Mont d’an endalc’had

Dun

Eus Wikipedia

Dun, Din (e Breizh ha Bro-Gembre dreist-holl) ha Don zo ur ger keltiek kozh hag a gaver stank e lec'hanvadurezh Europa. Talvezout a ra kement ha kreñvlec'h, hag ivez torgenn. Dunum eo e stumm latin, Dūnon ar stumm galianek (gant un "u" hir).

En Enez Vreizh e seblant an dun-où bezañ erruet er VIIvet kantved kent JK, en Oadvezh an Houarn.

  • Leiden (Lugdunum Batavorum, Lugdunum ar Vataved)
  • Lugidunum, anv kozh Legnica, da lavaret eo kreñvlec'h al Lugii, ur bobl keltiek
  • ul lec'hienn henoniel eus ur c'hamp roman anvet "Noviodunum" a zo e-kichen Isaccea
  • Singidūn (Singidunum e latin), ur gêr savet gant ar Gelted kozh, bremañ e Beograd
  • Drnovo, lec'h ma oa kêr Neviodunum e mare pobl keltiek al Latobici
  1. Kerneveureg din "Kreñvlec'h" + tagell "strizh" ; cf. (en) Mills, David. A Dictionary of British Place-Names. Oxford : Oxford University Press, 2001 (ISBN 978-0-19-960908-6)