Yoshijiro Umezu
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Japan, Impalaeriezh Japan |
| Anv e yezh-vamm an den | 梅津美治郎 |
| Anv-bihan | Yoshijirō |
| Anv-familh | Umezu |
| Anv e kana | うめづ よしじろう |
| Deiziad ganedigezh | 4 Gen 1882 |
| Lec'h ganedigezh | Nakatsu |
| Deiziad ar marv | 8 Gen 1949 |
| Lec'h ar marv | Sugamo Prison |
| Doare mervel | abeg naturel, death in custody |
| Abeg ar marv | rectum cancer |
| Lec'h douaridigezh | Aoyama Cemetery |
| Yezh vamm | japaneg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | japaneg |
| Kondaonet evit | torfed brezel |
| Micher | soudard, milour |
| Karg | ambassador of Japan to Manchukuo |
| Bet war ar studi e | Army War College, Imperial Japanese Army Academy, Central Military Preparatory School, Kumamoto Military Preparatory School, Kumamoto prefectural Seiseiko High School |
| Deroù ar prantad labour | 1903 |
| Dibenn ar prantad labour | 1945 |
| Relijion pe kredenn | kristeniezh |
| Grad milourel | general |
| Commander of (DEPRECATED) | Arme Kantōgun |
| Brezel | Brezel Sina ha Japan |
| Skour lu | Lu Impalaeriezh Japan |


Ar jeneral Yoshijiro Umezu, ganet d'ar 4 a viz Genver 1882 ha marvet d'an 8 a viz Genver 1949, oa ar c'homandant e penn an arme impalaerel japanat e-pad an Eil Brezel-bed. Hag uhelaet da amiral e miz Eost 1939.
Er bloavezhioù 1920, Umezeu oa un ezel eus an Tosei-Ha ("Strollad kontrollerezh" ) renet gant ar jeneral Kazushige Ugaki gant tud all evel Gen Sugiyama, Koiso Kuniaki, Tetsuzan Nagata ha Hideki Tojo. Ar gevredigezh-se a oa stag ouzh un hengoun politikel kerreizh etre ar peoc'hgarourien hag an izili eus ar gevredigezh a radikalourien evel ar strollad Kodoha ("strollad stourm") gant Sadao Araki en e benn.
E 1945, Umezu a stourmas, gant ministr ar brezel Korechika Anami ha Soemu Toyoda, unan eus pennoù strollad ren ar morlu, a-enep mennozh en em zaskor d'an Amerikaned. Krediñ a rae e vefe bet posupl rediañ an Amerikaned da vrezeliñ war douaroù Japan, ha kas anezho en ur brezel e lec'h ma vefe bet kollet kalz a emgannoù ganto. Ha goude-se, e vefe bet tu da Vro-Japan kaout un emglev reizh evit ur peoc'h reizh.
Goude ar brezel e voe kaset dirak al lez-varn milourel evit ar Reter-Pellañ, e lec'h ma voe kondaonet d'an toull-bac'h a-hed e vuhez d'an 12 a viz Du 1948. Mervel a reas abalamour d'ur c'hleñved d'an 8 a viz Genver 1949.