Kaozeal:Yann ar Badezour
Neuz
Yann-Vadezour pe Yann Vadezour kentoc'h--Kadwalan 20 Eos 2007 da 16:59 (UTC)
- Yann ar Badezour, e vicher eo, evel Yann ar Gwiader, pe Yann-Frañsez ar Gonideg. Ur pennad diwar-benn un den istorel eo, n'eo ket diwar-benn an anv-badez brezhonek. Ha pennadoù all a vo, ma vezan lezet d'ober, db Yann an Avielour, ha tud all. Bianchi-Bihan 20 Eos 2007 da 17:24 (UTC)
- Gouzout a ran ervat. Setu un nebeud skouerioù. Ne'm eus graet nemet gant ar re ma ne oa ket implijet ar ger sant.
- BIBL koad 21, Sant Lukaz 7, 20 An dud-mañ eta, o vezañ deuet da gavout Jezuz, a lavaras dezhañ: Yann-Vadezour en deus hon degaset da'z kavout
- Yann-Gerven "EUS AR BREZHONEG BELEG D’AR BREZHONEGOÙ LENNEGEL" : an tri ferson, ar Werc'hez Vari, Abraham, Moizez ha Yann Vadezour
- Koñchennou Eus Bro ar Ster Aon 26 : « Pa vezo graet ar pez a lavare Yann-Vadezour : stankit an traoniennou, izelait an torgennou
- Introduction dar vuez devot, Ch. Bris 1709 .p.363 Yann Vadezour.
- Buhez ar sent Gabriel Morvan p. 456 : Hor Salver a-raok ma voe ganet a lakae Yann Badezour da dridal gant levenez e kerc'henn e vamm.
- Aviel Katolik 1907 me a fell din, emezi, e rofes din diouzhtu penn Yann-Badezour.
- Geriadur Remon ar Porzh (dibennidigezh) : dibennidigezh Yann-Vadezour.
- Geriadur Saozneg-Brezhoneg Miossec * John (n): Yann. John Baptist: Yann Vadezour.
- Ar c'henta miz Mari. V. Roudaut 1868 .p.54 : evit mont da zilivra Yann Vadezour diouzh ar pec'hed (inf.).
- Barr-Heol. n. 57 . 10 : Hor Salver, a-raok ma voe ganet, a lakae Yann-Vadezour da dridal gant levenez e kerc'henn e vamm.
- Ar pevar Aviel, M. Glanndour p. 219 Testeniadenn diwezhañ Yann-Vadezour diwar-benn Jezuz.
- Geriadur ar Glev : Herodez a oa lazher Yann Vadezour. BZNT. p. 283
Eus ar stumm all ne gavan ken div skouer. Kement-se evit lâret n'eo ket ar stumm implijet ar stankañ, a dra sur.
- Aviel Katolik 1907 . p. 231 : Yann ar Badezour en deus kaset ac'hanomp davedout evit goulennouzhit : Daoust ha te eo an hini a dle dont ?
- Ar pevar Aviel, M. Glanndour p. 85 : Evel-se en em ziskouezas Yann ar Badezour er gouelec'h oc'h embann ur vadeziant a geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù.
--Kadwalan 20 Eos 2007 da 23:42 (UTC)
- Sede labour klask eus ar c'hentañ.
- Met n'emaon ket en sell da ober gant ar stumm implijet ar muiañ (er skridoù relijiel eta) er pennad-mañ, rak gant ur stumm neptu e-keñver istor ha relijion e rin evit lakaat en holloueziadur, ha mirout an hini "stankañ" ma kerez evit ober anv eus ar sant er skridoù relijiel.
- An daou stumm avat zo implijet er pennad, hervez an degouezh: Yann-Vadezour evit al livadurioù, peogwir int oberennoù relijiel.
- Pa vo echu ma labour e c'hallo pep hini barn ha kemm, ne sellin ket. (21 Eos 2007 da 01:02 Bianchi-Bihan)
- "Pa vo echu ma labour e c'hallo pep hini barn ha kemm, ne sellin ket." Istor ar bajenn a brou ar c'hontrol mik https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Yann_ar_Badezour&action=history
(Patrom:Biblia), con lo cual cumplía expresamente una profecía de Isaías (Patrom:Biblia, Patrom:Biblia, Patrom:Biblia)
— ¡Ay de mí! ¿Hay que conocer el castellano para leer la Wikipedia en bretón? --2A01:CB08:890E:C600:98DE:36DF:5855:6018 18 Ebr 2022 da 18:06 (UTC)