Mont d’an endalc’had

Gloria Macapagal-Arroyo

Eus Wikipedia
Gloria Macapagal-Arroyo
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFilipinez Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMaria Gloria Macaraeg Macapagal Arroyo Kemmañ
Anv ganedigezhMaria Gloria Macaraeg Macapagal Kemmañ
Married nameArroyo Kemmañ
Anv-bihanGloria Kemmañ
Philippine middle nameMacaraeg Kemmañ
Anv-familhMacapagal Kemmañ
Anv berrGloria Macapagal Arroyo Kemmañ
Deiziad ganedigezh5 Ebr 1947 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSan Juan Kemmañ
TadDiosdado Macapagal Kemmañ
MammEva Macapagal Kemmañ
PriedJose Miguel Arroyo Kemmañ
BugelMikey Arroyo, Diosdado Macapagal–Arroyo, Evangelina Lourdes Arroyo-Bernas Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg, tagalogeg, saozneg, kapampanganeg Kemmañ
Micherekonomour, politiker, kelenner skol-veur Kemmañ
ImplijerAteneo de Manila University Kemmañ
Bet war ar studi eWalsh School of Foreign Service, Georgetown University, Ateneo de Manila University, University of the Philippines, Assumption College San Lorenzo Kemmañ
Strollad politikelLakas–CMD Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet2004 Philippine presidential election Kemmañ
Strollad etnekKapampangan people Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Perzhiad eWorld Economic Forum Annual Meeting 2023 Kemmañ
Ezel eusPhilippine Academy of the Spanish Language Kemmañ
Ideologiezh politikelMirouriezh, Dutertism Kemmañ
Prizioù resevetCollar of the Order of Isabella the Catholic‎, Order of the Star of Romania, Pro Ecclesia et Pontifice, Grand Cordon of the Supreme Order of the Chrysanthemum, honorary doctor of the Tsinghua University Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.macapagal.com/gma Kemmañ
Gloria Macapagal-Arroyo

Ur bolitikourez filipinezat eo Gloria Macaraeg Macapagal-Arroyo (bet ganet d'ar 5 Ebrel 1947 e Manila e Filipinez). Bet eo ar vaouez kentañ anvet da vesprezidantez Filipinez (etre an 30 Mezheven 1998 hag an 20 Genver 2001) hag an eil plac'h dilennet da brezidantez ar vro goude Corazon Aquino. Dilennet eo bet evit ar wech kentañ d'an 20 Genver 2001 hag addilennet d'an 10 Mae 2004. Goude he frantad er brezidantelezh eo aet da gannadez d'an 30 a viz Even 2010.

E 2005, eo bet renket Arroyo e-touez ar peder maouez galloudusañ er bed gant ar gelaouenn Forbes. D'ar 24 C'hwevrer 2006 eo bet disklêriet ganti ar stad a zifrae a-benn dizarbenn un taol-Stad a vije bet dizoloet gant nerzhioù surentez gouarnamant Filipinez, da varn diouzh komzoù ar brezidantelezh.

Merc'h an ez-prezidant Diosdado Macapagal eo. Dimezet eo gant Jose Miguel Tuason Arroyo abaoe an 2 a viz Eost 1968. Tri bugel he deus bet gantañ. Er Stadoù-Unanet he deus graet he studioù war an armerzh.

Gloria Macapagal-Arroyo e miz Here 2003.

Deuet eo Arroyo d'ar brezidantelezh e 2001 dre Dispac'h an EDSA II en deus skarzhet ar prezidant Joseph Estrada eus e bost abalamour da damalloù goubrenerezh ha breinadurezh hollek. Addilennet eo bet Arroyo e 2004 p'eo bet trec'h war an aktor Fernando Poe, Jr. met tamallet ez eus bet dezhi bezañ kammet disoc'hoù ar votadeg.

E miz Gouere 2005 ez eus savet bec'h bras er vro goude ma vije bet skignet ent foran kaozeadennoù ar brezidantez dre bellgomz gant ur c'hargiad uhel eus ar bodad dilenn ma c'haller kompren n'eo ket bet frank hag onest an dilennadeg bet dalc'het e miz Mae 2004. Dek eus he ministred o deus roet o dilez ha goulennet eo bet gant Corazon Aquino prezidantez kozh Filipinez e roje Gloria Macapagla-Aroroyo he dilez ivez.

"Taol-Stad" ar 24 C'hwevrer 2006

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disklêriet ez eus bet gant ar brezidantez d'ar 24 C'hwevrer 2006 e vije un taol-Stad a-enep d'he gouarnamant war ar stern. Diouzhtu p'eo bet klevet ar c'heloù-mañ ez eus aet kalz manifesterien da zibunañ dirak santual an EDSA ma c'hoarvezas darvoudoù luskad galloud ar bobl ugent vloaz zo evit difenn o gwirioù . Gwardet mat e oa palez Malacañang abaoe ar Yaou 23 C'hwevrer ma oa tarzhet ur vombezenn er-maez eus ar palez. "Operation Hackle" a oa anv kod an taol-Stad.

Goulennet he deus ar brezidantez, dre ministrerezh an deskadurezh e vije serret ar skolioù. Un nebeud skolioù-meur o deus divizet serriñ o dorioù ivez. Dre an Embannadenn niv: 1017 eo bet disklêriet ar stad a zifrae er vro a-bezh a-benn gallout stourm a-enep d'an emsavadeg. Aon ez eus gant lod ne vefe ket pell ken kent na vo embannet al lezenn vrezel. Emzalc'h kentañ ar gouarnamant war-lerc'h bezañ disklêriet ar stad a zifrae a vo klask divodañ ar strolladoù bodet a-hed an EDSA. Evit doare e vefe ar brezidantez kozh Corazon Aquino e-touez ar re o vanifestiñ.

Keñveriadennoù zo bet graet etre oberoù Arroyo ha re Ferdinand Marcos an diktatour kozh. Benito Lim, kelenner war ar skiantoù politikel e Skol-veur Filipinez en deus disklêriet nevez zo : "Lamet eo bet an holl frankizoù. Mont a ra a-enep ar vonreizh ha lezenn ar gwirioù. Emaomp e penn-kentañ reolennoù a vo strishoc'h c'hoazh a-barz pell a-enep da gement den n'eo ket a-du gant ar gouarnamant. Ar mod ma vezont reizhabeget a laka da soñjal e Marcos pa oa bet embannet al Lezenn vrezel gantañ." [1]

Da-heul gwaskoù a bep tu e tiviz ar gouarnamant lemel ar stad a zifrae d'ar Gwener 3 a viz Meurzh 2006.

Prezidanted Filipinez

Emilio Aguinaldo | Manuel Quezon | José Laurel | Sergio Osmeña | Manuel Roxas | Elpidio Quirino | Ramon Magsaysay | Carlos Garcia | Diosdado Macapagal | Ferdinand Marcos | Corazon Aquino | Fidel Ramos | Joseph Estrada | Gloria Macapagal-Arroyo | Benigno Aquino III

  Banniel Filipinez