Porthmadog

Eus Wikipedia
Porthmadog
Gwynedd

Porthmadog zo ur gêr hag ur gumuniezh eus kontelezh Gwynedd en aber an Afon Glaslyn. 65% eus an dud a ra gant ar c'hembraeg.

Kêr hiziv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porthmadog

Deuet eo da vout ur gêr touristed. Graet e vez "Mynedfa i Eryri" (mont e-barzh Eryri) anezhi. Eno e c'haller mont gant Rheilffordd Ffestiniog, un hent-houarn touristel a gas an dud da Flaenau Ffestiniog.

Eisteddfod Genedlaethol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Eisteddfod Genedlaethol zo bet eno e 1987. Gwelout :

Traoù arall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kêr italian Portmeirion tost alese a zo bet graet enni filmoù skinwel (ar Prizoniad). Rener an ti, Robin Llywelyn, a oar brezhoneg mat.