Beograd
Anv ofisiel | Београд, Beograd, Nándorfehérvár |
---|---|
Anv er yezh a orin | Београд, Beograd |
Yezh ofisiel | serbeg |
Kevandir | Europa |
Stad | Serbia |
E tiriad | City of Belgrade |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00 |
War ribl | Sava, Danav |
Daveennoù douaroniel | 44°49′4″N 20°27′25″E |
Penn an aotrouniezh | Aleksandar Šapić |
Ezel eus | World Tourism Cities Federation |
Gevellet gant | Kyiv |
Yezh implijet | Sinte Romani |
Present in work | Civilization V |
Kod-post | 11000 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.beograd.rs/ |
Banniel (deskrivadur) | flag of Belgrade |
Ardamezioù | coat of arms of Belgrade |
Istor | history of Belgrade |
Rummad tost | Category:Belgrade-related lists |
Ekonomiezh an danvez | economy of Belgrade |
Poblañsouriezh an danvez | demographics of Belgrade |
Time of earliest written record | 3vet kantved kt JK |
Kod pellgomz an takad | 011 |
Kod plakenn varilh | BG |
Roll elfennoù | list of streets and squares in Belgrade |
Category for honorary citizens of entity | Category:Honorary citizens of Belgrade |
Category for the view of the item | Category:Views of Belgrade |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Belgrade |
Kêr-benn ha brasañ kêr Serbia eo Beograd[1], pe Belgrad (Београд e serbeg), e kember ar stêrioù Sava ha Danav. Emañ en ur distrig anvet "Kêr Veograd" (Град Београд/Grad Beograd). Hervez niveradeg 2022 e oa 1 197 714 a dud o chom e kêr ha 1 681 405 a dud gant ar fabourzhioù.
« Kêr gwenn » a dalv he anv hag aloubet e voe 40 gwech en he hir a istor. Tro-ha-tro e voe keltiek roman, bizantion, hungarat, serb, aostrian, otoman, serb, yougoslaviat e 1918 ha kêr-benn Serbia en-dro adalek 2006.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da gentañ e oa meuriadoù henvalkanek o chom er c'horn-bro, en o zouez an Draked hag an Daked. Aloubet e voe ar vro gant ar Gelted kozh e -279, ha kemeret e voe kêr gant ar Scordisci hag a anvas anezhi Singidūn (dūn a dalv "kreñvlec'h"). Tizhet e voe kêr gant lu ar Romaned e -54/-53, romanekaet e voe an anv ganto e Singidunum, ha laket e voe e proviñs roman Moesia. E 395 e tremenas al lec'h dindan veli Impalaeriezh roman ar Reter. En tu all d'ar stêr Sava, e-tal Singidunum, edo kêr geltiek Taurunum (Zemun) ; ur pont a oa etrezo a-hed ar mareoù roman ha bizantion.
Kenober etrebroadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevelladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Beograd gant ar c'hêrioù amañ da-heul[2],[3],[4].
- Chicago (SUA) - kêr-c'hoar abaoe miz Even 2005
- Coventry (Bro-Saoz) - kêr c'hevell abaoe 1957
- Lahore (Pakistan) - kêr-c'hoar abaoe 2007
- Tel Aviv (Israel) - kêr-c'hoar abaoe 1990
- New Delhi (India)
- Belgrade (Namur) (Belgia) - kêr c'hevell abaoe 1973[5]
Stummoù all kenober ha mignoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aten (Gres) (Emglev mignoniezh ha kenober - miz Du 1966)
- Banja Luka (Bosnia-Herzegovina) (Emglev kenober - 2005)
- Berlin (Alamagn) (Emglev kenober ha mignoniezh - miz Du 1978)
- Düsseldorf (Alamagn) (Emglev kenober - miz C'hwevrer 2004)
- Kiev (Ukraina) (Emglev kenober - miz Mae 2002)
- Madrid (Spagn) (Emglev kenober - miz Mae 2001)
- Milano (Italia) (mémorandum pour un accord ville à ville - miz Du 2000)
- Moskov (Rusia) (Program kenober 2003/2004 - miz Kerzu 2002)
- Beijing (Republik Pobl Sina) (Emglev kenober - miz Here 1980)
- Roma (Italia) (Emglev mignoniezh ha kenober - miz Here 1971)
- Lizheroù mennadiñ sinet gant kêrioù-penn eus Yougoslavia kozh
- Ljubljana (Slovenia) (miz Here 2003)
- Skopje (Makedonia) (miz Even 2006)
- Zagreb (Kroatia) (miz Here 2003)
Enorioù broadel hag etrebroadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a enor broadel hag etrebroadel zo bet deroet da gêr Veograd, en o zouez al Lejion a enor gall e 1920[6], Kroaz ar Brezel Tchekoslovakia, Sterenn Karađorđe hag Urzh an haroz broadel Yougoslavia[7]. An enor-mañ a voe roet dezhi d'an 10 a viz Here 1974 evit lidañ deizh-ha-bloaz dibenn an ac'huberezh nazi e-pad an Eil Brezel-bed. E 2006 e voe deroet dezhi gant ar gelaouenn Foreign Direct Investment eus ar Financial Times an titl a Gêr an Dazont en Europa ar Su[8].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (sr)(en)(de) Lec'hienn ofisiel Beograd
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Beograd" hervez KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
- ↑ (en) 'International Cooperation'. Kavet : 21/05/2023.
- ↑ (bs) 'Medjunarodni osnosi'. Kavet : 21/05/2023.
- ↑ (en) 'Lahore and Chicago to be declared twin cities'. Kavet : 21/05/2023.
- ↑ 'Belgrade (Belgique)'. Kavet : 21/05/2023.
- ↑ (fr) 'Ordre de la Légion d'honneur - Villes étrangères'. Kavet : 21/05/2023.
- ↑ (en) 'Flags ans Arms of Serbia'. Kavet : 21/05/2023.
- ↑ (sr)(en) 'Belgrade - City of the Future in Southern Europe'. Kavet : 21/05/2023.