Emgann Kergidu

Eus Wikipedia
  • Diwar-benn an emgann e-unan eo ar pennad-mañ. Ur pennad all zo diwar-benn ar romant brezhonek a gont an emgann-se. Sellit ouzh Emgann Kergidu (romant).

Kouerien o kemer an armoù (livadur gant Julien Le Blant, 1889)

Emgann Kergidu zo un emgann a c'hoarvezas d'ar 24 a viz Meurzh 1793, e Kergidu e-kichen Plougouloum, etre kouerien eus Bro-Leon ha soudarded ar Republik, renet gant ar jeneral Canclaux.

Ha pa oant bet trec'het d'an 19 a viz Meurzh, edo bepred kouerien Gorre-Leon dindan an armoù, e Ploueskad, Plougouloum, Kleder, Sibirill, Rosko, Gwinevez, Gwitevede, Plouvorn, Sant-Nouga ha Trelaouenan[1] ha klask a raent gronnañ Kastell-Paol. Ar jeneral Canclaux, a oa diazezet e Brest, a yeas da Lesneven gant e soudarded, goude bezañ faezhet emsavidi korn-bro Plabenneg.

Klevet o doa ar Republikaned edo an dud disuj o vont da dagañ Kastell-Paol d'ar 24 a viz Meurzh. Neuze e kerzhas soudarded ar Republik, 400 anezho o tont eus Kastell, renet gant Guillier ha Pinchon, ha skoazellet gant soudarded deuet eus Calvados hag eus Montroulez, war Kergidu, a oa ul lec'h tremen a bouez[1].

Goude ur c'hrogad un eurvezh hanter e oa krog soudarded ar Republik da gilañ ha ne oa ket kalz a dennoù ganto ken. Met sikouret e voent gant ar jeneral Canclaux a erruas war lez kleiz ar stêr, e penn un armead etre 300[2] ha 1 000 soudard[3]. Neuze e voe kemeret un uhelenn war lez kleiz ar stêr gant soudarded ar Republik hag alese a c'halljont tennañ gant o c'hanolioù war an emsavidi[4].

War al lez dehou e talc'he mat ar beizanted ouzh ar Republikaned. Goude termal e tivizas Canclaux treuziñ ar pont ha tagañ an emsavidi dre an tu all. Tec'hel a reas ar beizanted kuit, soudarded ar Republik war o lerc'h. Gwelloc'h e kavas ar re-se, eme Guillier, lazhañ an emsavidi eget ober prizonidi. Da beder eur goude kreisteiz e oa echu an emgann[1].

Hervez ar Republikaned e vije bet lazhet war-dro 400 den e-touez ar beizanted ha gloazet 300 anezho[5]. Hervez enklaskoù nevesañ Albert Laot ne veneger war rolloù tud varv parrezioù Plougouloum ha Trelaouenan, ar c'horn-bro ma oa bet an emgann, nemet c'hwec'h den lazhet, ha div vaouez en o zouez, ha soudard ebet[6]. Kement-se a ya a-du gant an danevell eus an emgann a voe savet gant ar jeneral Canclaux ma lenner ne oa bet lazhet soudard republikan ebet[2].

Gant Emgann Kergidu e voe lakaet fin da emsavadeg peizanted Bro-Leon.

Kastizoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemeret e voe o armoù digant tud ar vro, diskennet e voe kleier an ilizoù ha kondaonet e voe kumunioù ar vro da baeañ telloù-kastiz pounner edan 24 euriad.

  • Plouenan : 2 000 lur
  • Plouvorn : 13 000 lur
  • Plougouloum : 13 450 lur
  • Sibirill : 9 000 lur
  • Gwitevede ha Sant-Nouga : 13 632 lur
  • Trelaouenan : 600 lur
  • Ploueskad : 6 000 lur
  • Kleder : 13 450 lur[7],[2]

Kalz tud a voe harzet ha barnet ha daou anezho, Jean Pedel ha François Guivarc'h eus ar Releg-Kerhuon a voe kondaonet d'ar marv ha dibennet[8]. Kemend-all a c'hoarvezas ivez gant François Barbier, maer Gwitalmeze, ha Jean Prigent, maer Gwitevede : dibennet e voe an hini kentañ e Brest d'ar 17 a viz Ebrel hag an eil e Lesneven d'an 23 a viz Ebrel[2].

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 1,1 ha1,2 Cadic, op. cit.
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 Élégoët, op. cit.
  3. Dupuy, Roger. La Chouannerie, p. 15.
  4. Kadig
  5. Dupuy, Roger. La Bretagne sous la Révolution et l’Empire, 1789-1815, pp. 113-114.
  6. Albert Laot. La bataille de Kerguidu. Montroulez : Skol Vreizh, 2013 (ISBN 978-2-36758-000-5)
  7. Jezegou, Kristof. Hor Bro e-pad ar Revolusion. Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pp. 157-158.
  8. Dupuy, op. cit.