Impalaeriezh trevadennel Portugal
Iskevrennad eus | Trevadenn |
---|---|
Rann eus | Iberian Union |
Deiziad krouiñ | 1415 |
Arvez | Portugal |
Anv ofisiel | Império Português |
Anv er yezh a orin | Império Colonial Português |
Relijion | Katoligiezh |
Perzhiad e | Capture of Muscat |
Diazezer | João Iañ Portugal |
Yezh ofisiel | portugaleg |
Kan broadel | Hymn of the Charter, A Portuguesa, Hymno Patriótico |
Kevandir | Afrika, Amerika, Okeania, Europa, Azia |
Stad | Portugal |
Kêr-benn | Lisbon, Rio de Janeiro, Lisbon |
Daveennoù douaroniel | 38°43′0″N 9°8′0″W |
Renad politikel | unpenniezh, Republik, monarkiezh hollveliek, Monarkiezh vonreizhel, parliamentary republic |
Moneiz | escudo |
Bet erlec'hiet gant | Portugal |
Darvoud-alc'hwez | Conquest of Ceuta, The Portuguese discovery of the sea route to India, Independence of Brazil, discovery of Brazil, Treaty of Tordesillas |
Deiziad divodañ | 20 Kzu 1999 |
Cause of destruction | Dispac'h ar Jenofl |
Banniel (deskrivadur) | Flag of Portugal |
Ardamezioù | coat of arms of Portugal |
Gregorian calendar start date | 15 Her 1582 |
Impalaeriezh trevadennel Portugal a reer eus hollad an douaroù tramor renet gant Portugal etre 1415 ha 1999. E-touez galloudoù trevadenner Europa eo bet Portugal an hini zo kroget an abretañ da drevadenniñ ha padet ar pellañ. Goude ar Reconquista gristen echuet e 1272, Portugal a gendalc’has da astenn e c’halloud pelloc’h, war-zu ar c’hreisteiz, a-hed aodoù Afrika da gentañ. Goude beajoù ergerzherien evel Bartolomeu Dias ha Vasco da Gama e voe kavet hent Indez, tra ma laboure moraerien all evel Fernan Magalhaes pe Torres evit Impalaeriezh trevadennel Spagn, er Meurvor Habask.
En XVIIIvet kantved e voe troet e selloù gant Portugal war-zu Brazil ha lec’hioù zo en Afrika hag en Azia.
Impalaeriezh trevadennel Portugal a voe lakaet dezhi un dibenn da vat pa voe roet Macau da Sina e 1999.
Deroù an impalaeriezh (1415-1580)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E broioù al ledenez iberek (Spagn ha Portugal bremañ), e-pad ul lodenn vat eus ar Grennamzer, e voe brezelioù etre ar Gristenien hag ar Vuzulmaned. Eus ar brezelioù-se e reer ar Reconquista (pe adaloubadeg e brezhoneg). Rouantelezhioù kristen an hanternoz en em ganne a-enep rouantelezhioù muzulman ar c’hreisteiz.
Evit Portugal e voe echuet ar Reconquista e 1272, pa voe aloubet Algarve gant ar roue Afonso III. Neuze en doa tizhet Portugal an harzoù zo gantañ bremañ el ledenez iberek. Goude-se e stagas rouantelezh Portugal d’en em astenn pelloc’h c’hoazh, eus tu ar mor.
Gant soudarded eus Portugal e voe aloubet kêr Ceuta (war arvor Norzhafrika) e 1415.
E 1419 en em gavas daou eus kabitened ar Priñs Herri ar Merdeer war enez Madeira, kaset betek eno gant ar gwallamzer. E 1427 en em gavas unan all en enezeg an Azorez. Inizi didud e oant. Gant ar Priñs Herri ar Merdeer, e deroù ar XVvet kantved, e voe kaset an ergerzh war-raok. Klask madoù ha pinvidigezhioù e oa ar pal, evel-just, kement ha dizoleiñ douaroù dianav. Tamm-ha-tamm ez eas Portugaliz pelloc’h-pellañ a-hed aodoù Afrika, o kartennaouiñ ar vro hag oc’h ober kenwerzh gant an henvroidi. E 1434 e voe degaset ar sklaved kentañ eus Afrika da Bortugal. Gant an drafikerien sklaved e krogas ur c’henwerzh nevez ha gounidus.
A-benn ar fin e voe tizhet Indez, ur rannved binvidik anezhi, gant ar voraerien eus Portugal. Gant an Durked e oa bet troc’het al liammoù kenwerzhel dre zouar a oa gwechall etre Indez hag Europa. Kavout un hent dre vor da vont da India hag Azia a roe da Bortugal an tu d’ober kenwerzh ar spisoù a oa kement a glask warno. E 1499 e tistroas Vasco da Gama eus e veaj kentañ betek Indez, gant ur vagad pebr.
E-keit-se e oa bet staliet tud war inizi didud Madeira, an Azorez hag ar C’hab Glas. Kregiñ a rejont da labourat an douar eno. Diouzh un tu all e oa kroget mat ar c’henwerzh gant pobladoù aodoù Afrika. Eus Portugal ez ae listri karget a vrizhvarc’hadourezh war-zu rouantelezhioù pleg-mor Ginea. Eno e veze eskemmet ar varc’hadourezh-se evit sklaved pe aour. Kontouerioù a veze savet war an aod, evel en Elmina (e Ghana hiziv), savet e 1482. Fellout a rae da Bortugaliz ober o renkoù dre eno ha ne lezent ket tud eus broioù all Europa da zont d’ober kenwerzh war an aodoù-se.
Sevel an impalaeriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad ar XVIvet kantved e teuas Portugaliz da vezañ mistri war Meurvor Indez. Ober a rejont o stal d’ar stadoù muzulman bihan ha sevel a rejont kreñvlec’hioù a-hed an aodoù, eus Mozambik d’ar Molukez en ur dremen dre Aod Malabar. War-raok ez ejont bepred, c’hoantek d’ober kenwerzh ar spisoù (pebr, tachoù-jenofl, kraoñ-muskadez, kanell). E 1506 e voe tizhet Selan ganto ; e 1507 enez Maoris. Goude emgannoù e Diu e 1509 ha 1538 e voe kadarnaet galloud Portugal en India. Ren a raent war ar c’henwerzh e Meurvor Indez, n’eo ket hepken war ar c’henwerzh etre Indez hag Europa met ivez war ar c’henwerzh etre broioù Azia.
E Brazil e voe savet an trevadennoù kentañ er bloavezhioù 1530 (krouidigezh São Paulo e 1530 da skouer). Rio de Janeiro a voe savet e 1567. Ur wech savet kêrioù war an arvor e teuas Portugaliz d’ober o annez eno, c’hoant ganto da c’hounit arc’hant diwar ar c’horz-sukr, ar c’hafe pe an aour. Evit gounit korz-sukr e voe ezhomm tud da labourat er parkeier ha kroget e voe da zegas sklaved d’ar vro. Tamm-ha-tamm ez eas tud an arvor war-zu diabarzh an douaroù. Kreskiñ a reas poblañs ar vro ha tamm-ha-tamm e teuas da vezañ brasoc’h eget hini Bortugal.
Diskar an impalaeriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tonket e oa impalaeriezh trevadennel Portugal da vont da get, gant an digempouez a oa etre ar vro-benn, dezhi ur milion a annezidi hepken, hag an trevadennoù a-strew dre ar bed. Etre 1580 ha 1640 e voe stag Portugal ouzh Spagn. E-keit-se e voe aloubet meur a drevadenn bortugalat gant ur galloud nevez-savet, an Izelvroioù (Kab ar Spi Mat, Selan). Goude brezelioù Napoleon e teuas Brazil d’en em zistagañ diouzh Portugal. Adalek 1822 ne oa ket Brazil un drevadenn ken. Diouzh an tu all e kreske ment trevadennoù Portugal en Afrika (Angola, Mozambik, Ginea-Bissau), evel ma kreske an trevadennoù europat all war ar c’hevandir-se e-pad an XIXvet kantved. Er bloavezhioù 1960 e klaskas an diktatour Salazar mirout ar broioù-se daoust d’ar brezelioù dieubidigezh a oa oc’h ober o reuz eno. Echuiñ a reas ar brezelioù-se e 1975, goude Dispac'h ar Jenofl (Revolução dos cravos e portugaleg).
E-touez broioù Europa e voe Portugal an hini ziwezhañ o tilezel he zrevadennoù. Macau e voe an hini ziwezhañ ha roet e voe da Sina e 1999.
Trevadennoù kozh Portugal aet bremañ d’ober stadoù dizalc’h a zo bodet en un unaniezh anvet Kumuniezh ar Broioù Portugalek (e portugaleg Comunidade dos Países de Língua Portuguesa pe CPLP).
Trevadennoù kozh Portugal
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E penn un impalaeriezh trevadennel vras eo bet Portugal. Enni e oa ar broioù-mañ :
- Brazil
- enezeg ar C’hab Glas
- an inizi São Tomé ha Príncipe
- Ginea bortugalat (Ginea-Bissau hiziv)
- Angola ha Kabinda
- Mozambik
- Goa (staget bremañ ouzh India), Daman ha Diu (trevadennoù e-kichen Goa)
- Macao (staget bremañ ouzh Sina)
- Timor ar Reter (Timor Leste)
Notenn : enezegoù Madeira hag an Azorez a oa didud pa oant bet kavet gant moraerien eus Portugal. Gant Portugaliz eo bet poblet an inizi ha sellout a reer outo evel lodennoù eus Portugal bremañ.