Genver 2006 e Breizh
Neuz
Bloavezhioù : ../.. 2000 2001 2002 2003 2004 2005 - 2006 - 2007 2008 2009 2010 2011 2012 ../.. | |
Dekvedoù : 1980 1990 - Bloavezhioù 2000 - 2010 - 2020 | |
Kantvedoù : XXvet kantved - XXIvet kantved - XXIIvet kantved Kronologiezh dre viz : Kronologiezh dre ranndirioù : Kronologiezh dre demoù : Marvioù : |
Kronologiezh vloaziek evit Breizh
- 2005 e Breizh - 2006 e Breizh - 2007 e Breizh
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Genver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Tizhet 900 koumananter gant ar sizhunieg vrezhonek Ya!.
- 20vet deiz-ha-bloaz ar gelaouenn ArMen, tizhet 150 niverenn ganti. 15000 skouerenn a vez tennet eus ar gelaouenn bep tro.
Lun 2 Genver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Evit ar wech kentañ ez eus bet embannet ur sederom ennañ meziantoù frank evit labourat ha c'hoari e brezhoneg. Frouezh ur c'henlabour etre Philippe Basciano-Le Gall eus kevredigezh an Drouizig, stlennegourien a-youl vat hag Ofis ar Brezhoneg eo. Ennañ e vo kavet stumm diwezhañ OpenOffice 2.0.1, Mozilla Firefox (ur merdeer), Mozilla Thunderbird (ur posteler) ha meur a veziant all, en o zouez c'hoarioù. Kinniget e vo ar sederom evit netra. Pellgarget e c'hall ar meziantoù bezañ evit netra war lec'hienn an drouizig.
Yaou 12 Genver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sinadur ofisiel an emglev Ya d'ar Brezhoneg etre kumun Ar Sent (Mor-Bihan) hag Ofis ar Brezhoneg a-benn kas ar brezhoneg war-raok.
Sadorn 14 Genver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sinadur ofisiel an emglev Ya d'ar Brezhoneg etre kumun Sant-Pabu e Leon hag Ofis ar Brezhoneg da-geñver lid hetoù ar bloaz nevez dirak implijidi an ti-kêr, annezidi nevez ar gumun hag oberourien ar bed kevredigezhel. Gouestlañ a ra kumun Sant-Pabu mont war-raok war dachenn an divyezhegezh, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh lakaat ar yezh war wel er panellerezh hag e paper-lizher an ti-kêr.
Merc'her 18 Genver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Diaesterioù gant raktres eil lec'hiad divyezhek publik e Kemper e skol Pauline Kergomard. Klemm a ra ar guzulierez-rannvro UDB Naig Gars abalamour d'ar skoilhoù a vez lakaet d'ar raktres gant kelennerien ar skol ha gant an ensellerezh akademiezh : diouer a gelaouiñ, prantad enskrivañ re verr, arguzennoù enep a bep seurt...
Gwener 20 Genver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Poblañsouriezh : Hervez istimadennoù diwezhañ an EBSSA (INSEE) ha disoc'hoù an niveridigezh darnel eo kresket kalzik ar boblañs e Breizh abaoe 1999. E-tro 4.200.000 Breton emaomp bremañ. N'eus ket bet savet goulennoù evit renabliñ an niver a vrezhonegerien avat.
Sadorn 21 Genver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En un lizher deiziet eus ar 14 e kemenn Prefed Penn-ar-Bed da di-kêr Karaez n'eo ket evit asantiñ e vije staliet ur banell douristel warnañ Tres Sebastian ar Balp, penn emsav ar Bonedoù Ruz, war an hent kreiz etre Kastellin ha Roazhon. Votiñ a ra ar c'huzul-kêr ur mennad a-enep ali ar prefed.
- Kaset ez eus ur gemennadenn d'ar c'hazetennoù a-berzh skourr lec'hel ar sindikad CGT a-enep ar memes panell, da gentañ penn dre ma'z eo skeudennet warni ar Gwenn-ha-Du. "Ne c'hall ket ur gêr eus an tu kleiz" lakaat ur banniel "dezhañ talvoudoù kilstourmus" emezañ.
- Prizioù brezhonek France 3 zo bet roet e Sant-Maloù. Priz ar gwellañ abadenn radio zo aet gant Arvorig FM. Priz gwellañ levr evit ar re yaouank gant Marianna Donnart ha Moran Dipode evit Brezel an Erevent. Priz ar gwellañ film tele : Brezhoneg e c'hwec'h miz gant Ronan Hirien ur film diwar-bennn oadourien o teskiñ brezhoneg gant Stumdi. Priz al levr gwellañ zo aet gant Ifig Troadeg evit e levr Gwerzioù ha sonioù Bro-Dreger. Priz ar bladenn wellañ gant Kanerion Pleuwigner ha priz brezhoneger ar bloaz da Keit Vimp Bev evit ar sizhunieg Ya !. Ur priz dibar zo bet ivez evit France 3, evit an abadenn evit ar vugale Mouchig-dall.
Merc'her 25 Genver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pleuwigner : Diwar intrudu Ofis ar Brezhoneg ha Kerlenn Sten Kidna ez eus bet dalc'het un emvod labour gant dilennidi Bro an Alre evit gwelet penaos kas ur politkerezh yezh war-raok er vro er c'hwec'h vloaz o tont e framm an emglev kevraouiñ kinniget d'ar broioù gant ar rannvro.
Sadorn 28 Genver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Karaez : 700 a dud o vanifestiñ evit difenn 47 fost labour war-var da vezañ serret en embregerezh Unicopa. Brasañ stal voued ar vro eo ha rann ar fardañ keuz eo zo en arvar abaoe m'eo bet adprenet ar stal gant Entremont-Alliance.
- Landerne : sinadur un emglev etre ar skolioù Diwan ha Kuzul-rannvro Breizh. Harpet e vo ar gevredigezh evit lodenn ar buheziñ ha resev a raio 522.000 € e 2006.
Lun 30 Genver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Da-heul klemmoù niverus e tiviz CGT Penn-ar-Bed dislavaret disklêriadenn sekretour skourr Karaez ar sindikad diwar-benn afer ar Gwenn-ha-Du, dre ur gemennadenn d'ar c'hazetennoù.
Meurzh 31 Genver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lesneven : Sinadur an emglev Ya d'ar brezhoneg etre Skol eil derez Sant-Frañsez-Itron-Varia hag Ofis ar Brezhoneg.