 da 19:50 (UTC)
- Goulenn digant an arbennigour Archeos: [[1]]. Bianchi-Bihan 26 Her 2007 da 01:11 (UTC)
Archeos
[kemmañ ar vammenn]Aet war e leve, m'eus aon ... :-)))) A galon. Klaod. Kadbzh 26 Her 2007 da 07:43 (UTC). Ma c'houlennez digant Benoni goulenn digant e vignon Ludo e c'halli gouzout hiroc'h: met d'am soñj en deus brazezet ur plac'h hag a laka anezhañ d'ober war-dro ar c'hrouedur. Bianchi-Bihan 26 Her 2007 da 09:02 (UTC)
Wikimammenn ha wikiarroud war raok atav
[kemmañ ar vammenn]Wikimammenn ha wikiarroud a gendalc'h da vont war-raok:
- 42 pennad a zo dija war Wikimammenn
- 37 pennad a zo dija war Wikiarroud
N'emaomp ket a-walc'h siwazh o labourat war ar raktresoù-se evit ma vijent ofisielaet. Trugarez eta evit an holl re a c'hello sikour, paneveken o sevel ur pennad ar sizhun, o tifaziañ ar pennadoù bet savet dija, hag all.-- Benoni (Kaozeadenn) 27 Her 2007 da 17:26 (UTC)
Robinhood
[kemmañ ar vammenn]Evit ar re o doa keuz eus Robin Hood, setu ar forom krouet gantañ hag un nebeut tud a soñj eveltañ, e lec'h ma tispleg eo ret deviñ tout ar skridoù chimik (dle, tout oberenn Roparz Hemon evit kregiñ mat) : bretonpopulaire. Doujañ a ra kement d'ar brezhoneg poblek ar forom-se ma z'eo koulz lavaret pep tra e galleg . Da lenn: an eskemmoù etre Wojtek ha Robinhood/Céline er Gal... Benoni (Kaozeadenn) 28 Her 2007 da 13:32 (UTC)
Opala, n'é ket hemañ an-heni n-eus krouet ar forom-mañ. Plij a ra deoc'h liwo geier d'an dud ? Diwar-benn breton guéned an-heni oa de gentañ toud, ha bet krouet ga'd ar paotr n-eus krouet ar sit Breton Guéned mèm mod. Bremañ zo kaos deuh traoù a beb sort zo toud en ene ouzh-penn ewid breton guéned, ha ni zo brezhonegerien toud ahanomp forzh pesse mod, kenkoulz vèl gallegerien : N'omp ket nec'het é skrivo en brezhoneg pe en galleg. Mad an dow. Gurvan