Yann ar Badezour : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 120: Linenn 120:
Image:Bartolomé Esteban Perez Murillo 011.jpg| ''Sant Yann-Vadezour'' gant [[Esteban Perez Murillo]], XVIIvet kantved
Image:Bartolomé Esteban Perez Murillo 011.jpg| ''Sant Yann-Vadezour'' gant [[Esteban Perez Murillo]], XVIIvet kantved
Image:Paolo Veronese 017.jpg|''Sant Yann-Vadezour'' gant [[Paolo Veronese]]<br />(kreiz ar XVIvet kantved )
Image:Paolo Veronese 017.jpg|''Sant Yann-Vadezour'' gant [[Paolo Veronese]]<br />(kreiz ar XVIvet kantved )
Image:Raffael 031.jpg|Ar [[Gwerc'hez Vari|Werc'hez Vari]] gant [[Jezuz a Nazaret]] ha ''Sant Yann-Vadezour'', livet gant [[Raffaello]] ([[1507]])
Image:Virgen del jilguero, por Rafael.jpg|Ar [[Gwerc'hez Vari|Werc'hez Vari]] gant [[Jezuz a Nazaret]] ha ''Sant Yann-Vadezour'', livet gant [[Raffaello]] ([[1507]])
Image:Salome with the head of John the Baptist (Titian).jpg|''[[Salome]] gant penn Yann-Vadezour en ur plad'', gant [[Tizian]].
Image:Salome with the head of John the Baptist (Titian).jpg|''[[Salome]] gant penn Yann-Vadezour en ur plad'', gant [[Tizian]].
</gallery>
</gallery>

Stumm eus an 17 C'hwe 2019 da 10:39

Jezuz ha Yann en-bugale, gant Rubens.
Sant Yann-Vadezour en-yaouank, gant Andrea del Sarto.
Sant Yann ar Badezour, livet gant Leonardo da Vinci, etre 1513 ha 1516.
Sant Yann ar Badezour livet gant Tizian.
Yann o vadeziñ Jezuz er Jourdan, livet gant Piero della Francesca.

Yann ar Badezour, pe Sant Yann-Vadezour hervez ar relijion gristen, a zo anv ur prezeger yuzev, meneget en Aviel, hag a brezegas e Palestina en amzer Jezuz Nazaret. Lakaet eo da brofed gant peder relijion : ar gristeniezh, an Islam, ar Vandeegezh hag ar relijion Bahai. Mab e oa d'ar beleg Zac'hariaz ha da Elesbed (Aviel Lukaz 1:5), ha ganet e oa war-dro ar bloaz 7 kent JK.

Anv-badez

Diwar e anv (Yann) hag e labour (badeziñ) e teu an anv-badez Yann-Vadezour.

E lec'h er relijion

Er relijion gristen eo ar profed a gemenn donedigezh Jezuz, a voe anavezet gantañ evel ar Mesiaz gortozet, a voe badezet gantañ war lez ar stêr Jordan, a voe graet "Oan Doue" anezhañ gantañ. Da Jezuz e roas e ziskibien.

Kenderv eo da Jezuz. E vamm Elesbed a zo keniterv d'ar Werc'hez Vari . Hervez Antiquitates Judaicae.an istorour yuzev Flavius Josephus avat e oa un tamm disheñvel buhez Yann-Vadezour.

Gouelioù

Yann ar Badezour a oa bet ganet e Judea er bloavezh 8. Lidet e vez e c'hanedigezh gant an Iliz, koulz er c'hornôg hag er reter, d'ar 24 a viz Even, da vare ar goursav-hañv. E-mesk an holl lidoù a vez graet da-geñver ar gouel-se, e seblant lod dont eus ar gouelioù kelt bras a oa d'ar mare-se eus ar bloaz. Bev-buhezek eo c'hoazh hengoun tanioù pe tantadoù Gouel Yann en un niver a gêrioù hag a lec'hioù.

Lidet e vez e varv d'an 29 a viz Eost koulz er c'hornôg hag er reter : Gouel Yann dibenn-eost an hini eo. A-hend-all e vez lidet an deiz ma voe dizoloet e benn.

Gouel "Kanadianed c'hall"

Da Ouel Yann-Vadezour emañ gouel broadel gallegerien Kanada abaoe 1834, pa voe krouet ar gevredigezh Société Saint-Jean-Baptiste. Anvet e voe da sant paeron Gallegerien Kanada gant ar pab Pi X en 1908 . En 1977 e teuas Gouel Yann da vout Gouel Broadel Kebek, ha hini an holl Gebekiz, ne vern o orin.

Masoned

Deiz Gouel Yann zo ivez ur gouel frañmasoned er bed a-bezh.

Hervez an Aviel

Mab e oa d'ur beleg Zac'hariaz, ha da Elesbed, a oa keniterv da Mari, mamm Jezuz. Evel ganedigezh Jezuz e voe kemennet hini Yann gant an arc'hael Gabriel, a lavaras d'an tad e vije leun e vab gant ar Spered Santel, hag en dije kement ha nerzh hag ar profed Eliaz.

Dre ma n'hallent ket kaout bugale avat e tiskredas Zac'hariaz war gomzoù an arc'hael, ma voe kastizet ha ma teuas da vezañ bouzar ha mut. N'eo nemet pa voe ganet ar bugel, war-lerc'h skrivañ war un daolennig-skrivañ "Yann eo e anv" ma teuas ar gomz hag ar c'hleved dezhañ en-dro.

Ur vuhez penedour e voe buhez Yann «er gouelec'h», o vevañ diwar « kilheien-raden ha mel gouez » (hervez Aviel Mazhev III:4), hag o yunañ. Buhez un nazir eo buhez Yann hervez ma'z eo taolennet gant an arc'hael, a lennomp en Aviel Lukaz (1:13-15).

Er bloaz 27, pemzekvet bloavezh ren an impalaer roman Tiberius, pa oa bet lakaet Pontius Pilatus da c'houarnour Judea, hag Herodez Antipas tetrark Galilea, e teuas da chom war lez ar stêr Jordan, ma krogas da reiñ « badeziant a vorc'hed evit bezañ gwalc'het eus ar pec'hedoù » dre vezañ lakaet en dour hervez ma'z eo diouganet gant ar profed Isaia. Un toullad mat a ziskibien a oa bodet en-dro dezhañ, ha kemenn a rae dezho donedigezh ar mesiaz : « Me ho padez gant dour, evit ho kas war-du ar morc'hed, met setu an hini a zo kreénvoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e sandalennoù. Hennezh ho padezo er Spered Santel hag en tan. » (Aviel Mazhev III:11).

Hervez Mazhev (III:13-17) e teuas , Jezuz da-gaout Yann da vezañ badezet gantañ. Yann da lavarout dezhañ: « Me eo am eus ezhomm da vout badezet ganit-te », ha Jezuz da respont : « Lez ober bremañ, rak dereat eo dimp seveniñ kement tra a zo reizh ». Yann a vadezas Jezuz eta, ha pa deuas e-maez an dour e voe gwelet gant an holl ar Spered Santel « o tiskenn evel ur goulm hag o tont warnañ», hag ur vouezh deuet eus an neñv a lavaras: « Hemañ eo ma Mab muiañ-karet, hag ennañ em eus lakaet ma holl c'harantez ». Ar Badezour a c'houlennas neuze digant e ziskibien mont da-heul Jezuz.

Ganedigezh Yann hervez Aviel Lukaz

N'eus nemet en Aviel Lukaz ez eus anv eus ganedigezh Yann.

  • Met an ael a lavaras dezhañ: N'az pez ket aon, Zac'hariaz; rak selaouet eo bet da bedenn. Gant da bried Elesbed e vo ganet ur mab, hag envel a ri anezhañ Yann. Joa ha levenez a ray dit, ha meur a hini a vo laouen o c'halonoù pa vo ganet. Rak meur e vo dirak an Aotrou. Na gwin na boeson ne evo, ha leun e vo gant ar Spered Santel adal ma vo ouzh bronn e vamm; degas a ray meur a hini eus mibien israel en-dro d'an Aotrou , o Doue; kerzhout a ray dirak Doue gant spered ha galloudegezh Eliaz, da zegas kalonoù an tadoù en-dro davet o bugale, ar re emsavet da furnez an dud reizh, a-benn prientiñ d'an Aotrou ur bobl troet d'e selaou.(...) D'an eizhvet deiz e teujont da drodroc'hañ ar bugel, ha Zac'hariaz eo a raent anezhañ, hervez anv e dad. Met ar vamm a gomzas hag a lavaras: Nann, Yann an hini e vo anvet. (Aviel Lukaz 1.13-60)

Lavarout a rae Yann bezañ «ar vouezh a c'harm en dezerzh "» (Patrom:Biblia), con lo cual cumplía expresamente una profecía de Isaías (Patrom:Biblia, Patrom:Biblia, Patrom:Biblia).

Buhez ha marv Yann ar Badezour

Dibennidigezh Yann ar Badezour , gant Caravaggio.
Salome o terc'hel penn Yann ar Badezour, gant Caravaggio, war-dro 1607.

Ur pennad goude, er bloaz 28, e strakas konnar Herodez Antipas, roue Galilea ha Perea, war benn Yann ar Badezour, abalamour ma rebeche ar profed outañ bezañ dimezet gant Herodiada, merc'h e hanter vreur Herodez Filipos I. Hervez Aviel Mark (VI:14-29), e oa aet skuizh Herodez, hag e reas kraouiañ Yann. Fellout a rae da Herodiada e vije lakaet Yann d'ar marv, met ne felle ket da Herodez a « anaveze anezhañ evel un den reizh ha santel » hag « a selaoue anezhañ a galon laouen ». Koulskoude, pa voe lidet deiz-ha-bloaz Salome, merc'h Herodiada, e tañsas ar plac'h yaouank ken brav ma voe plijet an holl ha ma lavaras ar roue: « Goulenn a gari, ha da c'houlenn a roin dit, ha pa vije an hanter eus ma rouantelezh ». Ha Salome da c'houlenn penn Yann ar Badezour war ur plad evit he mamm.

Tristidigezh a oa en Herodez pa gasas ur soudard da zibennañ Yann en e gell. Degaset e voe ar penn war ur plad ha kinniget da Salome a roas anezhañ d'he mamm Herodiada.

Lec'hioù

Ilizoù da Sant Yann Vadezour

hag e meur a lec'h e Breizh, evel iliz Sant Yann-Vadezour ar Fouilhez

Yann ar Badezour er C'horan

(diechu)

Mandeaned, badezourien Iran hag Irak

Eus ar gumuniezh en-dro da Yann ar Badezour ez eus ganet ur relijion vihan, gant Yann ar Badezour da brofed nemetañ, Jezuz ha Mahomet ne vijent nemet gaouierien. Ret e vez d'an dud-se chom tost a-walc'h d'ar stêrioù evit gallout badeziñ ar feizidi. Abalamour d'ar perzh-se eo n'eo ket gwall anavezet ha ne chom bev nemet en un nebeud kornadoù eus Iran hag Irak.

Gwelout ivez

Liammoù diavaez


Lidoù

A-raok kedeiz an hañv, war-dro ar c'houlz ma lider sant Yann, a-raok amzer Roma zoken, e veze lidoù ma lakaed an tan e bernioù keuneud. D'ar 24 a viz Mezheven e vez lidet Sant Yann-Vadezour, c'hwec'h miz a-raok Nedeleg, dre ma kont an Aviel e oa dougerez c'hwec'h miz e vamm Elesbed pa deuas an ael da gemenn da Vari, mamm Jezuz, e oa da vout mamm d'ar Mesiaz. D'an 29 a viz Eost e lider sant Yann dibennet.

E yezhoù all

Yann ar Badezour en arz


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.