Troad allativel : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: cs:Allativ
D Robot ouzhpennet: hu:Allativus
Linenn 43: Linenn 43:
[[fi:Allatiivi]]
[[fi:Allatiivi]]
[[fr:Allatif]]
[[fr:Allatif]]
[[hu:Allativus]]
[[it:Allativo]]
[[it:Allativo]]
[[nl:Allatief]]
[[nl:Allatief]]

Stumm eus an 13 Gou 2010 da 16:44

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad allativel (saoz.: allative case, diwar al latin: allāt-, afferre "degas") evit komz eus un droad-lec'hiañ o verkañ ur c'hemm lec'hiadur, o klotaat mui-pe-vui gant an araogenn "(betek) war" e brezhoneg.

  • Yezhoù skouer:

Yezhoù finnek

Unan eus ar pemp zroad implijet gant ar yezhoù finnek eo an droad allativel, en o zouez ar finneg hag an estonieg, da skouer e finneg, merket gant al lostger -lle:

pöytä ("taol") → pöydälle ("(betek) war an daol")

Disheñvel eo ster an draod-mañ diouzh hini an droad adesivel a dalvez da verkañ ur stad hep kemm lec'hiadur, o klotaat ivez gant an araogenn "war" e brezhoneg (kv. "on" e saozneg, disheñvel diouzh ar stumm allativel "onto").

Yezhoù baltek

Implijet e vez, ral a-wezh er yezhoù a-vremañ avat, an droad allativel gant ar yezhoù baltek, en o zouez al lituaneg, merket gant al lostger "-op" (berraet diwar ar stumm leun "-opi"), hag al latvieg merket gant al lostger "-up.

  • Da skouer e lituaneg:
velniop! ("d'an diaoul!", d.l.e "war an ifern")
rudeniop ("war-du/da geñver an diskar amzer")
vakarop ("tro-dro da serr-noz")
  • Da skouer e latvieg:
mājup ("war-du/d'ar gêr")
kalnup ("d'ar c'hrec'h")
lejup ("d'an traoñ")

Mammennoù: