Sindikadelezh
Ar ger “sindikadelezh” a zeu eus ar ger gresian “sundikos” a dalvez skoazellañ un den bennak a gaser dirak ar justis. Ar sindikalezh a zo anezhañ ul luskad e bal unvaniñ al labourerien en aozadurioù, er sindikadoù, e-benn difenn o interestoù boutin (kreskiñ ar goproù, aozioù labour gwellañ, digreskiñ pad al labour, stourm a-enep d'an dienfredadurioù…)
Ar ger “sindikalezh” a dalvez ivez da envel an ober stourm a glask kenderc’hel gant palioù ur sindikad.
Ar ger “sindikalezh”, er ster boutinañ ha degemeret ar muiañ, a vez implijet evit ar sindikadoù gopridi hag un tammig nebeutoc’h evit ar sindikadoù studierien hag ar sindikadoù liseidi. Dedalvezout a ra ar meneg sindikad micherel ivez, e broioù zo, da envel an aozadurioù patromed.
Ar bloavezhioù 1880 a oa bet merket gant krouidigezh ar sindikalezh en Europa. E Frañs ez eo gant lezenn Waldeck Rousseau e 1884 e voe roet aotre da grouiñ sindikadoù.
Ar sindikalezh e Frañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra ar sindikadelezh eus strolloù korfuniadoù (micherioù, kompagnunelezh...) ar c’hevredigezhioù arnevez pe eus korfuniadoù eus ar Grennamzer. Berzet e voe ar strolloù-se gant Lezenn Le Chapelier e 1791 ha gwask a voe lakaet warno e-pad an dispac'h greantel kentañ. Hogen, torret e voe al lezenn a-enep ar c’hengevrediñ e 1864 gant lezenn Ollivier hag dre-se e voe krouet ar [[gwir harz-labour]). E 1884 hepken e voe lezennaet ar sindikadoù gant lezenn Waldeck-Rousseau, a zo enni meur a strishadurioù c’hoazh. Berzet eo ar sindikalezh bepred er velestradurezh foran pergen.
Krouet e voe sindikadoù patromed diwar ar skouer-se. Diwar neuze e kinnig ar sindikalezh sevel gant kevredigezh al labour a-bezh ha palioù politikel a laka war-wel : krouet e voe ar CGT e 1895 e-pad kendalc’h Limoges. Ar sindikalezh giz Frañs, a reer Ober war-eeun anezhañ, zo azonet dre an damc’hoantoù dispac’hel ha dizalc’h a-dal d’ar strolladoù politikel. Kadarnaet e oa bet ar pennaennoù-se e-pad kendalc’h ar CGT en Amiens e 1906 (karta Amiens).
Goude ar Brezel bed kentañ en em droas ul lodenn eus ar sindikalezh war-du ar mennozhioù sokialour da gentañ, hag ar mennozhioù komunour da c’houde, tra ma oa ul lodenn vihan anezhañ war-du ar Gempennouriezh. E-giz-se e voe krouet ar CFTC, kristen europat an hengoun anezhañ, e 1919 a-benn degas ur respont da bouezañ a-enep d'an hengoun marksour.
E-pad Renad Vichy e voe lakaet meizadur korfuniadel aozadur al labour war-raok ha disrannet bed ar sindikadoù abalamour d’an dizunvaniezh. Ur rener eus ar CGT, René Belin, a zeuas da vezañ ministr ar Produerezh Greantel hag al Labour e gouarnamant ar Marichal Pétain e miz Gouere 1940. Er bloavezhioù 1940 e voe krouet ar CGC, zo anezhañ ur sindikad gennadel a c’hoarvez eus sindikadoù lec’hel a-leizh (ijinourien dreist-holl – mengleuzioù, pontoù, metalouriezh, tredan...). Gant Karta al Labour, a oa bet gourbommet e 1941, e voe aozet divodadur an aozadurioù sindikel zo anezho ha krouet e oa bet sindikadoù unan dre gorfuniad. An darn vrasañ eus ar sindikaderien a oa en em aozet e kuzh neuze.
Diazezet e oa bet ar frankizoù sindikadel en-dro gant al lezenn eus ar 27 a viz Gouere 1944 hag adkrouet ar c’hengevreadoù divodet. E 1948 e voe krouet ar CGT-FO, ul luskad disrannet diouzh ar CGT hag ul luskad adreizhour enebet ouzh Strollad komunour Frañs war un dro. E 1964 e oa deuet ar CFTC da vezañ ar CFDT dre zigredenniñ ; ur CFTC nevez - disrann – a oa bet krouet gant emsaverien a nac’he an digredenniñ. E 1992 eo en em aozet en UNSA. El luskad « emren »-se ez eus dreist-holl sindikadoù o doa nac’het dibab etre ar CGT hag FO e 1947.
Kengrevreet eo bet an aozadurioù bras dre vodañ enno kevreadoù sindikadel hag a zo kenstrollet enno holl sindikadoù un hevelep micher, hag unvaniezhioù etremicherel lec’hel zo kenstrollet enno holl sindikadoù ur gêr pe un departamanat tro-dro da ti ar sindikadoù. Arabat eo kemmeskañ sindikad (da skouer, sindikad kilvezien departamant al Liger-Atlantel]] hag aozadur sindikadel (da skouer, ar CGT, pe ar CFDT).
Ma n’o deus ket mui an aozadurioù bras sindikadel kement a c’halloudoù ha gwechall e santer pouez ar sindikadoù e bed al labour hiziv an deiz c’hoazh, ha pa vefe kollet ul lodenn vras eus o sichenn dredeel abaoe ar bloavezhioù 1970. Dre m’eo merket ar gwehinoù dre goskor, m’eo arvarus sindikadañ ha m’eo dilezet ar sindikadoù gant al labourerien, n’eus nemet ur goprad diwar zaou a c’hall dilenn dileuridi.
Ar berzhiadegezh en dilennadegoù micherel ((63,8 % well-wazh e Frañs) zo ur benveg anezhi evit gouzout eus an derc’houezusted, a ro tro d’ar sindikadoù da vezañ a bouez bras pa vez kevraouet gant an implijerien.
Abalamour d’an enkadenn eo aet pouez ar sindikadoù war an diskar er c’hreanterezh, met ivez evit abegoù a bep seurt : ne daol ket ar sindikadoù kont a-walc’h ouzh ar gennad tredeel hag ouzh an EBE, prevesaat) an embregerezhioù, zo un anadenn diavaeziñ/ziaveziñ ; ne vez ket dalc’het kont a-walc’h eus labour ar merc’hed, eus diskar ar gomunouriezh hag eus disrann ar sindikadoù.
Tra m’eo a-boan uheloc’h feur ar sindikadelaat eget 5 % er gennad prevez (tra m’eo feur sindikadelaat ar broioù europat all tro-dro da 30 %, 50 % zoken), e Frañs ez eus ur bed sindikadel disrannet, a zo ennañ pemp kengevread a rae o mad eus un derc’houezusted dinac’hadus betek al lezenn eus an 20 a viz Eost 2008. (CGT. Ar c’hengevreadoù-se zoCFDT, FO, CFTC ha CFE-CGC, kerkoulz hag an tri aozadur all UNSA, FSU ha Unvaniezh sindikadel Kengret, zo enno ar sindikadoù SUD, e-touez traoù all.
Hervez ministrerezh al laboure oa sindikadet 8 % eus al labourerien frañsez e 2003.
Hervez ur studiadenn zo bet graet war ar sindikadañ gant ministrerezh al labour (DARES, miz Here 2004) e oa 3,5 % ar feur sindikadañ en embregerezhioù dindan 50 goprad (e-skoaz 5,2 % er gennad prevez) ; ne oa nemet 2,4 % evit a sell ar c’hopridi gant kevradoù termenet o fad pe an etreadegourien (e-skoaz 9,5 % evit a sell ouzh c’hopridi gant kevratoù didermen o fad pe leun amzer). Hervez ur sontadeg TNS Sofres eus miz Kerzu 2005 ne vez ket sindikaet ar c’hopridi evit meur a abeg :
- 38 % eus ar c’hopridi a soñj dezho ne vezont ket komprenet gant ar sindikadoù
- 36 % eus ar c’hopridi o deus aon e vefe talvezet o gwall dezho gant o renerezh
- 34 % eus ar c’hopridi a soñj dezho ez eo abalamour da zisrann ar sindikadoù (80 % eus an dud sontet a soñj dezho ez eus re a sindikadoù e Frañs)
Ar sindikadelezh er Rouantelezh-Unanet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Rouantelezh-Unanet ez eus sindikadoù a reer labour unions anezho. Berzet ha mouget e voe ar sindikadelezh e Breizh-Veur betek 1824. Merket e voe ar bloavezhioù 1838 da 1848 gant dreisted an ober potitikel er sindikadoù. E 1850 e voe krouet sindikadoù stabiloc’h, o doa muioc’h a arc’hant, met alies ne vezent ket ken radikal hag a-raok. Ha savelet e voe stadud lezennel ar sindikadoù gant ar Bodad Roueel e 1867 pa voe degemeret gantañ e oa un dra vat desezañ an aozadurioù-se ken evit ar implijerien ken evit ar c’hopridi. Lezennekaet e voe an destenn e 1871.
An unvaniezhioù o doa ar muiañ a levezon en amzer ar rouanez Victoria a oa unvaniezhioù al labourerien berzhek, an Amalgamated Society of Engineers dreist-holl. Ne oa ket aet kalz war-raok an unvaniezhioù a veze emezelet outo labourerien perzhek pe damberzhek betek strinkadur an “New Unions” (Unvaniezhioù Nevez) e dibenn ar bloavezh 1880. Ur roll a bouez a oa bet c’hoariet gant ar sindikadoù pa voe krouet Bodad dileuriañ al labourerien (“Labour Representation Committee”), a voe diazezet warnañ al Labour Party (Strollad al Labour) a vremañ. Liammoù strizh zo bepred etre al Labour Party hag an Trade union movement.
Ar sindikadelezh er bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lenn ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar sindikadelezh labour-douar e Frañs a zo dileuriet gant :
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Le Maitron
- Articles du Monde diplomatique
- Syndicalistes québécoises
- Histoire du syndicalisme révolutionnaire
- Evolution des relations sociales dans une société en mutation
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- René Mouriaux, Le syndicalisme en France, PUF, Pariz, 2005, ISBN 2130547613
- René Mouriaux, Les syndicats en France, René Mouriaux, Pariz, La Documentation française, 2007.
- René Mouriaux, Le syndicalisme en France depuis 1945, La Découverte, 2004
- Bernard Zimmern, La dictature des syndicats, Albin Michel, 2003, ISBN 2226142096
- Jean Sagnes (dir.), Histoire du syndicalisme dans le monde, Privat, Tolosa, 1994
- Henri Aigueperse (ancien secrétaire général du SNI, Cent ans de syndicalisme — Le Mouvement syndical en France de la Ire Internationale à 1970, embannadurioù Martinsart, Pariz, 1977
- « Le syndicalisme et ses armes », Agone, n° 33, 2005. Patrom:Lenn enlinenn
- Anne-Catherine Wagner, « Syndicalistes européens. Les conditions sociales et institutionnelles de l’internationalisation des militants syndicaux », Actes de la recherche en sciences sociales, niv. 155 2004/5, p. 12 à 33. Patrom:Lenn enlinenn PDF