Hideki Tojo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tōjō Hideki
東條 英機
Hideki Tojo crop.jpg
Tōjō Hideki kent 1946

Ganedigezh 30 a viz Kerzu 1884
Kōjimachi, Tōkyō
Banniel Japan Japan
Marv 23 a viz Kerzu 1948
Tōkyō
Micher Soudard
Politiker
Alma mater Akademiezh Vilourel
Impalaeriezh Japan
Relijion Jōdo Shinshū
Resped milourel
Lu War flag of the Imperial Japanese Army.svg Lu impalaerel Japan
Rez Jeneral
Rannarme Lu Kwantung (1932-1934)
Emgannoù Darvoud ar 26/02
Eil brezel sinaat-japanat
Obererezh Chahar
Aloubadeg Manchouria
Brezel ar Meurvor Habask
Resped politikel
Maodiern ar Brezel
Adalek 22 a viz Gouere 1940
Betek 22 a viz Gouere 1944
Impalaer Hirohito
Kentad Shunroku Hata
Warlerc'hiad Sugiyama Hajime
Pennmaodiern Konoe Fumimaro (1940-1941)
Tōjō Hideki '1941-1944)

Pennmaodiern
Adalek 17 a viz Here 1941
Betek 22 a viz Gouere 1944
Impalaer Hirohito
Kentad Konoe Fumimaro
Warlerc'hiad Koiso Kuniaki
24(px

Hideki Tōjō[1] (kyūjitai: 東條 英機; shinjitai: 東条 英機)[2], bet ganet d'an 30 a viz Kerzu 1884 ha marvet d'an 23 a viz Kerzu 1948, a voe jeneral en arme impalaerel Japan ha kentañ ministr ar vro e-pad an Eil Brezel-bed, etre an 18 a viz Here 1941 hag an 22 a viz Gouere 1944. Kondaonet e voe d'ar marv ha krouget abalamour d'e dorfedoù brezel goude bezañ bet anavezet e giriegezh e darvoudoù eus ar brezel hag a-benn ar fin savas a-du gant ar peoc'h.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trede mab un tiad seiz paotr ha teir flac'h e oa Hideki Tōjō. Desket e voe gant un tad aotrouniek-tre, ar jeneral Kidekiyo Tōjō, un diskennad eus ur familh a samouraied. Dre an deskadurezh-se e voe lakaet dezhañ bezañ soudard. Skoliad gant ul live gwan, e eilas pa oa e skol an uhelidi.
E 1905 e kuitaas ar skol vilourel gant e arnodenn (30vet renk en e strollad studiñ) tapet goude an trede bloavezh, gant ar renk a is-letanant. Re yaouank avat e oa evit mont da vrezeliñ a-enep Rusia. War a seblant, den n'en devije lâret e teuje da vezañ un den uhel-karget. Met dre ma voe kollet kalz a ofiserien e-kerzh ar brezel e voe uhelaet e rez, hag adlañset e voe e resped micherel.
E 1909 e timezas Hideki Tōjō gant Katsu Ito, a roas seizh mab dezhañ. Hervez an testoù, Hideki Tōjō a vefe bet un tad hag ur gwaz mat.

E 1912 en em enskrivas e skol-uhel ar brezel. Etre 1916 ha 1918 e voe eil-a-gamp e maodiernezh ar Brezel. Er burevioù muioc'h eget en emgannoù e c'hounezas an den e vrud, met kement-se a stummas dezhañ ur spered aozer ha politiker fin-kenañ.

Pignerezh un ofiser[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1919 e krogas da veajiñ en Europa, e Suis hag en Alamagn kent mont d'ar Stadoù-Unanet, a welas evel ur Stad war he diskar. E 1922 e tistroas da Japan. Kemer a reas perzh en taol-Stad japanat e Manchouria (gwalldaol Mukden e 1931). Karget e voe da heskinañ ar soudarded sinaat e rannvro Jehol, ar pezh a voe marteze ar skiant nemetañ eus ar brezel en devoe prenet war un dachenn-emgann wirion. Ne voe uhelet jeneral a vrigadenn nemet e 1933.

Tōjō a voe levezonet a-galz gant ar mennozh broadelour eus ar mare. Ivoulet e oa gant an arvar komunour ha gant hini an impalaerouriezh saoz. Evitañ e oa poent da Japan ren war Azia ha war ar Meurvor Habask.
E-pad ar Patrom:Bloavezhioù 1920 ez emezelas en Tosei-Ha ( Strollad kontrollerezh  eo an anv a veze roet dezho gant o enebourien), gant tud evel Kazushige Ugaki, Gen Sugiyama, Koiso Kuniaki, Yoshijiro Umezu ha Tetsuzan Nagata. War an dachenn bolitikel e oant mirourien kerreizh, met enebet ouzh ar strollad Kodoha ( strollad hegarat implalaerel , ur strollad eus tu dehou pellañ, renet gant Sadao Araki). An daou skipailh-se oa a-orin eus kevredigezh an "delienn doubl", ur gevredigezh kuzh stag ouzh mennozhioù broadelour kreñv-kenañ.

Goude bezañ bet e penn polis milourel Tōkyō e 1935, Tōjō a voe staliet e Manchouria e penn servijoù an urzh milourel. Lakaet e voe e penn Kempetei ar c'h/Kantogun (anvet ivez arme Kwantung) e briz-Stad ar Manchukuo (ur stad lakaet e plas ha mestroniet gant Japaniz). E 1937 e voe lakaet e penn strollad ren arme ac'hubiñ ar Manchukuo. Er memes bloavezh, e-pad aloubidigezh Sina gant Japaniz, e teuas a-benn da sikour ar soudarded japanat gant div rann eus e arme, e-barzh rannvro Beijing, un darvoud hag a blijas dezhañ lakaat war-wel e-pad e vuhez politikel. E 1938, ez asantas kemer ar garg a vesmaodiern ar Brezel ; dre ar garg-se, etre 1938 ha 1940, ez ensellas an aerlu japanat. A-raok hag e-pad an Eil Brezel-bed e voe ivez e penn ar servijoù-kuzh japanat, ha derc'hel a reas darempredoù gant Koki Hirota, penn ar gevredigezh kuzh an "Erevent Du".

War-du ar galloud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad darvoud ar 26 a viz C'hwevrer 1936 – un taol-Stad aozet gant broadelourien – ez enebas Tōjō ha Shigeru Honjo ouzh an taol aozet gant ar strollad Kodoha. An impalaer Hiro-Hito a voe heuget gant trubarderezh kuzulierien ha tud tost dezhañ. Goude un enkadenn bolitikel ha gant sikour an arme e voe rediet an emsavidi da reiñ o zilez, ha kastizet e voent da heul. Spurjoù a voe aozet en arme a-enep an ofiserien ezel pe a-du gant an taol-Stad-se. Paket ha kondaonet d'ar marv e voe aozerien an emsav. Goude ar skarzhadeg vras-se e voe adframmet ar rummadoù politikel mirour, ha Hideki Tōjō a voe lakaet e penn ar strollad politikel Kodoha nevesaet. Ar C'hodoa a sikouras a galz Japan da gregiñ e-barzh an Eil brezel bed.

E-pad ar prantad ma oa o labourat e ministrerezh an Diabarzh, Tōjō a voe lakaet e-penn polis Tōkyō, anvet Keishicho. E miz Gouere 1940 e voe uhelet e renk da vaodiern ar Brezel e-barzh gouarnamant Fumimaro Konoe. Diskouez a reas mat e speredegezh hag e sell c'hoantek, met gouzout a rae mat ne oa er gouarnamant nemet evit aroueziñ bezañs ar strolladoù brezelour ha milourel. E staliadur er renk-mañ a ziskouez mat e oa Japan o kemmañ he strategiezh : ur c'hoant da greñvaat an impalaeriezh diwar ar savboent milourel hag un astennadur war-du ar c'hevandir aziat, ar gevred dreist-holl, a-benn bezañ perc'henn war lod danvezioù naturel ha gwanaat Sina.

Hideki Tōjō kent 1946

Ur wech er vaodiernezh e klaskas Tōjō skarzhañ tudennoù c'hoazh war vetegoût e-keñver mennozh ar brezel. Staliañ a reas ur reizhiad mestroniañ al labouradegoù brezel, aozañ a reas heskinadur ar gomunourien, ar sindikadourien, ar frankizourien, hag an holl strolladoù a veze oc'h enebiñ ouzh ar brezel. Met tamm-ha-tamm e krogas ar pennmaodiern Konoe da ziaesaat al labour dezhañ, en desped d'ar fed ma z'eo bet unan eus an dud o deus labouret ar muiañ evit an impalaeriezh japanat : arabat eo ankounac'haat eo bet aloubet Sina gant Japan pa oa Konoe pennmaodiern. Met an aergelc'h stegn er meurvor Habask gant an Amerikaned hag an diaezamantoù e Sina a lakaas ar pennmaodiern da cheñch emzalc'h ha da labourat evit tremen hebiou d'ar brezel. Tudoù all evel amiral al lu kenaozet, Isoroku Yamamoto, a oa ankeniet gant un eneberezh ouzh ar galloudegezh ekonomikel ha milourel amerikan, ha c'hoant o doa da gavout un emglev gant ar Stadoù-Unanet. Met seul badus ar c'haozadennoù etrebroadel, seul ziaesoc'h e oa evit Japan tizhout un emglev bennak. Ouzhpenn da se, Japaniz a boanie da lakaat an Amerikaned da gompren talvoudegezh lod interestoù er meurvor Habask. Kement-se holl avat a aesaas labour Tōjō. An impalaer ivez a c'hoarie gant an eneberezhioù politikel-se, rak eñ kennebeut ne oa ket ken asuret ha se eus an trec'h japanat. Tamm-ha-tamm e kreñvaas keal un dilez a-berzh Fumimaro Konoe, dreist-holl goude ma voe klasket e lazhañ un nebeut mizoù abretoc'h.

D'ar 16 a viz Here 1941, Tōjō a gasas ur gemennadenn dre guzh d'ar pennmaodiern ma skrivas e ouie mat e oa disrannoù en arme e-keñver barregezhioù Japan da gaout ar maout en ur brezel. Tōjō a ginnigas da Gonoe reiñ e zilez gant hini ar gouarnamant evit ma vefe posupl leuskel ar Priñs Priñs Higashikuni mont e penn ur gouarnamant nevez : Higashikuni a vefe an den nemetañ gouest da adunaniñ strolladoù an arme hag ar morlu. Aze e c'heller gwelet un emzalc'h souezhus a-berzh Hideki Tōjō, rak deskrivet eo bet atav evel ur brezelour enep-peoc'hgarour. Marteze e c'heller gwelet amañ un embregadenn bolitikel evit tapout Konoe en un trap bennak. N'eus netra asur avat war an dodenn-mañ.
Konoe a roas e zilez war an tach, d'ar 16 a viz Here 1941 end-eeun, met an impalaer a nac'has lakaat ar priñs Higashikuni da bennmaodiern, kuit dezhañ d'en em gavout gant ur brezel loc'het a-drugarez d'un ezel eus ar familh impalaerel. Hideki Tōjō neuze a voe uhelaet da bennmaodiern, met an impalaer a c'houlennas digantañ kenderc'hel ha kas da benn kousto pe gousto ar c'haozadennoù diplomatek gant ar Stadoù-Unanet.

Ur wech pennmaodiern e labouras Tōjō da staliañ da vat aotrouniezh an arme war ar vro. E c'houarnamant a zivizas kregiñ e-barzh an Eil Brezel-bed ; d'ar 7 a viz Kerzu 1941, Japan a dagas ar morlu amerikan e Pearl-Harbor. A-c'houde an dagadenn-se e teuas Tōjō da vezañ pal fulor an Amerikaned, ha goude ar brezel e kendalc'has da vezañ bouc'h ar pec'hed e-keñver kalz a draoù, evit difenn brud ha skeudenn an impalaer Hiro-Hito.
Ar pennmaodiern a stalias war Azia ur renad a spont ha hini ur galloudegezh personel dibar. Er penn-kentañ e lakaas e pleustr e varregezh dreist da labourat. Ar bobl hag ar strolladoù o ren a voe plijet a-walc'h gant Tōjō, met kement-se a baouezas pa grogas prantad ar c'hwitadennoù.

An Diskar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Buan e savas hegaz en uhelidi hag er bobl, pa soñjas dezho ne oa mui Hideki Tōjō gouest da vont hebiou ar c'hwitadennoù hag an heuliad ag emgannoù kollet gant Japan. Par da Adolf Hitler e voe lakaet, p'en devoa ar führer lakaet Alamagn da goll kalz emgannoù e fin ar brezel. Goude ar reolennadurioù nevez a oa bet divizet gant Tōjō evit a sell ouzh ar frankizoù, an dileuridi chomet kerreizh a grogas da enebiñ outañ. Ar morlu na rae nemet gouzañv e emzalc'h hag emzalc'h ar ministr en devoa staliet, Shigetaro Shimada ; arabat eo ankounac'haat e oa bet Tōjō ofiser en arme e penn kentañ e resped, hag an eneberezh etre ar morlu hag an arme ne oa ket paouezet. An ofiserien hag ar jeneraled veur zoken a gollas ar fiziañs o doa lakaet ennañ er penn-kentañ. Tōjō en deus kemmet ar galloud a oa bet roet dezhañ en unan personel : ne voe mui pennmaodiern hepken, maodiern ar Brezel e voe ivez war an dro, ha hini an armañ, ha kalz kargoù all en doa. C'hoant en doa da grouiñ e strollad politikel dezhañ, "Ar Strollad broadel".

Re c'halloudus e oa Tōjō, ha divestronius neuze, ha ne oa mui gouest da gas ar brezel betek penn. Re a dud c'halloudus a enebe outañ — eus strolladoù disheñvel, gwir eo, met gant ur pal hepken hag ar varregezh d'en em unaniñ evit skarzhañ un den hag a oa deuet da vezañ den galloudusañ ar vro. Ur strollad peoc'hgarour en em stummas a-benn kemer plas Tōjō ha klask adlañsañ tabutoù gant ar Stadoù-Unanet evit goulenn ar peoc'h. Ha kalz a dud a oa a-du evit ma vefe "skarzhet" dre implijout an nerzh.

Met Tōjō a glevas kaoz eus an iriennoù-se. Ha diouzhtu, e miz C'hwevrer 1944, dik goude aloubadeg an inizi Gilbert ha Marshall, e kemmas melestradurezh hag urzhaz strollad ren an arme : skarzhañ a reas Osami Nagano, hag a oa e penn strollad ren ar morlu. Ha kemer a reas plas ar jeneral Sugiyama e penn strollad ren an arme. Met an dra-se ne gemmas ket mont en-dro ar brezel. An Amerikaned a yae war-raok, ha muioc'h-mui a dud a enebas ouzh Hideki Tōjō.
Ar gwashañ a c'hoarvezas pa voe trec'het Japan e Mariana an Norzh e miz Even ha miz Gouere 1944. Ar strollad peoc'hgarour, gant Konoe hag ar Priñs Higashikuni Naruhiko en e benn, a yeas e darempred gant markiz Kido, un den tost d'an impalaer hag en devoa sikouret Tōjō da vezañ pennmaodiern, evit ma c'houlennfe da Hiro-Hito dilezel Tōjō. Met ar jeneral a nac'has. Kregiñ a reas memestra da asantiñ lod traoù : d'an 13 a viz Gouere 1944 e tilezas e garg e penn strollad ren an arme, ha Yoshijito Numezu (penn armead Kwantung) a gemeras e blas. Ha staliañ a reas an amiral Nomura e plas e vignon Shingetaro Shimada e karg maodiernezh ar Morlu. Met e harpoù politikel evel Shimada a chomas staget-mat en urzhaz, hag kenderc'hel a rejont d'e sikour, ar pezh a gounaras izili ar morlu.

D'ar 17 a viz Gouere 1944, e Tōkyō, en em vodas dre guzh tadoù ar vro, ar bennmaodierned kozh en o zouez, abalamour da aotrouniezh polis Tōjō. A-du e oant war un dra : Tōjō a ranke reiñ e zilez. Zoken pa ne c'helle ket Kuzul tadoù ar vro reiñ un ali, un ali hep muioc'h a c'halloud ha se, an impalaer ne c'helle ket ober war-dro Hideki Tōjō hep derc'hel kont eus ar c'huzul-mañ. Met Tōjō a glevas kaoz eus an emvod, ha fiziañs en devoa en impalaer. Neuze ez eas da welet Hiro-Hito d'an 18 a viz Gouere evit kinnig e zilez dezhañ, gant ar soñj ma nac'hfe hag evit ma c'hellje kreñvaat e renk. Met asantiñ da zilez ar pennmaodiern a reas an impalaer. Tōjō a glaskas derc'hel e garg a vaodiern ar Brezel, me ne voe ket adroet dezhañ. Ur gouarnamant nevez a voe stummet, en e benn ar jeneral Koiso hag an amiral Mitsumasa Yonai. Labour a rejont war un emglev gant an Amerikaned evit herzel ar brezel.

Tōjō en em dennas eus ar bed politikel en ur vont da vevañ e Setagaya. D'an 2 a viz Gwengolo 1945, Japan a gollas ar brezel da vat. Tōjō a disklêrias bezañ prest da wareziñ an impalaer eus kiriegezhioù darvoudoù ar brezel. D'an 11 a viz Gwengolo, pa glaskas an Amerikaned e herzel, Tōjō a glaskas en em lazhañ gant un tenn er galon, met ne zeuas ket a-benn ha saveteet e voe gant ar vezeien amerikan.
Tōjō n'en em wele ket evel un torfedour brezel. Lavarout a reas :  Un diforc'h zo etre ar fed da gas ur bobl d'ur brezel a wel evel unan reizh ha mat, hag ar fed da vezañ un torfedour. 

D'an 3 a viz Mae 1946, Hideki Tōjō ha 27 den all a voe barnet evit torfedoù brezel gant lez-varn etrebroadel ar Reter-Pellañ. E-pad ar prosez e glaskas kemer war e-benn holl giriegezhioù ar brezel. An Amerikaned o doa c'hoant da leuskel an impalaer Hiro-Hito e penn Japan, ha profitañ a rejont eus an degouezhioù evit lakaat an holl gargoù war penn Tōjō, a sammas an holl giriegezh a-youl-vat.
Abalamour d'an holl dorfedoù brezel a oa bet e-pad ren Tōjō, ne c'helle ket tremen e-kichen kastiz ar marv. Krouget e voe d'an 22 a viz Kerzu 1948.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Tōjō eo an tiegezh ; en Azia e roer an anv-familh kent an anv-bihan : Tōjō Hideki eo an doare reizh neuze.
  2. kyūjitai, "stumm kozh an arouezennoù", eo doare hengounel ar skritur kanji a dalv da skrivañ ar japaneg gant arouezennoù sinaek ; "stumm nevez an arouezennoù" eo shinjitai, da lavarout eo arouezennoù eeunoc'h.
Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.