24 Mezheven
Neuz
(Adkaset eus Gouel Yann)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1314 : dibenn Emgann Bannockburn e Bro-Skos, m’eo trec’h lu Bro-Skos, renet gant Robert the Bruce, war ar Saozon.
- 1497 : erruout a ra John Cabot en Douar-Nevez ; ar wech kentañ e vije d’un Europad bezañ eno abaoe amzer ar Vikinged.
- 1497 : Michael an Gof ha Thomas Flamank, renerien un emsavadeg vroadel e Kernev-Veur, a zo dibennet e Londrez.
- 1793 : kentañ bonreizh republikan degemeret e Frañs.
- 1910 : Korea aloubet gant Japan.
- 1940 :
- sinet an harz-brezel etre Frañs hag Italia e-kichen Roma.
- dibunet eo e brezhoneg Galv an 18 a viz Mezheven gant ar Perwenanad Jarl-Vari Guillois.
- paotred enez Sun a ya kuit eus o enezenn war bourzh an div vag Rouanez ar Mor ha Velleda.
- 1948 : penn-kentañ blokus Berlin.
- 1976 : adunanidigezh Viêt Nam.
Sportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1894 :
- dibabet eo Aten gant Poellgor etrebroadel olimpek, bodet e Pariz, evit degemer kentañ C'hoarioù Olimpek hañv e 1896, evit enoriñ C'hoarioù olimpek an Henamzer.
- dibabet eo Pariz gant Poellgor etrebroadel olimpek, bodet e Pariz, evit degemer an eil C'hoarioù Olimpek hañv e 1900, evit enoriñ Pierre de Coubertin.
- 1927 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinan ha Brest (a-benn d'an eur) ; trec'h eo gant André Leducq.
- 1995 : aet Kampionad mell-droad Frañs gant Football Kleub Naoned Atlantel evit ar 7vet gwech, Jean-Claude Suaudeau e c'hourdoner d'an ampoent.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1343 : Janed Valois, rouanez Navarra.
- 1535 : Janed Aostria, priñsez Portugal.
- 1796 : Friedrich Wilhelm Hemprich, loenoniour, evnoniour ha mezeg alaman.
- 1838: Jan Matejko, livour polonat.
- 1911 : Juan Manuel Fangio]], reder kirri arc'hantinat.
- 1930 : Claude Chabrol, aktour ha sevener gall.
- 1939 : Brigitte Fontaine, kanerez c'hallek.
- 1944 : Ticky Holgado, aktour gall.
- 1949 : John Illsley, soner gitar-boud saoz, unan eus pevar c'hrouer ar strollad Dire Straits.
- 1962 : Claudia Sheinbaum, politikerez, prezidantez Mec'hiko.
- 1987 : Lionel Messi, melldroader etrebroadel arc'hantinat.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1519 : Lucrezia Borgia, preid Alfonso Iañ d'Este, dug Ferrara.
- 1846 : Jan Frans Willems, skrivagner flandrezat.
- 1875 : Henri Labrouste, savour tiez gall.
- 1900 : Feliks Brignou, skrivagner ha troour brezhonek.
- 2009 : Robert Lafont, okitanegour.
- 2021 : Benigno Aquino III, 15vet prezidant Filipinez.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gouel Yann, gouel Sant Yann Vadezour er Relijion gatolik
- E meur a vro e lider deroù an hañv da Ouel Yann. E Breizh e vez graet tantadoù e meur a lec'h.
- Devezh ar vro e Kebek a zo da Ouel Yann.