Meurzh 2006 e Breizh
Neuz
Bloavezhioù : ../.. 2000 2001 2002 2003 2004 2005 - 2006 - 2007 2008 2009 2010 2011 2012 ../.. | |
Dekvedoù : 1980 1990 - Bloavezhioù 2000 - 2010 - 2020 | |
Kantvedoù : XXvet kantved - XXIvet kantved - XXIIvet kantved Kronologiezh dre viz : Kronologiezh dre ranndirioù : Kronologiezh dre demoù : Marvioù : |
Kronologiezh vloaziek evit Breizh
- 2005 e Breizh - 2006 e Breizh - 2007 e Breizh
Darvoudoù diawelet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meurzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sadorn 11 Meurzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aozet ez eus bet ur c'hollok war ar brezhoneg hag an teknologiezhioù nevez gant Ofis ar Brezhoneg e Skolaj Diwan Gwened. Un devezh klok e brezhoneg ma'z eus bet komzet, e-touez traoù all, eus Wikipedia en hor yezh hag eus an treiñ meziantoù frank e brezhoneg (OpenOffice, KDE, Gnome...).
Sul 12 Meurzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Embannet eo bet albom kentañ Ar C'hazh (Le Chat), bann-dreset vrudet ar Belgad Philippe Geluck e brezhoneg. Anvet eo Ar C'hazh e Breizh. Troet eo bet gant Divy gKervella. Ar wech kentañ eo ma'z eo embannet troioù-kaer ar C'hazh en ur yezh distad.
Lun 13 Meurzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Niverenn gentañ Sport Breizh, ur gelaouenn nevez e galleg (gant ur pennad hir e brezhoneg) diwar-benn ar sport e Breizh. Ur gelaouenn vrav, skeudennaouet-kaer, e liv, daouviziek, a bled gant Breizh pemp departamant ha diazezet e Naoned. 100 pajennad zo er gelaouenn.
- Lec'hienn ofisiel Sport Breizh.
Meurzh 14 Meurzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lañset ez eus ul luskad nevez dre ar Genrouedad evit ma vo krouet un anv domani .bzh. Krouet ez eus bet c'hoazh anvioù domani .cat e Katalonia ha .re er Reunion. An hevelep goulenn a oa bet graet e Breizh c'hoazh ouzh ar c'huzul-rannvro gant ar c'huzulier-rannvro UMP Christian Ménard. Kemer perzh er sinadeg a c'haller ober amañ.
- En ur brezegenn kaset da benn e Gwened e tisklêr an aotrou doktor Melennec, gwiraour, n'eus bet feur-emglev ebet etre Breizh ha Frañs e 1532, ha dre-se n’eus talvoudegezh ebet gant skrid 1532, ha da heul ar stad m’emañ Breizh enni. Dre se e chom Breizh ur vro dizalc'h e-keñver gwir etrebroadel.
Yaou 16 Meurzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kemper : Digoret eo bet en ofisiel Kreizenn Stummañ an Deskidi Penn-ar-Bed. Ur skol nevez-flamm eo ha modern-kenañ a vod an deskidi war micherioù ar sevel-tiez. Renet eo ar skol gant an AFOBAT, ur framm micherel sinet gantañ an emglev Ya d'ar Brezhoneg kinniget gant Ofis ar Brezhoneg. Ouzhpenn ar panellerezh divyezhek emañ ar greizenn e soñj digeriñ un hentenn divyezhek a-benn bloaz pe zaou. 800 studier, deuet eus an departamant a-bezh, a zarempred ar skol evit poent.