Benigno Aquino III
Neuz
Benigno Simeon Cojuangco Aquino III, lesanvet Noynoy Aquino, (ganet d'an 8 a viz C'hwevrer 1960 e Manila) zo ur politikour eus Filipinez ha prezidant ar vro abaoe 2010. Mab eo d'ar brezidantez bet Corazon Aquino ha d'ar senedour Benigno Aquino.
Goude bezañ bet en harlu er Stadoù-Unanet gant e familh e tistroas da Filipinez e 1983, nebeut goude muntr e dad. Kannad ha senedour eo bet a-raok divizout lakaat e anv e dilennadeg 2010 goude marv e vamm. Deuet eo da vezañ 15vet prezidant Filipinez d'an 30 a viz Even 2010.